Maro Fanch

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 148-149)



MARO FANCH
————


Ato Fanch, enn he iaouankiz,
A ioa bet eunn den a skouer vad,
Karet kenan gand he genvroiz,
Evel m’oa bet karet he dad.

Setu perag e timezaz
D’eur benn-herez iaouank ha koant,
Rag gwelloc’h eo dibaba goaz
Gant furnez, eget gand arc’hant.

Ken euruz e vije bet,
Hed he vuez, enn he vereuri !
Med siouaz ! eur pardaez, touellet,
E c’hen em daolaz da c’hoari,

Da c’hoari gant Iann ar mezvier,
Eunn amezek, brudet er vro
Evit beza brasa lounker
Euz oc’hpenn dek leo tro-war-dro,

O tont euz ar bourg, eunn nozvez,
Iann a varvaz gand he govad,
Med pleg ar mezvier a zo diez
Da lammet, eur weach eat er goad,

E leac’h dont da veza furoc’h,
Goude maro Iann ar mezvier,
Fanch a lounke brema gwasoc’h,
Muioc’h eget dek glabouser.


Ha stal Fanch a iea da stalik,
A-nebeud, ferm ar benn-herez,
Oe gant-han gwerzet-holl, prestik,
Vit kendelc’her he lountregez.

He bried keaz hag he vugale
A vije bet er baourentez,
Pa falvezaz eunn deiz da Zoue
Ouz ann dud keiz kemeret truez.

Eunn nozvez, Fanch, mezo-meurbed,
Hag ar glaourenn leun he c’hinou,
A ioa, gant gadik ar vered,
Bet dianket e-touez ar beziou.

Pa deuaz goulou-deiz, ar c’hloc’her
A gavaz astennet, d’he dro,
Fanch, a-dreuz bez Iann ar mezvier,
Gand he govad ivez maro.

O Bretouned ! va mignouned,
Tec’hit krenn diouz ar vezverien ;
Ar vezventi, siouaz ! er bed,
A gas kement tra da dorgenn.

It d’ar gear goude gousperou,
Hag evit ebken sistr iac’huz ;
Ho pried hag ho pugaligou
Evid-hoc’h vo trugarezuz.


————