Merc’h ar Barz
Dourn Doue a skoe war Breiz-Izel.
O c’houzout pegement a zizunvaniez a yoa etre bugale vihan Nomenoë ha Riwallon, an Normaned a ziredas a-nevez da wasta hor bro baour.
Lan-ar-Meur n’edo mui evit stourm. Sturiou ar vro a yoa kouezet etre daouarn prinsed tamm ebet e tu d’he miret oc’h he enebourien.
Ar re n’o deus ket a nerz a-walc’h evit gouarn a gred, re alies, siouaz ! dont a benn eus o zaoliou dre grisder, hag el leac’h ma vije ezom hepken da veza nerzus ec’h eskinont hag e tarc’hoont taoliou disleal. Dre o c’homzou kasaüs, o oberou yud, an tri brins a gomzomp anezo a yoa deuet a benn da lakaat tec’het diouz o bro tuchentilou hag a viche bet eur skor vat evito eneb an dud gouez. Ha setu penaos e teuas an Normaned da gemeret an Naoned ha da gelc’ha Guerand, goude beza heuliet hep tamm diezamant ebet ster al « Loire » en he hed.
Eno e kavchont da stourm, en enep d’ar pez o doa sonjet. Hon skrivagnerien goz a lavar : « Sant Albin eo paëron Guerand ; gwelet eo bet war mogeriou kear, gwisket evel eur brezelekaēr ; stourm area e penn ar re gelc’het hag e promete d’ezo an treac’h. » [1]
Guerandiz a gred start hizio c’hoaz ez int dleourien da zant
Albin eus gounid o zud koz.
Daoust m’oant bet trec’het e Guerand, an Normaned ne oe ket darbet d’ezo mont dioc’htu eus Breiz.
Eun dijentil yaouank, Juhaël-Béranger, mab da gont Roazon, mantret e galon o welet ar reuziou a stleje an dud gouez-se dre-oll, a douas kas betek an diveza anezo eus ar vro.
E nerz-kalon a jachas davetan eun niver bras a genvroiz, hag an eur-vad o devoe da drec’hi eun darn eus an enebourien griz.
Ar re a jome, siouaz ! a yoa c’hoaz kalz re niverus, hag a c’helle kas hor Breiz-Izel gez d’an traon.
Hogen, Doue a yoa o vont da zigas d’ezi eur zalver.
Daoust pegen dinerzet oa klemmou hor bro baour, daoust pegen izel bennak oa kouezet dindan beac’h he reuziou, betek ma n’helle mui nemet sevel he zellou nec’het etrezek an nenv evit goulen skoazel Doue, ar c’hlemmou ze a oe klevet gant unan eus ho bugale.
E lez roue Bro-Zaoz ez oa d’ar poent-se eur paotr yaouank a drioueac’h pe naontek vloaz meurbet karet gant Adelskand.
N’oa ket Saoz koulskoude. E dad, Mathued Porhoët, a dec’he dirag an Normaned pa oe kinniget d’ezan eur goudor war an douar estren. Eno e save e vab Lan o sonjal e c’hellje eun deiz marteze rei dourn d’ar Vretoned, e vreudeur.
Al Lan yaouank-ma a yoa mab bihan da Lan-ar-Meur. Ar pez a vezo lennet pelloc’h a ziskouezo pegement e tlie, evel e dad koz, beza enor e vro, e ouenn hag e hano.
Ober a reas eur c’halvaden d’an holl Vretoned eveltan en harlu war douar Bro-Zaoz ; ar re ma a ziredas dioc’ntu d’en em lakaat dindan banniel ar prins yaouank.
Daoust n’en doa ket nemeur a fizians da welet anezo o tont a-benn eus o zaol Adelskand a roas d’ezo eun toullad listri, fardet gantan e unan evito.
Ha setu ar Vretoned en hent warzu o bro.
Lan a Vreiz e-unan eo a zo e penn al lestr kenta. En e zav ema e-touez e dud, dare da denna e dok da aochou e vro kerkent ha ma o gwelo.
Mes, setu en eun taol an avel o krenvaat ; an nenv a deu da
veza goloet a goummoul, hag e klever ar mor o krozal. Daoust ha
mont a raint da goll pa’z int erru ken tost d’ar gear ?
Eur plac’h yaouank a deu gant tiz eus eur c’horn tro : n’eus ken nemet eun neuden aour o skoulma he bleo flour war he fenn, hag ez eont a vouchadou kaset ha digaset gant an avel eus eur skoaz d’eben. Dougen a ra eur zaë c’hloan ha n’eus braoig ebet outi. Daoust hag ezom he deus ar wir gened eus ar ficherezou-ze evit plijout ?
Eun dudi oa gwelet ar plac’h yaouank.
— « Odila ! Odila ! a leverjod, merc’h ar barz eo ! » A-veac’h ma kemer ar verc’h yaouank amzer a-walc’h da ober eur zell war eur paour kez koz gwenn e vleo, hag ez a war-eün da gaout Lan.
— « Prins ar Vretoned ! emezi gant eur vouez ken dijipot ha pa vije o koms a berz Doue, hag he dourn astennet ganti war an tarsiou ; ema da dud ha da listri o vont da goll, hag e chomez aze mut. Perak ne c’halvez ket d’az sikour an Hini a zo han vet Stereden ar mor ! »
— « Ya, eme Lan, Rouanez an Nenv ! Bennoz Doue d’it, Odila, da veza digaset sonj d’in ez oun kristen ! »
Lan a Vreiz a gouez d’an daoulin, hag e holl Vretoned a ra eveltan. Sevel a reas e vouez da bedi kalounek Itron-Varia-Wir-Zikour.
O burzud ! kerkent ar mor a dav hag a deu da veza kompez, an avel a gouez : Mari he deus saveteat he Bretoned !
Ha setu an heol o para e leac’h ar c’houmoul du, ar pennou ken tenval bremaïk deuet da veza laouen ; ar c’halonou dare da fallaat a zo kennerzet oll, hag e weler ar vrezelourien oc’h en em vriata. Emaint o vont da welet adarre o bro !
Hag ar prins a hopas :
— « Odila ! Odila ! e peleac’h emaout ’ta ? »
Odila a yoa etre divreac’h he zad a lenve gant al levenez, ar paour kez barz ! rak, hep mar, da zonj vad Odila eo dleourien an dremenidi eus o zilvidigez ; ha setu m’ema, hen, paour kez koz, o vont da welet e goajou, e lanneier, e aochou muia karet. Koz eo, ar barz. Hoëlig, koz bras ; c’hoant en deus koulskoude e tregernfe c’hoaz Bro-Arvor gant e ganaouennou nerzus, e re ziveza.
– « Kanit d’eomp ’ta, Hoëlig, eur werz eus Breiz-Izel ! » a lavaras Lan oc’h harpa e vreac’h war skoaz koulz ha pa vije bet eur mignon d’ezan.
Hoëlig a vousc’hoarzas hag a reas eur zell korn ouz e verc’h. Houma a glevas hag a yeas a-gostez eur pennadig. Dizrei a reas prestik goude gant eun delen.
N’eo mui skanv bizied ar barz ; e vouez avat a zo c’hoaz nerzus. Endra ma kan he zad, Odila a c’hoari gant telen he zud koz. Hoëlig a gan, a gan pell amzer troiou kaer Arzur ha re ar Barz Morvan, ken brudet o daou e touez ar Vretoned.
Ar prins Lan a zo azezet war eur c’hroc’hen leon e harz treid ar barz, hag ar Vretoned a ra ar c’helc’h. Selaou a reont gant dudi ar c’han-ze a goms d’ezo a galon, nerz ha vailhantiz. Dont a ra daelou e daoulagad an holl. Lan e-unan a zo tenereet e galon.
— « An douar ! An douar ! » eme unan bennak.
Ar barz koz a dav ; Odila a lez he zelen, ha Lan a zao en e zav, e galon e virvi.
— « An douar ! emezan ive. Setu Breiz Izel ! D’an daoulin, va zud vat, da drugarekaat Mari eur wech c’hoaz ! » Hag ar Vretoned a oe mall ganto senti ouz an urz-se. E kichen Dol eo e touaras ar Vretoned harluet, hep diezamant-all ebet.
Evel holl geariou Breiz-Izel, Dol a yoa dan Normaned ; hogen, ne gaved ket eno an dristidigez a dlie Lan kaout war e hent dre ma ’z ache.
Roue ar Franz, evel aouezer, en doa roet douarou Dol da Rollon ; hema a ingalas e genvroīz dre ar vro-ze. Tremen a reant o amzer o c’hoari, o tibri hag oc’h eva gwella ma c’hellent, hep m’o devije an disterra anaoudegez eus ar barr-arne a yoa o vont da darza warno.
— « Breiz ! Breiz ! » en doa lavaret Lan o lakaat e dreid war douar ar vro garet ; « Breiz ! » emezan adarre o vont e kear Dol, hag an dud kez harluet, ganet eno meur a hini anezo, a lavare ive da heul o mestr ker : « Breiz ! Breiz ! »
Evel hon deus lavaret, an Normaned n’edont ket war c’hed a gement-se. Edont gant o flijadur pa glevchont youc’hadennou ar Vretoned, hag e oent lakeat nec’het. Dont a rejont hep urz ebet d’en em deuler etre divreac’h o enebourien.
Neuze avat e oe eur c’hrogad, eur c’hemmesk, e leac’h ma redas ar gwad. Ar Vretoned koulskoude o devoe an treac’h, hag an Normaned a c’hellas difenn o buez a oe mall ganto tec’het.
Treac’het ganto o enebourien, ar Vretoned a zistroaz d’o bagou.
Hogen, ar re a yoa da dosta da Lan a welas e benn kel laouen eur pennad diaraok o tont enn eun taol da denvallaat, evel an heol skedus deuet da veza goloet gant eur goumoulen. Daoust ha ker prim-ze oa nijet al levenez en doa bet o kaout ar gounid ?
Lan a dro war-zu e dud hag a lavar d’ezo :
— « E peleac’h ema Odila ?… E peleac’h ema Hoëlig ?… Daoust ha n’int ket chomet e Dol, glazet marteze, dare da vervel ? Ha ne welit-hu ket a dreuz linen nou ar zoudarded telen Odila ha bleo hir ar barz? Ha n’o gwelit-huket e-touez hon tud pistiget ? »
— « Odila ! Hoëlig ! eme ar vrezelourien, war eun dro, e peleac’h vefent chomet ? »
Hag ez oant mantret. Kement oa karet ar barz hag e verc’h m’o divije kredet ar Vretoned paea gwall-ger o gounid kenta, i kollet.
Lan e-unan a grede kennent-se ; lavaret a reas ennan e-unan :
— « Ne deuimp ket a-benn hepdo ! »
Sevel a reas e benn da lavaret uhelloc’h o vousc’hoarzin :
— « Skor bresk koulskoude ! »
— « Skor bresk ? eme eur Breizad, evel o rebech d’ezan e gomz. Kanaouennou Hoëlig a vag ennomp an tan santel, hag ar gwel hepken eus Odila a zo evidomp eun nerz nevez. »
Lan a droas e zaoulagad war-zu an hini en doa komzet hag a zeblantas fellout lenn betek e goueled kalon an den ze. Ar zoudard ive a gendalc’has da zellet outan. Lan a astennas d’ezan e zourn.
— « Distroomp da Dol, Eummaël, emezan, hag o digasimp ganeomp. »
Roi a eure e ursiou d’an eil vistri evit ambarki ar zoudarded, hag ez eas gant Eummaël da gear Dol dre an hent o doa great nebeut amzer diaraok.
Digouezet e kear ez ejont dre veur a stread hep kaout kristen ebet war o hent. Kaout a-walc’h a reant, ama hag a-hont, eun Norman bennak astennet, gant dilhad mastaret a wad hag a bri, ha kement-se a rea heuz d’an daou veachour.
Lan a Vreiz a grog e breac’h e genbeachour hag a ra d’ezan chom a-zav :
— « Daoust, emezan, ha n’eo ket mouez Hoëlig eo a glevan ?… Selaou !… »
Hag i da zelaou ; mes ne glevont grig ebet.
— « Faziet oc’h a dra-zur, aotrou ! » a lavaras Eummaël.
Hep respont, Lan a gendalc’has gant e hent, hogen ennan e-unan eun dra bennak a lavare n’oa ket faziet.
Eur pennad goude e weljont evel eur skeud o tremen difre ebiou d’ezo.
— « Odila eo !… Mar fazie va diskouarn bremaik, evit brema va daoulagad ne faziont ket. Hi eo. Ya, Odila eo… Odila ! Odila ! »
— « Odila ! » eme ive Eummaël, ha gant kement a nerz ma ’z
oa peadra da lakaat Dol a-bez da dregerni gant an hekleo.
— « Lan a Vreiz ! » a lavaras kerkent eur vouez laouen.
— « Anavezet he deus ac’hanon ive, a lavaras Lan o trei war-zu e gamalad, ha koulskoude n’em eusket hopet eveldout ! »
Hema en em gavas dies.
Odila a gouezas d’an daoulin e-harz treid mestr ar Vretoned.
— « A ! Aotrou ! emezi, dizro oc’h ? »
— « A dra zur, Odila : ha penaos em bije-me gellet, hep beza digalon, dilezel an hini a dremen evit beza hor Providans d’eomp holl ? Penaos em bije-me gellet dilezel ho tad koz ? N’omp ket evit tremen, hep kanaouennou Hoëlig ; n’omp ket evit beza hepdout, hep da vousc’hoarzou ha da aliou. Petra zo bet abeg d’it da jom ama war hon lerc’h, Odila ? Daoust ha fellout a ra d’it trei kein d’eomp ? »
— « Aotrou, emezi gant nerz, penaos e c’hellit lavaret an dra-ze ? »
— « Dies am eus kavet sur, Odila ! »
— « Lan a Vreiz, eme ar plac’h yaouank gant eur vouez hag a dreuzas e galon, kaset hoc’h eus ganeoc’h ar re vac’hagnet, ha mat hoc’h eus great, rak eun dever oa evidoc’h ; mes ouspenn a yoa da ober ; hag eno ho servicherien o deus great evidoc’h ! »
Lan a Vreiz eun tammig mezek a zellas outi hep lavaret ger. Ne zeblanteket beza klevet mat a-walc’h rebech ar plac’h yaouank. Houma a lavaras adarre :
— « Ha ne dliemp-ni ket sebelia ar re varo ? »
— « Gwir eo, eme Lan goustat ; savet oa keuz gantan da veza kavet abeg er plac’h vat. Gwir eo ! »
Lakaat a eure dourn ar plac’h yaouank en e hini d’hen starda gant nerz.
— « Odila ger, bennoz Doue d’it. Ha n’eo ket gwir, Eummaël, ez eo Odila eun eil Brovidans evidomp ? »
Eummaël a yoa chomet sioul en distro, tenval e benn, nec’het e spered ; Odila n’he doa ket c’hoaz great eur zell outan.
— « Muioc’h e kar ar prins, emezan outan e-unan, ar pennig skanv zo anezi ! »
N’anaie ket Odila. Eviti brezelourien Breiz a yoa holl breudeur er boan hag en harlu, breudeur hag a garie gant eun hevelep karantez. Eviti, Lan oa roue Breiz an amzer da zont ha muioc’h c’hoaz salver he bro.
Ar plac’h yaouanka gasas Lan hag Eummaël da gaout he zad.
— « Va zad, emezi, setu Lan a Vreiz dizroet d’hor c’hlask. »
Hoëlig a yoa azezet war eur bern atrejou, telen Odila gantan etre e dreid.
Eul lanneg vras a yoa dirazan ; hag e selle dalc’hmad etrezek eno, daelou o tiredek eus e zaoulagad. Tri pe bevar den a yoa er park-se, eur manac’h unan anezo, eas oa da anaout dioc’h e wiskamant.
— « Yann Landevenneg neo ket maro ! a lavaras Lan laouen bras. Ne gredi ket ac’hanon, Hoëlig, barz koz enoret, ma lavaran d’it em eus gouelet evel eur bugel, me an dispont, ar c’hrenv, an didrec’hus, evel a leverez, o kredi edo hon abad kez astennet maro aze e-touez ar gouezidi-ze. »
— « Eo da, Lan, kredi a ran ac’hanout, rak me ive am eus gouelet, ha gouela ran c’hoaz end-eůn, pa zellan ouz ar park paour-ze e leac’h ma kousko hor breudeur betek an deiz ma teuio korn boud an elez d’o dihuna evit ar varnedigez vras. »
Hag ar barz a blegas adarre e benn evit kuzat an daelou a zirede puilhoc’h a hed e zivoc’h dislivet.
E keit-se Odila a yoa eat betek ar manac’h hag ar zoudarded. Ar re-ma a yoa o vezia ar re varo, hag Odila daoulinet dirak an toull bras a bede a vouez uhel evit he c’henvroïz eat da Anaon.
— « Pedit a-unan gant ho merc’h, a lavaras unan bennak a-drenv kein Odila. Eummaël ha Lan a Vreiz a ya da roi dourn da vezia o breudeur. »
Hoëlig a zaoulinas e kichenik e verc’h. Lan hag Eummaël a yeas ebiou d’ezo.
— « C’houi dre ama, aotrou ! » a lavaras abad Landevenneg.
— « D’in-me oa kentoc’h d’ober d’eoc’h ar goulen-ze, abad paour, me grede d’in oac’h maro ive ! »
Stoui a reas a-zioc’h ar foz, hag e c’houlennas :
— « Daoust ha kalz a zo anezo ? »
— « Nan, a drugare Doue : ezom hoc’h eus, aotrou, eus ho Pretoned kalonek. »
Lan a huanadas : « Va Bretoned kez, emezan, daoust ha red e vezo d’in lezel kalz anezo a-hed an hent dre ma ’z in ? »
— « Arabat eo d’eoc’h falgaloni, Lan a Vreiz, a lavaras kerkent abad Landevenneg ; ar re a varv evit o bro a vez atao digemeret mat gant Doue ! »
Ha pa oe sebeliet an holl Vretonet varo, e oe sanket war c’horre an douar eur groaz great gant skourrou gwez. Ar manac’h a lavaras ar pedennou diveza, ha pep-hini en em dennas ac’hano.
Noz oa pa en em gavas an dud gant o listri.
N’oad ket dienkrez gant Lan hag Eummaël. Ne dalv ket d’in esa roi d’eoc’h da glevet pebez levenez a oe e-touez ar re harluet pa weljont ar prins hag ar barz o tizrei yac’h ha dibistik, kelc’het gant Odila, Eummaël hag abad Landevenneg.
N’oa ket bet muioc’h a levenez goude kemeret Dol.
— « Doue ra ’z pennigo, Lann a Vreiz ! eme ar zoudarded war eun dro, endra ma teuent da ober kelc’h en dro d’o frins. Bez atao hor mestr ; bepred e trec’himp o vale war da roudou ! »
O kuitaat bro Dol, Lan a yeas war zu Sant-Brieg. An Normaned a dec’he dirak ar Vretoned ; ar re a jomas, n’oa ket nemeur anezo, — a oe flastret holl.
Lan a yoa treac’h evit an eil gwech !
Araok mont larkoc’h e fellas d’ezan roi eun tamm diskuiz d’e dud ; setu perak e roas urz da jom a zav er gear edont o paouez kemeret.
El leac’h-se end-eün eo o doa stourmet. Lenn a read an nerz hag al levenez war dal ar prins ; e zilhad a yoa saotret gant ar gwad hag ar boultren hag a embanne uhel n’edo ket dibreder na dilabour e kichen e zoudarded : e zourn a gase dalc’h-mad da ward e gleze. Ar Vretoned a zelle outan gant plijadur hag a eve kouls lavaret e gomzou, evel pa vijent o selaou anezo evit ar wech diveza.
P’an doa ehanet da goms e teujont holl d’en em deuler e harz e dreid.
— « Hor mestr oas, emezo, te hag az peus digaset ac’hanomp adarre d’hor bro garet, te hag ac’h eus pellaet ar re a veve gant hon danvez, en hon ziez-soul. Bez eta hon Roue ! Ne jom mui nemedout eus gouenn Lan-ar-Meur, hor mestr galloudus. Lan, hor mestr, ra vezi hon Roue ! Toui a reomp d’it karantez ha stagedigez betek mervel. »
Lan a dostaas ouz ar re a yoa en e gichen hag a reas d’ezo sevel. D’ar re all a yoa larkoc’h e roas ar memes urz gant e zourn ; hag e komzas evel-hen :
— « Evel-se ’ta, Bretoned ker, atao feal, ec’h anzavit anaout ac’hanon evit ho roue, me Lan, mab Mathued Porc’hoëd hag Huelina a Vreiz ! »
Goloet e oe e vouez gant re ar Vretoned a roe d’ezan mil meuleudi hag a youc’he a levenez.
— « Mat, eme Lan. d’am zro me a dou beza mat evidoc’h, me a dou e tifennin ac’hanoc’h. Mar ne deuan ket a benn da lakaat an Normaned e-meaz ar vro e rentin d’eoc’h en-dro ar gurunen a roit d’in hizio, hag e root anezi da unan bennak-all gouestoc’h egedon. »
« Hag e peleac’h e kavfemp-ni hennez ? » a lavaras eur vouez lent a-drenv kein Lan.
— « Te eo, Odila ? Deus ’ta, te ive, da gemeret perz em eūrusted ! Kemer da delen ha galv da dad ! »
— « Emaon ama », a lavaras ar barz koz o sevel e benn uz da hini e verc’h.
— « Lan, va mestr madelezus, emezan, Hoëlig, da zervicher, en deus savet d’it eur werz nevez. Daoust ha plijout a rafe d’it he c’hlevet ama ? Ne lavaran ket ne vo ket an hini ziveza a deuio eus va spered erru warnan ten valijen ar gozni ! »
— « Ya, plijout a raio d’in. Krog ganti eta. Selaou a ran ac’hanout. »
Odila a zresas kerden he zelen. Mouez flour Hoëlig yaouankaet a zavas da gana, da veuli vertuziou ha taoliou kaer ar roue nevez.
Ar vrezelourien a c’helle pellaat evit o flijadur ; hogen, hini ebet ne loc’he. Ne zantent mui o skuisder o klevet eur ganaouen vrezonek war douar Breiz, evit ar wech genta abaoue ma ’z oant eat d’an harlu. A veac’h m’en doa ar barz kanet ar poz diveza, a veac’h he doa an delen kaset he diveza huanadennou d’an hekleo ma oe klevet adarre ar Vretoned oc’h huchal a bouez penn :
— « Buez hir d’hor Mestr galloudus ! Buez hir da Hoëlig ar C’hloareg, a oar kana ker kaer e yez an Arvor oberou kalonek hor prinsed muia karet ! »
Savet e oe en deiz war-lerc’h eun delten war dachen ar brezel, hag e kreiz an delten eur gador da Lan ; hag e teuas an duchentilou, ar vrezelourien, tud ar bobl hervez ar c’hustum miret e Breiz, da ginnig o doujans, da doui sentidigez ha fealded d’ar roue nevez. Ne roent ket dezan an hano kont pe duk bet douget gant Lan-ar-Meur ha prinsed Breiz-Izel ; adsevel a reant evitan rouantelez Breiz ; hag an dra-ze a zigase sonj eus ar mare koz ma ’z oa Breiz digabestr.
Ar Vretoned ne jomchont ket pell e Sant-Brieg ; c’hoant o doa da vrouda an dud kriz betek en o zoullou krenva.
Ar c’helou eus distro Lan hag e Vretoned a yoa eat buan dre Vreiz-Izel ; dont a reas bandennadou soudarded, tuchentilou, gwizien, a bep tu, da glask goudor dindan banniel ar prins ha da ginnig sikour d’ezan.
Lan a glevas o doa c’hoant an Normaned d’en em zastum ha
d’en em gloza en Naoned da c’hedal ma teuje skoazel vat d’ezo eus
o bro.
— « Ar skoazel ze a deuio re zivezat, eme Lan pa oe digaset d’ezan ar c’helou. Kerzomp dan Naoned. Ne zaleo ket da veza d’eomp. »
Ha setu int en hent adarre. O nerz-kalon ne vennas morse mankout d’ezo ; morse an disterra klemmaden ne darzas war o muzellou. Ar gounid a veze ouz o heul, gwir eo, mes nag a skuisder ive ! Nag a ziouer a galz traou !
Ha neuze, pa vezent feaz, elez an Ao. Doue a yea hag a deue en o zouez. Pan deveze Lan hag abad Landevenneg komzet pep hini en e zoare, unan eus enor ar re a vije treac’h, egile eus eürusted ar baradoz a vije lod ar re a gouez war an dachen, pan deveze Hoëlig hag e verc’h great eur bale en o zouez, ar re zinerz a zante eur vuez nevez o sevel enno, ar re feaz a rea eun tamm chach d’o c’halon. hag holl adarre a felle d’ezo bale ha treac’hi. Piou eta en doa savet e vouez evit lavaret ehana ar brezel ? Eun trubard oa hennez, eun digalon ! Dizale, ya, dizale an Normaned a dec’hche dirazo, ha birviken mui n’o gweljed o tizrei…
Lan en doa aon ne deuje Odila hag he zad da vankout en hent treac’het gant ar skuisder, ha setu perak e kinnigas d’ezo o lezel en eun tiegez breizad, dizroet an dud ennan pa oa eat an Normaned gant o hent. Odila avat ne fellas ket d’ezi klevet hano eus traou evel-se.
— « Va zad, emezi, en deus touet heulia ar Vretoned betek penn, ha me a yelo gant va zad e kement leac’h ma’z ay. En han’ Doue, lezit ac’hanomp da vont ganeoc’h. »
— « O ! a greiz kalon, Odila ! N’eus ket, m’hen tou ! unan eus va zoudarded ha n’en divije keuz d’eoc’h ho taou, ha n’eo ket hep anken em bije dilezet ac’hanout abarz digouezout e penn hor beaj, el leac’h ma vezimp dizale, sur oun. »
— « Perak eta dont da goms d’in a zisparti ? »
— « Abalamour, Odila, e lakaan da genta ha dreist pep tra eürusted ar re a garan… »
— « Daoust ha gellout a rafen beza eürus pell diouzoc’h ha dioc’h va breudeur ? »
— « Plac’h gez, da vuez da vihana ne vije ket kement e riskl evel m’ema brema. Daoust ha n’ec’h eusket digemeret eun dervez eun taol hag a yoa skoet evidon me ? Da nerz-kalon a zinerzas breac’h va enebour a oe mall gantan tec’het. Dleour oun d’it eus va buez. Ya, Odila, ha n’hen ankounac’hain biken ! »
Hag ar brezelour yaouank a reas eur zell tener war merc’h ar barz. Odila a rusias hag a blegas he fenn.
— « Dever pep Breizad, emezi, eo lakaat e vuez e riskl pa ’z
eo red evit savetei hini e brins. »
Sevel a reas he fenn da lavaret :
— « Livirit d’in, Aotrou meurbed madelezus, n’hor lezot ket war ho lerc’h ? »
— « Nan, Odila, p’eo gwir e rafe ze kement a boan d’it. Ha neuze, sell, eun dra bennak a lavar d’in hon devezo ezom ac’hanout en hon touez. »
Digouezet oa ar Vretoned tostik dan Naoned : edont oc’h ober eun ehan e foenneier Nian.
An Normaned a zirollas da c’hoarzin gwap pa weljont an arme vihan o tostaat da lakaat seziz war ar gear ez oant lojet ker brao enni.
Ar Vretoned a yoa holl war varc’h. Kement se a vije bet mat sur evit eur c’hrogad war ar plean ; evit ober eur seziz avat ne dalveze ket nemeur. Dizale e oe red d’ezo pellaat eun tammig, dont war o chiz, « evit tenna o halan, » a lavar ar paperou koz.
An dra-ma a yoa e kreiz an hanv, pa ’z oa ar muia gor gant an amzer ; ar paour kez Bretoned a varve gant ar zec’hed.
Chom a rejont a-zav oc’h kostez eur grec’hen tost da gear. Lan, ker kalonek betek neuze, a zantas e nerz-kalon o vankout d’ezan ; fallgaloni a rea. Ar c’houezen a zivere eus e dal, hag eur zec’hed vras a rea d’ezan dizec’ha war e dreid. Setu hen o koueza d’an douar, skuis maro, dare da dremen.
— « Dre druez ! emezan, eul lommig dour ! »
— « Eul lommig dour ! eul lommig dour ! » a lavare ive pep hini eus ar zoudarded d’e dro ; ha den ne c’helle roi d’e nesa ar pez n’en doa ket d’ezan e-unan… « Kentoc’h gouzanv dek gwech an naon eget ar zec’hed !… Mervel gant ar zec’hed pa ’z omp ken tost d’an treac’h diveza !… Mervel, pa vijemp saveteet gant eul lommig dour ! »
Ar c’homzou ze a yea eün betek kalon Lan ; en eur mare-all o divije great d’ezan sevel en eul lamm en e zav, ha koulskoude ne reas van ebet, ken nebeut ha pa n’en divije klevet netra. Chom a rea eno astennet war an douar, hag e tenne dalc’h-mat huanadennou truezus.
Odila a lezas eur pennadig he zad evit dont da gaout Lan.
— « Odila ! » emezan ken izel ma’z oa poan e glevet. Ar
plac’h yaouank a zizavas d’ezan e benn er gwel d’hen diboania
eun tamm bennak.
— « Sec’hed am eus, Odila ! Mervel a ran gant ar zec’hed ! Dre druez, Odila, eur bannac’hig dour ! eul lommig dour hepken ! »
— « N’hellan ket siouaz ! roi d’eoc’h ho koulen, a lavaras Odila mantret. Mes, en han Doue, va frins, n’en em lezit ket da vont da fall evel-se ; kemerit kalon. Gellout a reomp c’hoaz kaout an treac’h. Abalamour m’ho kwelont o fallgaloni ho soudarded a ra eveldoc’h ; n’hoc’h eus ken da ober nemet sevel hag e savint ive. »
— « N’ouzout ket, Odila, pegement a boan am eus me !… C’hoaz ma vijen va-unan o c’houzanv ! Mes te… ha va zoudarded !… A ! perak n’oun me ket chomet e Bro-Zaoz ?… »
— « Arabat eo d’eoc’h lavaret traou evel se, Lan a Vreiz, eme Odila gant eur vouez dous mes rebechus evelato ; ober a rit dismegans da Zoue o tiskouez difizians. Galvit-hen kentoc’h d’ho skoazia pa ho peus kement ezom anezan. Pedit Mari, skoazel ar gristenien. Daoust ha n’he deus ket bet truez ouzoc’h war ar mor ? Ankounac’haet ho peus ar veaj hon deus great eus Londrez da Dol ? »
Lan a rea gwella ma c’helle evit en em gennerzi o klevet komzou Odila. Klask a reas sevel, hogen, ken dinerzet oa, ken dizec’het, ma oe red d’ar plac’h yaouank roi harp d’ezan.
— « Mezus eo evidomp, Odila, ni gwazed, beza treac’het gant eur vaouez ! »
— « Deoc’h hu eo roet nerz ar c’horf, d’eomp ni an nerz-kalon, emezi. An hini kenta a ya buan da netra pa deu da steki ouz an dienez pe ar boan ; an eil avat a zalc’h penn da bep tra, ne varv nemet da heul an elfen a han vomp ar Feiz. »
— « Koms d’in c’hoaz en doare-ze, Odila, ema va nerz-kalon o tizrei. A ! ma teufe brema eul lommig dour da zistana va zeod ha va gouzoug e rafemp o stal d’an Normaned-se, Odila ; ya, an Naoned a vije d’eomp a-raok kuz-heol ember. »
— « War ho taoulin, Lan a Vreiz, ha pedit ganen ! »
Lan a reas eun dastum eus ar pez a nerz a jome gantan, hag a hopas :
— « D’an daoulin, holl ! »
Odila a lavaras c’hoaz :
– « Goulennomp evit an eil gwech skoazel an Itron Varia, Rouanez c’halloudus an Nenv. N’eus nemeti a gement a c’hellfe hon tenna eus ar stad reuzeudik-ma. »
Odila a zavas buan eur beden c’houek da Vari. He lavaret a
reas meur a wech. Da genta n’oa nemeti o pedi, mes a nebeudou
e teuas he mouez da veza goloet gant re ar Vretoned, dre ma
kreske o feiz hag o fizians.
Edont gant o feden pa oe klevet eur youc’haden laouen.
Eur vammen zour a yoa diwanet etre Lan hag Odila ; an dour ze, sklear evel dour roc’h, a lintre dindan bannou an heol hag a zirede hed-a-hed ar grec’hen[2].
Ar Vretoned a ziląmmas da eva eus an dour burzudus-se.
Mes Lan kavet gantan e nerz hag e c’halloud a harzas anezo gant eur zin eus e zourn.
— « An hini, emezan, he deus dre he feiz beo saveteet ac’hanomp a evo da genta ! »
Lan a gemeras dour en e dok soudard hag a ginnigas da eva d’ar plac’h yaouank.
Odila a gemeras an dour, mes ne evas ket ; kas a reas anezan dioc’htu d’he zad.
Ar paour kez koz a zelle ouz an nenv hag a c’hede gant fizians ma teuje Doue da derri ar boan a rea d’ezan e zec’hed.
— « Doue en deus bet truez ouzomp, va zad, emezi ; evit ! » Hoëlig a grogas er skudel (giz nevez) hag a evas e walc’h. Odila a evas d’he zro hag a deuas goude da zigas e dok da Lan.
N’en doa ket evet c’hoaz ; gedal a rea ken n’o divije evet e holl zoudarded a-raok tostaat ouz ar feunteun a reant an dro d’ezi. N’eo ket sec’hed a vanke d’ezan koulskoude.
— Brema e c’hellomp lavaret eo great gant an Normaned ! » a lavaras mestr ar Vretoned o lakaat e dok war e benn.
Hag e reas war zu ar gear vras eur zell leun a hardiziegez hag a fizians.
Kemeret eo, kemeret eo kear goz ar Vretoned !
N’o deus ket gellet en dro-ma an Normaned herzel ouz ar Vreiziz : kilet o deus d’o zro ; mont a reont difrea ma c’hellont da gaout o bagou chomet war ar ster ; ar Vretoned avat a red war o lerc’h gant o c’hlezeier noaz savet da skei. Mall eo gant an dud kriz sevel en o bagou, taget ma’z int dre bep tu… Hag ez eont ac’hano. Pell a vezo abarz ma tizroint.
An dra-ma a yoa er bloaz 938.
Chomet mestr war an dachen, Lan a c’hoantaas mont e kear
da drugarekaat Doue evit ar gounid kaer en doa roet d’ezan.
Lan a yea da genta. Ober a reas eul lamm en a drenv, mantret o welet ar gearze ker pinvidik, ken kaer gwechall ; sonj en doa da veza bet en Naoned pa ’z oa krennard. Ne dalie ketar boan klask an ilizou, ne weled dre-oll nemet berniou atred. Ar re anezo a yoa c’hoaz en o zav a yoa duet gant moged an tan-gwall ha frailhed o mogeriou, lakeat en hevelep stad ma n’helle mui Naoniz o unan o anaout.
Kement a vuez a yoa er gear-ze gwechall ! Brema grig ebet dre ar ruiou ! kristen ebet ken dre eno ! Dilezet eo ar gouelec’h gant an holl. Aryeot a zav dre wask ar vein, an drez a ra garz oc’h ar mogeriou ; ama hag a-hont e weler c’hoaz eun tamm moged o sevel eus eur siminal da lavaret ez eus c’hoaz eun den beo bennak ankounac’heat eno.
Mes nan, an dud-ma n’int eus an Naoned, rak holl kouls lavaret int bet lazet gant an Normaned ; nebeut zo a gement o defe gellet tec’het da glaskeur goudor en eur vro estren.
Hag an holl reuziou all a zo nebeut a dra e kichen ar re a gaver e ti an Aotrou Doue.
N’oa mui hent ebet da vont da iliz-veur Sant-Per.
Gant e gleze rus c’hoaz gant goad an dud gouez, Lan a droc’he an drez hag ar spern dre ma’z ea evit ober hent d’ar Vretoned a deue war e lerc’h.[3]
Ha ne welit-bu ket du-ze an iliz kaër dispar savet gant sant Félix er vid kan ved ? Ha ne welit-hu ket an iliz-se kaëroc’h ha pinvidikoc’h eget holl ilizou Breiz ha Bro-C’hall a bez ?
Ha c’hoaz, eus pell he deus eun doare bennak, mes a dost, pebeus dismantr !
Ama ive e kaver roudou an houarn hag an tan. Bep eur mare e klever eur mean, eur post-mean, eun treust, o koueza. Neus mui dor dal ebet, hag eus ar meaz e weler betek gorre an iliz saotret.
An tabernakl santel hag an aoter a zo d’an douar, e kichen skeudennou ar zent hag an elez faoutet gant benviou dizakr an Normaned dizoue. Petra eo deuet da veza ar groaz a yoa outi eur Christ bras alaouret? N’ouzoun ket, ar pez a ouzoun eo, tra spontus ! o deus distaget unan dioc’h ar voger ha great tammou munut eus skeuden hor Zalver benniget d’ho stleja goude dre an iliz.
Tud a zoujans Doue o deus great fae war ar riskl a yoa evit o buez hag a zo deuet epad an noz da zastum bruzun ar c’hoad sakr da c’horren gant respet. Ar c’haluriou sakr, ar c’hantoloriou, ar chroaziou, a zo eat gant al laëron hep m’o divije aon an disterra e teufe Doue, skuizet o welet kement a dorfejou heuzus, da zigas eun den dibabet gantan da gastiza evel m’eo dleet ar re o deus saotret e di hag e aoteriou.
An eskop a c’hellas sayetei e vuez war bouez tec’het. Mont a eure da Zant-Donatien. An ilizig a zouge hanoiou an daou vreur merzerien a yoa chomet en he zav.
Dont a reas an daelou eus daoulagad ar Vretoned kristen, o welet kement a freuz hag a zismantr. N’edont ket war c’hed eus kement a zroug. Mont a rejont dan daoulin e kreiz an atrejou, ha Lan a roaz e cher da Zoue e savje a-nevez kear hag an ilizou evit e drugarekaat eus ar skoazel en doa digaset d’ezan.
Naoned a blije da Lan a Vreiz abalamour m’edo en eul leac’h a zoare, abalamour ive m’en doa eur porz-mor eas, ha setu perak ne zaleas ket da zeveni al le en devoa great da Zoue war atrejou an iliz-veur.
E Vretoned a gargas da gloza kear gant mogeriou uhel ha ledan evit ma c’hellje hiviziken derc’hell penn d’an enebourien a deuje da glask he c’hemeret. Lakaat a reas kempenn ar c’hastel hag ez eas da jom ennan ; gervel a eure an Naoniz o doa tec’het, dizrei a rejont kerkent hag e oe mall ganto kinnig o doujans d’ar prins a yoa meulet e Breiz a-bez abalamour d’e daoliou kaër ha d’e vadelez.
An eskob a deuas da vervel ; Lan a c’halvas Octra, eskob Kastel-Paol, d’an Naoned, hag a roas d’ezan peadra da adsevel an iliz-veur.
Hogen, endra ma poanie Lan da renevezi kear, d’he renta ker bras, ker brao ha ken pinvidik ha biskoaz, Octra a zrese an aoteriou, konted Breiz a rea eus o zu kement a c’hellent evit rapari ar c’hollou great en o c’harter. Breiz a zave adarre he fenn.
Mes, e keit-se, petra oa deuet Hoëlig hag Odila da veza ?
War hano Odila eo e lakea Lan ar grasou kaër en doa bet eus an nenv, ha setu perak ne felle ket d’ezan he divije ti-all ebet nemet e hini e-unan.
E kastel an Naoned eta eo e kavomp ar barz hag e verc’h eur vintivez a viz maë 942.
Pevar bloaz a zo eo eat ar Vretoned e kear. Odila he deus brema ugent vloaz hag e lakaër eo c’hoaz brasoc’h he gened eget pa he gweljomp d’an dro genta, war al lestr, o tont eus Bro-Zaoz da Vreiz-Izel.
Hoëlig avat a zo kosaet kalz. Chouket eo, ne wel mui kouls lavaret, hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz, n’eo mui evit kana soniou Breiz-Izel : kollet en deus e vouez. Neo ket hepken an oad a reas an distrujse : eun anken bennak a zo e kalon ar barz oc’h e grinat, hep ma c’houfe den petra eo.
— « Petra c’hoarvez ganeoc’h, va zad ? » a c’houlen alies Odila.
— « Netra, netra, va merc’h, n’em eus netra ! a lavar hen d’ezi oc’h esa beza laouen ha war eun ton distres : koz oun, n’eus ken oc’h ober diez d’in. »
Koll a ra e amzer o klask digareziou : Odila a wel mat ez eus ouspenn an oad o waska he zad : ouspenn ugent gwech bemdez e c’houlen digantan perak eo tenval e benn en eur c’hastel evel hini Lan, el leac’h ne vank netra d’ezan, perak e wenna ker buan e vleo gris, perak ne gan mui…
Er vintinvez-se eta, Odila he doa gwisket dilhad kaëroc’h eget kustum, abalamour m’oa digaset kelou d’ezi da vont da gaout Lan a Vreiz.
Pa oe kaset dirak ar prins, hema a yoa e-unan ; seblantout a rea edo e spered o labourat eun draa-bouez, hag ar plac’h yaouank, chomet war dreujou ar gambr, na grede ket mont larkoc’h gant aon da reustla sonjou ar prins. Ac’hano e selle ouz an hini a yoa bet ganti er boan, hag en em gave dies he-unan o welet ez oa tenval e benn.
Lan a yoa e kreiz e vrud d’ar poent-se. Daoust noa ket chomet da ehana epad ar pevar bloaz, n’oa chomet rouden ebet war e dal da lavaret oa bet skuis gant ar bale hag ar brezel ; chomet oa warnan hepken evel eur skeuden eus e hardiziegez gwechall, ha kement-se n’oa ket da zisplijout, pell ac’hano.
Gwisket kran oa, evel e teree ouz eur roue Breiz, ha kement-se a roe luc’h d’e vent, ha pa veze gantan e gurunen war e benn, ar Vretoned oa kustum da lavaret oa hen ar c’haëra roue a yoa bet war an douar.
E varo a yoa hir ; lezel a rea anezi da asten. An Normaned a rea amezan Lan-ar-Barofrizet. Ne gave ket kasaüs al leshanv, rak ma krede start et vije miret hag enoret gant ar Vretoned pell, pell, war e lerc’h.
Lan a zavas e benn, dont a reas zoken da veza laouen pa welas merc’h ar barz.
— « A ! te eo, Odila ? emezan o vousc’hoarzin. Tosta ’ta, eur bern traou am eus da lavaret d’it. Asa, merc’h paour, deuet ez eus aon d’it rak da vestr abaoue m’eo eürus ? Seblantout a ra d’in ez peus c’hoant tec’het ! »
— « Ar gwir vignoned a jom en distro epad m’eo eürus ar re a garont, tostaat a reont pa emaint en dienez. Fazia rit, va frins, rak n’em eusket a c’hoant tec’het dirazoc’h : nemet an nebeuta c’hellan e lezan va zad e unan, n’ema ket mat evel ouzoc’h. »
— « Kozi a ra hor barz kez ! »
Hag e krogas e breac’h Odila.
— « Bugel ker, emezan gant karantez, ha sonjet ez peus te e vanko da dad d’it, dizale marteze ? »
— « O va frins, arabat eo d’eoc’h koms d’in eus an dra ze, me ho ped ! eme ar plac’h o vont da ouela. Pa deu ar zonj-se em spered, va c’halon a venn mankout d’in. Nema ket c’hoaz an Ao. Doue, fizians em eus, o vont da c’houlen ar sakrifis-se diganen. »
— « Fizians am eus ive, Odila. Hag evelato em befe c’hoant da roi d’it eun dioualler, n’eo ket dont a rafe ar maro d’az tad. Digemeret a ri anezan eus va dourn, hep mar, ha n’eo ket gwir, va merc’h ker ? Karout a ra ac’hanout pell zo, ha te ive, marvat, az peus karantez evitan. Unan eo eus hon mignoned koz. »
Lan a reas eur zell war ar plac’h yaouank hag a lavaras evel o krena eun tammig :
— « Eummaël eo ! »
— « Karout a ran Eummaël evel ma karan va holl breudeur, ar Vretoned, bet ganen er boan. Hel lavaret am eus d’eoc’h, ne garan ket muioc’h an eil eget egile. N’em eus ken youl nemet chom gant va zad betek e varo : ne fell ket d’in dimezi ! »
Epad eur pennadig an daou zivizour a davas. Lan a stourme ouz e galon a lamme direiz ennan.
— « Ha n’ec’h eus dibabet nikun, Odila, eus kement a duchentil a zarempred va lez ? »
— « Hini ebet ! » eme Odila hep termat.
— « Hag e nac’hfez da zourn d’ezo holl, Odila ? »
— « Ya, Aotrou, d’ezo holl ! »
Lan a davas : sonjal a rea. Tenereet oa, ha kaër en doa, her gwelet a read dre e gomzou.
— « Ha ma teufe Lan a Vreiz da ginnig d’it beza daou-hanter gantan war gador Breiz, asanti a rafez, Odila ? »
Lan na denne kete zaoulagad divar dremm ar plac’h yaouank, merc’h Hoëlig ar Barz ; kement a reou-all a vije eat eur c’horfad lorc’h enno o klevet eur seurt goulen ! Odila na ziskouezas na diezamant na plijadur.
— « Ankounac’haat a rit, Lan a Vreiz, piou oc’h ha piou oun ; n’oun nemet eur baourez kez, pinvidikeat, evel ouzoc’h, gant ho madoberou ; c’houi avat a zo eun aotrou bras savet da roue e Breiz-Izel abalamour d’ho ouenn ha d’ho labourou talvoudus evit ar vro. O timezi da eur plac’h a ouenn uhel eveldoc’h e reot douja hoc’h hano hag ho karg. »
— « Ankounac’haat a rez ive d’az tro, Odila, ez eo dre va galloud ha va oberou kaër e fell d’in lakaat douja va hano ! a lavaras Lan o sevel e benn sounnoc’h. Va Bretoned a gar ac’hanout, o deus doujans evidout, a blijo d’ezo kaout ac’hanout da rouanez. Ha d’in-me, Odila, nak a vad a rafez ! »
Odila a hejas he fenn evit lavaret nan. Stouet d’an douar dirak ar prins e lavaras :
— « Pardonit d’in, Aotrou bras ha galloudus, n’eo ket d’eur roue eus an douar e fell d’in dimezi, da Roue an nenv eo ! A-raok dont eus Bro-Zaoz e ris al le d’en em westla da Zoue ma ’zaje an traou hervez mennoz ar Vretoned. Pa varvo va zad ker, m’en em denno en eur gouent eus kear da dremen an nemorant eus va buez. Da c’hedal e rankan soursial eus va zad. »
— « Ha ne dleez ket i ve d’ar prins eun tammig bennak eus da vuez, Odila ? »
— « Diskouezet em eus d’eoc’h, Aotrou, karantez ha stagedigez, great am eus meur a draig evidoc’h, pa ’z oa ezom. Mes brema, petra rafen ?… Livirit d’in, me ho ped, n’am mirot ket da zenti ouz mouez va c’houstians ? »
— « Nan, Odila, ne virin ket ouzit, daoust d’ar boan a ra ze d’in. »
— « Dare oac’h, eme Odila o vousc’hoarzin, d’am dimezi da Eummaël, gellout a reot eta ken eas-all am roi da Zoue ? »
— « Me grede e kariez Eummaël, a lavaras Lan gant tristidigez ; muioc’h e klaskan da eürusded eget va hini va unan. »
Lan en doa great d’ar plac’h yaouank sevel, hogen, kouezet oa a-nevez d’an daoulin.
— « Eur c’hras-all, Aotrou, am eus da c’houlen diganeoc’h, evit va zad en dro-ma. »
— « Da c’houlen a vezo roet d’it… Lavar petra eo »
— « N’eo ket ar gozni a laz vazad, emezi gant anken, ar boan spered eo, Aotrou. Ar c’hastel-ma a zo kaer ha brao eo beva ennan ; kear an Naoned ive a zo savet eus he foull kaeroc’h eget biskoaz. Va zad koulskoude a zo ama evel eun den harluet pell dioc’h e vro. C’hoant en deus da welet he aochou, e vrugegou, e lanneier, e goajou, e vein-hir. C’hoant en deus d’o gwelet a-raok mervel. Hag aotrei a rafec’h lezel ac’hanomp da zistrei d’an Arvor ? »
Lan a oe meurbet gwasket e galon o klevet ar c’helou-ze.
N’eo ket eta goude maro Hoëlig, mes dioc’htu, a-benn eun nebeut derveziou, antronoz marteze e rankje dispartia dioc’h Odila, ha dispartia da viken !…
Hogen, Lan en doa eur galon ken eün, ken leal, ken na deuas morse d’ezan ar zonj da glaske blijadur di war goust hini e nesa. Lavaret a reas eta hep marc’hata, daoust pegement bennak e kouste dezan :
— « Ya, ya, it ha bezit eürus ! »
Mont a reas buan d’eur zal-all da guzat e zaëlou.
— « Prins paour ! ha c’houi ive bezit eürus ! » a lavaras Odila o sec’ha an daëlou a zirede puilh eus he daoulagad.
D’abardaez an dervez-se Hoëlig a gavas e vouez da gana unan eus ar c’haëra gwerziou a ouie. Gouzout a rea en doa ar prins aotreet d’ezan distrei d’ar gear, ha ne bade ket gant ar vall en doa da vont en hent.
Tri dervez goude, Hoëlig hag Odila a lavare kenavo da gastel an Naoned.
Lan a yoa eat d’e gambr, hag eno, prennet gantan e zor e c’hellas ouela e walc’h. Ya, ouela rea, hen kan kalet ouz ar boan, ken dispont, ken kalonek en emgann, ouela rea o sonjal e Odila.
— « Va zalvoudegez a ya ganti, a lavaras-hen en eur c’haouad poan-spered. Va breac’h, siouaz ! a vo dinerz ma tizro an Normaned. Bretoned paour, ema eat hor Providans diganeomp !… »
N’oa ket tremenet mat an daou vloaz e teue adarre Odila da zaoulina e-harz treid ar prins.
Troket he doa he dilhad liou sklear oc’h dilhad du, liou kanv. Evel se zoken Odila n’he doa kollet netra eus he gened, er c’hontrol eo.
Lan a yoa koseet : ar preder, an anken hag ar boan-spered o doa roudennet e dal d’ezan abret, hag oc’h e hividigou ez oa meur a vleven arc’hantet etouez ar bouchadou re zu.
Lan a yoa galloud us ha pinvidik ; doujet ha karet oa ive gant ar Vretoned, ha koulskoude n’oa ket eürus.
Dimezet oa dre rezon, ha nan dre garantez, da verc’h kont Anjou, eur vaouez war an oad, seac’h en he doareou. N’he c’harie ket, hag ar vuez evito o daou a yoa trenk kenan.
— « Paour kez Odila ; oc’h da welet e teu sonj d’in eus an amzer dremenet ! » — Hag e lakeas anezi da azeza en e gichen. — « A ! pegement a vall em bije da droka va buez brema oc’h an hini a renen c’hoec’h vloaz a zo !… Gwel, Odila, pegen chenchet oun !… ha me yaouank c’hoaz koulskoude ! »
— « Re a boan spered a gemerit, Aotrou. Red e vije d’eoc’h goulen skoazel an Hini a zo konfort ar re c’hlac’haret !… Ankounac’haat a rit ar beden… Diou wech koulskoude, sonj vat am eus, ho poa lavaret start d’in e pedjec’h anezi bemdez ! »
— « Gwir eo an dra-ze, Odila ; ankounac’heat em boa va fromesa, ha setu perak ez eus kouezet truez ouzin… A ! Odila, va Frovidans meurbet dous, perak ive ec’h eus dilezet ac’hanon ?… Mes, a-walc’h am eus lavaret ac’hanon va-unan. Dizroet out, Odila, eun dra bennak ez peus da c’houlen diganen. Koms eta hep aon ebet ; gouzout mat a rez n’ez eus netra na rofen a galon vat d’ar re a zo bet ganen o stourm evit’ Breiz Izel, dit-te dreist-oll Odila, a zavetaas d’in va buez hag ez peus, dre da bedennou santel, saveteet va arme ! »
Lintra reas an daëlou e daoulagad Odila : hag hi da ziskouez he dilhad kanv.
— « Va zad a zo maro ! emezi ankeniet. Hen divinet ho poa ! »
— « Paour kez Barz koz ! da ganaouennou a laouennaas meur a wech va derveziou en harlu !… Ha setu ez out minorėz, Odila… »
Hag ec’h astennas d’ezi e zourn ; Odila a ouele dourek.
— « Maro eo, Aotrou, evel en doa bevet, da lavaret eo e karantez Doue ha Breiz-Izel. Kavet en doa e vouez, hag ez eamp hon daou bep pardaez da azeza e korn al lanneg pe war reier an aod. Me gemere va zelen ha va zad a gane kaëra kanaouennou an Arvor. Eun dervez n’hellas ket mont er meaz euz hon lochen, hag e lavaras d’in :
— « Ar C’hloareg koz a vezo varc’hoaz o kana en nenvou gant sent ar baradoz ! »
Odila a davas, he c’halon he gwaske.
— « Hag ez eus deuet sonj d’it ac’hanoun, Odila !… O na mat ec’h eus great ! »
— « Deuet ez eus sonj d’in eus ar bromesa a ris da Zoue, a lavaras Odila goustadig. Ha plijout a rafe ganeoc’h goulen ma vezin digemeret e kouent ar gear-ma ? »
— « Atao e fell d’it mont da leanez Odila ? »
— « Eun dever eo atao seveni ar gwestlou a reer da Zoue. Bugel oan c’hoaz pa deuas ar Werc’hez, en eun huvre, da gregi em dourn ha d’am c’has betek dor eur gouent. Maro va zad, m’en em ro da Zoue.»
Lan a davas eur pennad. Brao, dudius, e kave ar pez a rea ar grouadurez yaouank, he doa kement a zo red evit plijout, a c’helle ober eur fortun gaër, hag a droe kein a galon vat d’an traou-ze holl.
— « Kea, va merc’h, emezan, benniget out bet gant Doue azalek da vugaleaj. »
Prestik goude Odila a wele dor kouent an Naoned o tigeri evit he digemeret. Hanvet e vezo hi viziken ar c’hoar Hoëlia.
Emaomp er bloaz 959. Ugent vloaz a zo abaoue en deus Lan lakeat an Normaned e meaz ar vro vreton, ugent vloaz ive abaoue ma teuas da jom d’an Naoned ha mema o labourat da adsevel ar vro.
N’eo ket evit chom da ehana, rak aveac’h ma vez echu eun dra gantan ma krog en unan-all.
Lan-ar-Baro-frizet a yoa doujet abalamour d’e c’halloud ha d’e nerz, karet oa i ve abalamour d’e lealded ha d’e vadelezou.
Ha goude beza great kement a c’helle evit mad e bobl, petra en deus goulennet Lan ?
Bodet en deus e zujidi hag en deus diskouezet d’ezo e vab c’hoaz en e gavel.
— « Sujidi feal, en deus lavaret, goulen a ran ma reno ar bugel-ma warnoc’h divezatoc’h pa vezo deuet en oad. Em derveziou diveza, me ho ped, touit d’in ne glaskot hini-all ebet da azeza war va c’hador a roue ! »
An eskibien hag an duchentilou a douas dirak Lan chom fidel de vab Drogon ha d’e gulator, Thibaud, kont Blois. Lan koulskoude n’en doa ket kalz ouspenn daou-ugent vloaz d’ar poent-se, hag e zujidi o doa fizians d’e welet c’hoaz o ren warno epad eur maread bloaveziou. Ha Lan e-unan, petra ra d’ezan sonjal ken abret er maro ?
Siouaz ! siouaz ! Naoned holl a zo e kanv, ha Breiz-Izel a-bez a ouel d’he bleiner karet.
Ha ne glevit-hu ket kleier an iliz-veur o son hep ehan ar glazou bras ? Ha ne welit-hu ket ar bobl tud-se o vont dre ruiou kear, kalz anezo o ouela hag holl e kanv? Klemmou truezus ar c’hleier a lavar eo deuet ar poent da vezia ar prins, hag an dud-ma a zo o vont d’al lidou.
Eus pennou pella Breiz-Izel ez eus deuet tud. Hag arabat e ve kredi e teuont gant ar c’hoant da welet traou nevez ! Ar re o deus gwelet ar prins galloudus ha doujet a fell d’ezo e welet eur wech diveza a-raok ma’z aio diwar wel evit atao, hag ar re n’o deus ket e welet morse a fell d’ezo e welet eur wech da vihana.
Beziet e oe e iliz Sant-Donatien ha Sant Rogatien. Kement hini a c’hoantae gwelet ar bez digor a oe lezet da dostaat.
Ar veleien hag an duchentilou a yeas ac’hano pa oe lavaret ar pedennou diveza. Daou zen a yoa chomet warlerc’h ar re-all da bedi evit ar prins ; en em gaout a rejont an eil gant egile war dreujou an iliz. Unan a yoa soudard, eben leanez.
— « Eummaël ! »
— « Odila ! »
Daou hano lavaret war eun dro.
— « C’hoar Hoélia eo a reer ac’hanon brema, a lavaras al leanez. Lezet oun bet da zont da welet eur wech c’hoaz an hini a oe ker mat evidon. »
— « An dro genta eo d’in da drei kein d’ezan abaoue ouspenn ugent vloazzo, eme ar zoudard leun e zaoulagad a zaelou hag e galon a anken. Siouaz ! Siouaz ! aon am eus, Odila, ne deufe re vuhan ar Vretoned da welet eo kouezet ar peul a zifenne ster al « Loire » ouz an Normaned ! »
Ar re a deuas antronoz da bedi war bez ar prins a oe meurbet strafuilhet o kaout ar c’horf astennet war an douar e meaz ar bez.
Dont a rejor d’hen sevel gant kalz enor ha d’her bezia a nevez. Lakeat e oe mein bras da c’holo, hag, e kichen, goardou da deuler evez nos-deiz.
Poan gollet. Ar burzud a oe renevezet en deiz warlerc’h, ha dont a reas eur maread tud da zellet, evit beza test eus an darvoud a zo hano anezan e Istor Breiz. Ar vein a yoa distaolet ama hag ahont ; ar goardou a yoa hanter varo gant ar spont o doa bet, ha korf ar prins gant e zilhad kaëra a yoa astennet war leuren an iliz.
An eskob en em gave nec’het, pa deuas eul leanez de gaout ; eun dra a bouez, emezi, he doa da ziskuilh d’ezan. ’
— « Komzit, va merc’h ! » a lavaras an eskob d’ezi gant madelez.
— « Eus an dud a zo aze, emezi, ez eus meur a hini hag a c’hellfe rei testeni ganen eus ar pez ez an da ziskleria d’eoc’h. »
Al leanez a astennaz he dourn war-zu eun toulladig tud a vrezel. Ar re-ma a yoa e kompagnunez Lan pa deuas eus Bro-Zaoz.
Konta reas penaos oant deuet ac’hano.
— « Diou wech, emezi, e oe darbet d’eomp mervel er veaj-se ken hir ha ker risklus ; diou wech e pedas Lan an Intron-Varia da zont d’hor zikour, ha diou wech e teuas d’eomp sikour ar Vamm vat. Her gouzout a rit, Aotrou ’n Eskob, ha kement hini a zo ama a oar kouls ha me peger bras oa devosion Lan a Vreiz evit an Intron-Varia, dreist oll er bloaveziou diveza-ma eus e vuez. Roet en deuz d’ezi e testeni eus e garantez eun-iliz eus ar re gaëra hag a vezo echu hep dale. Ar pez n’ouzer ket ker kouls eo en doa c’hoant ar prins da veza beziet en iliz savet gantan d’ar Werc’hez. N’eo ket lavaret e ve hini-all ebet nemedon o c’houzout kement-se… »
— « Mennoz hor prins ker a vezo sevenet, va merc’h, a lavaras an eskob ; it e peoc’h. »
Korf Lan a oe digaset da genta d’an iliz-veur, hag ac’hano da iliz an Intron-Varia. Eno e chomas.
Merc’h ar barz a zistroas d’he c’houent, ha ne oe mui gwelet nemeur dre ruiou an Naoned.
Pell, pell goude, Eummaēl a gase d’e vignoned koz ar c’helou eus maro Odila, o Frovidans, evel ma lavarent.
Bet oa en Naoned eur c’hlenved spegus ; an dud a varve a druilhadou. Odila a c’houlennas mont wardro ar re glanv ; eno eo e kavas he maro.
Meur a hini eus ar Vretoned koz a ouelas pa glevjont oa maro, hogen ar gristenien a gav frealz en o feiz.
— « Odila a zo santez en nenv, emezo ; eno e pedo evidomp, hag eun dervez e vezimp unanet da viken ! »