Mont d’an endalc’had

Me a vezo Sant !

Eus Wikimammenn
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 113-116)



ME A VEZO SANT !


————


En darn vuia eus tiegeziou Breiz ema c’hoaz, a drugare Doue, ar c’hiz da lenn bemnoz buez ar zent a-raok grasou. Giz vat, din da veza meulet ; n’oufed ket alia re d’he c’hemeret an tadou hag ar mammou, ar vistri tiegez, o deus he lezet da goueza pe n’o deus-hi bet morse. Piou a lavaro ar vad a ra nebeut ha nebeut er c’halonou ? Ar prezegennou a zoug da gredi, mes ar skoueriou a a jach da ober ; n’eus bet gwelet morse netra kaeroc’h eget skoueriou Jezuz-Krist hag ar zent.

Lennomp eta bemdez buez ar zent. Ha pedomp holl a-unan en tiegez. Netra dudiusoc’h eget gwelet an tad, ar vamm, ar vugale, ar mitisien daoulined da bedi dirak kroaz en tiegez ! Netra gwelloc’h da denna warnan bennoz an nenv.

Eur vamm he devoa pevar bugel yaouank ; lakaat a rea he foan da ober anezo bugale fur, devot ha madelezus, hag ez-vihanik e teskent ren eur vuez e gwirionez kristen. Bemdez e lavarent o fedennou a vouez uhel dindan lagad o mamm. Houma a lavaras d’ezo eun nosvez a oe : « Na me ave eürus ma rofe Doue d’in ar c’hras da welet unan ac’hanoc’h o tont da veza sant ! »

Ar yaouanka a zavas en e zav da lavaret :

— « Me, mamm, a vezo sant ! »

Ar paotr a zalc’has d’e c’her : dont a reas da veza sant Per Selestin.

Kement-ma a ziskouez pegen talvoudek eo kentelia mat ar vugale war al lezen gristen dre ma teu o zammik skiant d’ezo. Al labour-ze a zell dreist-oll ouz ar vamm ; den n’hell hen ober kouls hag hi.


————

Eus gentel vrao


————


Epad vakans an eost Job Kemener hag e vamm a veache dre Vro-C’hall. E skolach Kastel edo oc’h ober e studi da vont da veleg. Evel m’oa skuis e benn gant al labour, an itron Kemener a implije deiziou kaer an hanv o vale he mab du-ma du-hont, da ziskouez d’ezan traou iskiz ar c’heariou bras.

Digouezet oant e Chagny da zeiz gwener, da vintin. Goude beza ket en oferen, ar vamm hag ar mab a yeas da breja d’ar « gar ». Tud a yoa leiz ar zal. Hon daou bourmener a deuas koulskoude a-benn da gaout plasou, dres e kreiz.

Eur mevel a ziredas kerkent daveto :

— Biftek gant avalou, filet pe kostezennou ? Pe seurt a vezo digaset deoc’h ?

— Asa paotr kez, a lavaras Job d’ezan, ar gwener a zo hizio.

— Ni zebro boued vijel, a lavaras ive ar vamm.

Nag a dud o divije great evel ar re-all gant aon da veza gwapaet ! Arabat e vezo da hini ebet eus a gement a lenno kement ma kaout mez morse oc’h anzav dirak an holl ar pez eo e goueled e e galon : Kristen ha Breizad !

Oc’h an holl daoliou e tebred kig ; lod a anaie lezen an Iliz, lod-all, siouaz ! n’he anaient ket.

Komzou Job Kemener : Ar gwener a zo hizio ! o doa distonet evel eun taol kleron er c’houtiansou tenvalla.

— Petra ta zo a-nevez gant ar gwener ? a c’houlennas eur marc’hadour kov teo digant ar bourc’hiz ken teo-all a yoa amezeg d’ezan. Gellout a rea beza ankounac’haet mar en doa gouezet morse ne dle ket beza gwelet kig da wener war daol eur c’hristen.

— Ar c’hig rost, evit doare, eme an amezeg, na blij ket d’an holl da wener. Hag e lavare an dra-ze gant eun ton gwapaüs !

Kement hini a yoa eno a dapas a-nebeudou ar mousc’hoarz faeüs, ha dizaie e kavchont zoken eur gomz difeson ha direspet bennak da deuler d’ar paotr yaouank hardis a-walc’h evit anzav ken uhel e feiz dirak an holl, Gwir eo, ar gentel en doa roet a yoa eur rebech evit meur a hini eus ar vourc’hisien ze.

Bep gwech ma tistage unan e deodad flemmus, Job a c’hoarze leiz e c’hinou, ha kement-se a lakae nec’het ar wapaerien hep koulskoude ober d’ezo tevel.

Erfin, skuiz o klevet kement a farserez yud enep e feiz, ar paotr a lavaras eur gomz bennak e pleg skouarn e vamm, hag o veza bet he asant, ec’h hopas :

— Hep, mevel, eur biftek evit pevar, mar plij, hag hep ava lou : n’em eus ket ezom avalou !

Ar vourc’hisien a davas hag a reas meur a zell korn. Nec’het oant. Ha petra rea d’ar mec’hieg dont brema da c’houlen biftek, goude beza goulenned boued vijel ? E gwirionez, eun dra nevez bennak a yea da dremen.

Ar mevel e-unan ne c’houie petra da zonjal, hag a jome eno rampet, digor frank e c’hinou gantan. Ha Job da lavaret adarre :

Eur biftek evit pevar !… mar na ra ket ze diez d’eoc’h !

An holl lagadou a yoa o para war ar skolaer. Ar biftek a deuaz, ha Job a reas gantan kement a damm hag a lavar-treuz en toa klevet enep e feiz.

Gervel a reas eur c’hi a yoa eno e kichen e vestr, puchet war e zaou droad adrenv, o c’hedal e damm :

— D’it te, kamalad, emezan o roi an tamm kenta d’ar c’hi ; ar gwener a zo eun dervez evel ar re-all !

Chik hiniennou a deuaz da veza gwall hir.

— Del, emezan eun eil gwech, pak adarre ! Diskiant ma ’z out, daoust ha falloc’h eo ar c’hig da wener eget d’ar zul ?

Krosmol a zave etouez ar vourc’hisien.

— Ar beg moan-ze a zo oc’h ober gwap ac’hanomp-ni !

Edo an trede tamm e beg fourchetez Job. Ar c’hi a yoa fouge ennan, e c’hellit kredi ; e ziskouarn sounn war e benn, e lost o fichal, ne zistage ket e zaoulagad diwar ar paotr a yoa ker mat evitan.

— Dioc’h da zaoulagad eo anat out spereded kaer ! Te, marvat, a zo eus da amzer, ha ne rez fors ebet eus ar c’hiziou koz o koueza en o foull ! Debr ’ta !

Pa glevas distrei d’ezan en doare-ze ar c’homzou en doa lavaret eur pennad araok, perc’hen ar c’hi a zavas ar rusder d’e dal hag a c’halvas e vignon blevek de gaout. Hema a zentas raktal, daoust d’ezan d’en em blijout e kompagnunez Job. E lagad a gendalc’has da bara war ar paotr en doa great ker brao d’ezan. Job a gemeras ar pevare tamm, an diveza, hag a zavas anezan d’hen diskouez d’ar c’hi. Meur a vourc’hiz a yoa en em roet da c’hoar zin ! peadra a yoa.

— Alo, Loulou ! kemer hema c’hoaz, an diveza eo avat. Mar neus da ober evit beza den a zoare nemet dibri kig da wener, te c’hell lavaret gant lorc’h ez out eur c’hristen eus an dibab !

An holl en dro-ma a zirollas da c’hoarzin. An daouarn a strakas en enor d’ar studier kalonek a ouïe ker brao-all distroi d’o ferc’hen ar vein o doa taolet en e liorz. Ar re zoken a yoa bet ar muia glazet a lavaras neuze :

— N’eus ket da lavaret, devet omp gantan !

Ar big laer


————


E Pariz ez oa eun orfebrer hag a golle bemdez eur braoig ben nak a dalvoudegez vras; ha setu hen o lakat en e benn ober eun enklask evit kaout al laer. Al laer-ze, war e veno, a ranke beza eus an ti, mevel pe blac’h. Da houma ez aje da genta. Dibab a eure eun dervez gouel, ha war êun digarez bennak e reas d’ar plac’h chom he-unan war-dro an ti. Lakeat en doa araok mont en hent eun toulladig mein a briz war an daol, hag e reas evel p’en dije ankounac’heat anezo. Meur a hini a yoa diank pa zizroas an aotrou d’ar gear. « Sklear eo brema, emezan, va flac’h eo al laer ! » Hag ez eas d’he zamall d’an archerien. Ne badas ket pell ar prosez : ar plac’h kez a oe barnet da veza dibennet… — Evit eun torfed ha n’he doa ket great !!!

Meur a vloavez goude, an orfebrer a welas eun deiz eur big, savet gantan hag a garie kalz, o kemeret eur walen aour gant he beg hag o vont ganti ac’hano d’eur wezen gleuz en em gave dem dost d’an ti. Mont a reas d’he heul, ha pebeus souezen a dapas pa welas eno an holl draou kaer ha pinvidik a yoa bet laeret d’ezan ! N’em eus ket ezom da lavaret pegen glac’haret e oe an orfebrer dirak an torfed en doa great o lakat barn d’ar maro eur grouadurez divlamm. Mennout a eure koll e benn. Eun toullad arc’hant a roas evit ma vije lavaret da viken eun oferen ar bloaz evit e blac’h kez.

Arabat barn re vuhan.


————