Merc’h ar mezvier
Renan Bodivin a zo toer-sklent, hag ivez eur mezvier ma zo unan. E wreg, dizec’het gant ar glac’har ha gant an daerou he deus skuilket, a zo breman astennet war he gwele, taget gant ar c’hrign-beo. Renan, e-leac’h ehana da eva, a wasa bemdez, ha lavaret e vije ne glask nemet gwelet e anter-tiegez o vervel ; ha koulskoude ne glask nemet beuzi e anken hag e vorc’hed.
Ar verc’h yaouanka, Trifina, eur plac’hig lemm a spered, a zo eur gemenerez triwec’h vloaz, dournet eus ar gwella. E-doug an deiz he nadoz a labour tear, evit lakat eun tammig eazamant en ti. Gwechall, pa oa he mamm yac’h, ar plac’h yaouank a oa seder, a gane soniou he Mamm-Vro ; siouaz ! hirio ne ra nemet mousc’hoarzin ouz he mamm, peadra he deus da veza doaniet, ar gemenerez geaz.
Eun dervez, pevar den a zouge Renan d’e di, anter-varo. An toer, pignet war eun toen gant eur guchennig mein-do, a gouezas a-fardakleo d’an douar, evel eur zac’had loaiou. Ma ne vije ket bet mezo-dall-put, en dije bet skoulmet gwelloc’h an eil skeul oc’h eben, met pa vezor mezo e vezor ato paotred mad ha dispont… e-kreiz ar brezel !
Renan lonk-e-zizun a zo eta breman war e wele, e-kichen o vaouez, ha klanvoc’h egeti, rak al louzaouer ne c’hall ket c’hoaz lavarout pe e teuio da vad pe na deuio ket. Ar beleg a zo bet o noui ar c’hlanvour dilavar.
Adalek an dervez-ze, Trifina, red d’ezi entent gant preder oc’h he zad hag oc’h he mamm, he deus lezet da vergla he nadoziou ; ar re a roe labour d’ezi o deus klasket kemenezered all. Evel-se, gwenneg ebet na deu en ti, hag an dispign a gresk bemdez. Buhan, a lammou bras e teu ar baourentez, rak an tad, dibreder pa oa yac’h, a gave d’ezan e vije bet kentoc’h dizec’het ar feunteun eget n’en dije gwelet goullo e yalc’h.
Trifina, abaoe ma ’z eo klanv he zad, ne ra nemet gouela, he diouchod gwechall dam-ruz a zo breman drouglivet. Ar plac’hig triwec’h vloaz a vev dister, an nebeud gwenneien dastumet ganti gwenneg ha gwenneg a zo teuzet, eat int da brena bara ha traou all red evit beva. He zad, gwech a wellae gwech a fallae, met e glenved a oa hir, ha c’hoaz n’oa ket sur e parefe.
— Va Doue ! a zonje Trifina, monet a rafen awalc’h da c’houlenn termen, met buhan e teufor da skuiza o rei d’in an defotachou am eus ezomm anezo. Ah ! ma karfe va zad beza bet piz ha kempenn war e wenneien pa oa o c’hounit, a dra zur ne vije ket bet erruet ar pez a c’hoarvez hirio. Siouaz ! n’eo bet biskoaz nemet eur peul-osteleri, hag an dud o deus gorrennet e arc’hant, a c’hoarz goap d’ezan breman. Mont a ran da werza va benveg bras, va griaderez[1] : an aotrou Lampion en deus he gwarzet d’in, hen marteze he freno diganen !
Edo ar zonjou-ze o trei e spered merc’h an toer, pa glevas houman skei war he dor. Raktal he redas da zigeri, sonjal a rea oa arru pe al louzaouer pe ar beleg da welet he zad. Souezet oa bet o welet diraki Armel Derven, unan eus ar baotred yaouank a rea al lez d’ezi, eur pennad a oa.
— Ac’hanta, Trifina, penaos ema ar bed aman ?
— Dister, Armel ! Va zad a zo kouezet, seiz sizun a zo, diwar eun doen uhel, ha n’ouzon ket penaos n’eo ket marvet o koueza, ar c’heaz tad. Va mamm a zo ken izel hag hen, siouaz !… gouzout a rit… ar c’hrign-beo !
— Edon o labourat e Montroulez, pa lennis an darvoud skrijus digouezet gant ho tad, Trifina geaz, ha raktal m’oun erruet er gear oun deuet.
— Trugarez, Armel ! Gwelet a ran breman ez oc’h eur mignon feal, ho peus evidomp eur gwir garantez. Ho trugarekaat a ran evit va zud klanv.
— Ho karet a ran, Trifina, ho karet a-greiz kalon, daoust ma n’em eus ket bet nemeur diskouezet d’eoc’h ar garantez a vagan evidoc’h e deün va c’halon.
— Va Doue ! Armel, me ho kar ivez dreist ar re all a garan, met hoc’h-unan e welit e pe stad emaoun hirio gant va zud klanv : int da genta ha me goude !
— Kaer meurbed eo ho komzou, Trifina, ha donet a reont dioc’h goueled ho kalon. Met petra e welan-me o lugerni war ho chod ?… Eur veraden daerou ?…
— Diou garantez, Armel, a zo o rendael am c’halon, ar garantez evit va zud hag ar garantez am eus evidoc’h breman p’hoc’h anavezan gwelloc’h ; met, met… siouaz !…
— Ar garantez ho peus evit ho tad, Trifina, a viro ouzoc’h da glask hoc’h eurvad, a viro ouzoc’h da rei ho kalon da garet d’eur gwir vignon !
— Ya, evit breman, Armel !… Divezatoc’h, pa droio an traou en eun tu pe du, va c’halon a vezo d’eoc’h, mar prizit her c’hemer.
Hoc’h anaout a ran, Trifina, abaoe mac’h anavezan tud : savet ha maget oc’h bet en ti tosta d’am hini. Hirio, ya, hirio, mar em eus evidoc’h eur garantez wirion, em eus ivez truez ouzoc’h, truez oc’h ar stad emaoc’h enni. Hini ebet ac’hanoc’h ne labour, gouest da ober n’oc’h ket ; ho tad, dre ma c’houneze, a lonke, ha dre-ze e sonjan e tle beza berr an traou ganeoc’h, hag a-greiz va c’halon e karfen donet d’ho skora hervez va galloud. Ma lavaran d’eoc’h ar c’homzou-ze, Trifina, n’eo ket gant youl d’hoc’h izelaat eo ez eo, met evit klask ho savetei, c’houi hag ho tud. N’emaoun ket dre arc’hant o klask chadenna ho kalon oc’h va hini ; met pegwir am c’harit evel m’ho karan, Trifina, va lezit da lavaret d’eoc’h e ran gwella ma c’hallan evit ma vezimp ar c’henta ’r gwella unanet.
— Ne gomprenan ket mad ho komzou, Armel.
— Dre garantez evit ho tud e karfec’h prederia outo gwelloc’h c’hoaz, met, siouaz ! re baour oc’h evit se, rak al louzaouerien a zo ker, ha…
— Ar pez a livirit a zo re wir, Armel, hag anzav a ran ouzoc’h ez eo treut va yalc’h, kouls lavaret goullo. Klasket em eus pell hag hir kuzat va dienez, ha, siouaz ! pa oac’h bremaik o skei war va dor, edon o sonjal gwerza va griaderez, evit herzel c’hoaz eur pennad ouz an dienez, ouz an naoun zoken, Armel.
— Va c’halon a venn frailha o klevout ho komzou, Trifina. Me a zo bet betek-hen evurusoc’h egetoc’h war hent ar vuhez-man, hag, evit trouc’ha berr, e livirin d’eoc’h em eus hirio war va hano anter-kant mil liur, deuet dre an hent mad. Evel-se e welit e c’hallan hep paper na sinatur ebet, roi d’eoc’h peadra da brederia ouz ho tud, hervez ma lavaro d’eoc’h al louzaouerien. Divezatoc’h, pa vezo eat an traou en eun tu pe du, evel a lavarec’h bremaik, mar kirit, neuze hon diou galon a vezo unanet er garantez virvidik a vagomp an eil evit egile.
— Va Doue, pebez burzud evurus ! Penaos ho trugarekain, Armel, evit ho madelez ?… Penaos, c’houi pinvidik, e teuit da c’houlenn dourn eur baourez eveldon ?…
— Dourn eur baourez kalonek eveldoc’h, Trifina, a dalv muioc’h eget aour. Laouen hag evurus e vezin o kemer an dourn-ze, rak rouez int breman ar vugale a zo eveldoc’h !
Loeiz Ar Floc’h.
- ↑ Machine à coudre.