Mont d’an endalc’had

Ann Abardaez en eun Tiegez, En hanv.

Eus Wikimammenn
◄   Merwel ’zo réd Ann Abardaez en eun Tiegez, En hanv. Eur Zòn Kloarek   ►


ANN ABARDAEZ


En eun Tiégez, en Hanv.

 
D’am mignon ann Doktor
André Bijon. -


ANN ABARDAEZ

EN EUN TIEGEZ, EN HANV.


————


Setu ann abardaez ! ann heol ’zò vònt da guz,
Diskenn ’ra dreg ar roz, hag hen ken ruz, ken ruz !
Tòm vò aré vvarc’hoaz, krazan a raï ar foenn,
Ha darewi ann ed ; n’eùz ket eur goummoulenn.

Ar ier ’bign war hò c’hlud, ha setu ar vatès
O walc’hin ar gaòter : n’ vò ket a batatès
Da goan, med iot-ed-dù : ar mewell louenn vraz
’Deù duhont, war he gein gant-han eur beac’h ieot-glaz. —

— « Laouik, it-c’hui d’ar park, da vouit ar zaout raktal ! » —
Hag ar paotr zaout da vònt kerkent en em strakal
He skourjez dre ann hent, diskabel, diarc’henn,
Hag ò tremenn ar c’hoad, e kàn eur ganaouenn.


Setu eur bagad zaoùt ò tònt d’ann traon d’ar reed,
Ha Laouik war hò lerc’h : — selaouet, me hò peed,
’Vel ma strak he skourjez, ’vel ma c’halv peb-unan
He zaoùt dre he c’hanò : — ann dù, ar vriz, ar voan.

— « Pe-lec’h it-c’hui dùzè ? A-raog, a-raog, penn-gwenn !
» M’hò tigassò duman ! hastet ta, ar velenn !
» Ha te, tarò ar foeltr ! me as tiskò, loen-fall,
» Da dont da enebi evel-sè ar rè-all !

» It holl d’ann dour d’al lenn ! » — hag ar zaout ò vlejall,
Laouik, gant he skourjez hag he vouez ò skrijall,
Hag ar mòc’h ò c’houlenn hò c’hoan eùz ar vàtes,
Setu ’r muzik ’glewer en dro d’eùn tiègez ! —

Setu ò tònt d’ar gèr breman ar mewelienn :
Darn a zò falc’herrienn ha darn-all mederrienn,
Hag holl int skuiz meurbed : a-baoue ’r beuré-mad
E-maint dindan ann heol ò vèdin, ò falc’had. —


Neubeud kaer e laront a gomzou en pàd koan,
Neubeud komz ann hini ’vè brewet gant ar boan :
Ha koulzgoude nikun na ìeïo da gousket
A-raog ar pedennou dirag ann holl làret.
 
Al loened ’zô ’n hô c’hraou, ann dud ’n hò gweleou,
Ha bremà na glewer neb trouz, med a wechou
D’eûn tréméner bennag ò c’herzall mouez ar c’hi,
Pe zòn ann estik-nòz, en dervenn, uz d’ann ti. —


*