Markizes Guerrand

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 484-488)



MARKIZES GUERRAND
______


I


   Markis Guerrand a lavare,
P’oa chommet klanv war he wele :
— Mar am bije liou ha paper,
Am bije skrivet ul lizer ;

   Am bije skrivet ul lizer
D’ar varkizes da dont d’ar gêr
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
 
   P’arruas al lizer gant-hi,
’Oa bars ar sal hoc’h ebati ;
’Oa bars ar sal hoc’h ebati,
Peder dimezel oa gant-hi.

   N’oa ket gant-hi hanter lennet,
Skabell d’azea d-eûs goulennet :
— Laket dek a gezek euz ar c’harros,
Ewit mont da Werrand fenoz !


II


   Ar varkizes a vonjoure,
En kêr Benac’h pa arrue :
— Demad d’ac’h-c’hui holl, Benac’his,
Penoz ’ra ann aotro markis ?

   — Ni na omp ket bet en Guerrand
’Boe ann diwea paeamant.
Ar varkizes a vonjoure
En bourk Plegat pa arrue :

   — Demad d’ac’h-c’hui holl, Plegadis,
Penoz ’ra ann aotro markis ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ar varkizes a vonjoure
Bars en Guerrand pa arrue :


   — Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma fried paour pelec’h ema ?
— Eman ’n he wele, hag hen klanv,
Markizes, et-c’hui da vèd-han.

   Ar varkizes a vonjoure
Bars ar gambr wenn pa arrue :
— Pardon, emezhi, ma fried,
O vea euz ar gêr sortiet.

   — N’eo ket d’ac’h da c’houlenn pardon,
D’inn ma hunan hec’h eo, itron ;
Me eo am eûs hoc’h offanset,
P’am boa ac’hanoc’h chaseet.

   Ma fried paour, mar vec’h kontant,
Me a rafe ma zestamant ?
— Grêt ann testamant a garfet,
’Vel ma lârfet a vezo grêt.

   — Bars en Guerrand a vô savet
Ur gouent newez, asuret,
A vewo daouzek a baourienn,
Euz a hirie da virwikenn.

   Iod-silet ’defo da greis-de,
Kig ha soubenn diou-wez bemde ;
Kig ha soubenn diou-wez bemde,
Bara segal a vô mad d’hê.

   Daou-c’hant skoed ’roann da Dredrez,
Daou-c’hant da Lok-Mikel-ann-trez,
Un ogro newe d’ Blistinis,
M’ho defo sonj euz ar markis ;

   Daou c’hant all da Lezividi (?)
’Blamour m’oann fondatour en-hi,
Ha daou c’hant skoed da Blegadis,
M’ho defo sonj euz ar markis.

   Etre Montroulez ha Guerrand,
Me ’m eûs ur varkizes ha kant ;
Kant skoed da bep-hini ann-hê
D’ sikour sevel ho bugale ;

   D’ sikour sevel ho bugale,
’Balamour ma ’z on kiriek d’hê ;
Ouspenn daou c’hant skoed da Sant-Iann,
Ewit gallout merwel divlamm.


   — Ma fried paour, penoz ’rinn-me.
Me a zo brema dibourve ?
— Dalet, itron, ann alc’houeo,
Ha digorret ann tensorio ;

   Ha digorret ann tensorio
N’hoc’h eûs gwelet tric’houec’h bloaz ’zo !
Souezet ’oe ar varkizes,
Ann tensorio pa zigorres, [1]

   O welet ann aour, ann arc’hant
A oa o chomm bars en Guerrand ;
’Welet ann arc’hant hag ann aour
A oa bars en Guerrand o chomm !


Kanet gant ar vates hostaleri,
En bourk Plegat-Guerrand. — 1863.


_____________
  1. Zigorres, au lieu de Zigorras, pour la rime.