Mont d’an endalc’had

Mari ar C’habitenn

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Mari ar C'habiten)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari ar C’habiten.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 246-252)



MARI AR C’HABITENN.
________


I


   Selaouet holl, hag a klewfet
Ur werz a zo newez savet ;

   Ur werz a zo newez savet,
Da Vari ’r C’habitenn eo gret ;

   D’hi breur kloarek koulz ha d’ez-hi,
Memeuz maro ’n euz evel-t-hi.


II


   Mari ’r C’habitenn a lare
Dimeuz ar ger pa sortie :

   — Penherezik, chommet aze,
Me ia da ober ur bale ;

   Me ia da ober ur bale,
Arruo er ger bars tri de. —

   Mari ’r C’habitenn lavare,
’N ti hi breur kloarek p’arrue :

   — Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma breur kloarek pelec’h ema ? —

   Ar vates vihan a laraz
D’ Vari ’r C’habitenn, p’hi c’hlewaz :

   — Ho preur kloarek er ger n’ man ket,
’Baoue ’r beure eo sortiet. —

   Mari ’r C’habitenn, p’ deuz klewet,
Kerkent d’ar jardinn a zo et ;


   D’ar jardinn hi a zo bet et,
Ur mab-bihan a deuz ganet ;

   Ur mab-bihan a deuz ganet,
En douar a deuz-han plantet……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Ar benheres a hirvoude,
Na gave den hi c’honzolje ;

   Na gave den hi c’honzolje,
Met hi maerones, hounnes ’ ree :

   — Tawet, fillores, n’ oelet ket,
Ganin-me da Lanwenn ’teufet ;

   Ganin-me da Lanwenn ’teufet,
M’ho lakaï en kambr gant m’ dimezelled. —

   — Tawet, maerones, brao eo laret,
Ken ’ ve kestion da welet.

   Me ’ ia brema d’ Lann-Blounevez, [1]
Da c’houd ha ’ma m’ mamm en buhez ! —

   Kerlies kammed ha ma ree,
Bet ’ ann douar hi a zemple.

   En Lann-Blounevez p’eo arruet,
’Tall ar potanz eo daoulinet ;

   ’Tall ar potanz eo daoulinet,
Pardon hi mamm deuz goulennet.

   — Aotro Senechal, lest m’ mamm en buhe,
Me ielo d’ar maro wit-hi ! —

   — Na eo ket arru c’hoaz ann de,
Ma varw ann eil ’wit egile. —

   — Me ’m euz tric’houec’h-mill skoed leve,
Kement-all en douar-newe ;

   Kement-all en douar-newe,
Hag a reï dac’h holl ann ez-he. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   Mari ’r C’habitenn a lare,
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :


   — Ma breur kloarek n’ vo ket krouget,
Rag hennès na eo ket kiriek ! —

   — Bet drouk gant ann nep a garo,
Kloarek ’r C’habitenn krouget ’vo ! —

   Kloarek ’r C’habitenn a lare,
’R vaz-huella ’r skeul pa bigne :

   — Mar be bolante ma Doue
’Savfe ur wezenn ’ dann tri-de,

   Diwar bont ar C’hastel-newez,
Ewit diskleri ar wirionez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


V


   ’R vinorezik pemp bloaz lare,
Euz Lann-Blounevez pa zortie :

   — Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !

   Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Ha ma zad paour a zo laourek ! —

   ’R vinorezik pemp bloaz lare
War bont ’r C’hastell-newez p’arrue :

   — Tud ar justiz, c’hui ’ zo manket,
’Veza ma eontr kloarek krouget !

   Me well ur wezenn a zri-dez,
Na war bont ar C’hastell-newez ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   ’R vinorezik pemp bloaz lare
’N toul-dor hi zad pa arrue :

   — Digorit ho tor d’inn-me, ma zad,
Wit ma chanjinn dac’h ho rochad ;

   Wit ma chanjinn dac’h ho rochet,
Tric’houec’h miz ’ zo n’oc’h euz chanjet. —

   — Penherezik, it al lec’h-se,
Rag mar chanj ’nn awell a goste,

   Mar chanj ann awell a gostez,
C’hui ’laourfe dre doull ann alc’houez !

   — Me ’ zo ama ’ tibri gant ’r c’hontron,
Prest int da gregin em c’halon ! —

   — Bet ann awell ’n tu ma karo,
Me a garrie beza maro !

   Na euz bugel war ann douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har !


   Ma mamm ’ zo krouget ha dewet,
Gant ’nn awell hi ludu gwentet ! —

   — Pe-seurt torfed a deuz-hi gret,
Mar deuz meritet bout dewet ? —

   — Da di ma eontr kloarek oa et,
Allas ! er ger hen na oa ket ;

   Ur bugel bihan deuz ganet,
Hag en douar deuz-han plantet. —

   — Da betra eo et d’ober-ze ?
Tamal d’in-me hi a halle…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Mari-Job Kado.
Plouaret, 1849.

________

  1. En la commune de Plounevez du Faou. Le Châteauneuf ou Kastell-newez dont il est parlé dans cette pièce est aussi Châteauneuf du Faou, dans le Finistère, arrondissement de Châteaulin.