Iannik Kokard

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 252-262)
◄  Mari ar C’habitenn Iannik Kokard Ar plac’h hi daou bried  ►



IANNIK KOKARD.
GWES KENTA.
________


I


   Iannik Kokard a Blouilliau,
Braoa mab kouer ’ zo er vro,
Ar pabor euz ann holl baotred,
Kalonik ann demezelled.

   Pa ’z ee Iann Kokard d’all Lew-dreaz, [1]
Ar merc’hed koant ’lamme e-meaz,
Ann eill d’eben a lavare :
— Iannik Kokard ’ zo vont aze ! —

   — Iannik Kokard ’n euz lavaret
Er ber, d’he dut, p’eo arruet :
— Ma zad, ma mamm, mar veoc’h kontant,
Me eureujfe ur plac’hik koant,

   Me eureujfe Mari Tili,
Ur madou-braz ’ roër gant-hi ;
Reï ’ reur d’ez-hi seiz komanant,
Ha leiz ar bouezell a arc’hant ;


   Leiz ar veol-vraz a neud-gwenn,
Ur c’harr houarnet hag un denn ! —
Ar C’hokard-koz a lavare
D’he vab Iannik, eno neuze :

   — Mari Tili n’ho pezo ket,
Rag dac’h ha dimp ’ ve rebechet ;
Dac’h-c’hui ha dimp ’ ve rebechet,
Rag ur gakouses ho pe bet ! —

   — Ma zad, ma mamm, da vihana,
Ma lest da vont da bardona ;
Ma lest da vont da bardona
D’ar Folgoat, pe d’ Zantes-Anna. —

   — Mar et d’ar pardon d’ar Folgoat,
Doue ra reï dac’h beaj-vad !
Doue ra reï dac’h beaj-vad,
D’ho tud er ger kezelo mad ! —


II


   Pa oa o tremenn Montroulez,
Hag hen o kaout he Gakousez :
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Na pelec’h et-c’hui er giz-ze ? —

   — Me ’ ia da bardon ar Folgoat,
Dilour, diarc’henn, war ma zroad, —
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Ma lest da vont ganec’h iwe,

   Da c’houlenn ’r c’hraz digant Doue
Ma kouskfomp er memeuz gwele ;
Kousket ’n ur memeuz gwelead,
Debri er memeuz skudellad. —

   Euz a Vontroulez da Blouvorn,
Ez int et ho daou dorn-euz-dorn.
Mari Tili a lavare,
Toul porz hi zad pa dremene :

   — Iannik keiz, gortoït un tamm,
Ma ’z inn en ti da gaout ma mamm,
Da c’houlenn ha ’ zo peadra
Da rei d’imb hon daou da goania. —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Ma merc’hik, me am euz klewet
Iannik Kokard ’ zo dimezet ;
Pa vezo ouz taol o koanian,
Ma merc’h, goulennit digant-han ;


   Euz ma laro, mar eo kristenn,
Roït d’ez-han he groaz-nouenn :
Roït d’ez-han he groaz-nouenn,
Un arched a bewar flankenn ! —

   — Iannik Kokart, ma c’harante,
Anzaovit d’inn ar wirione ;
Anzaovit d’inn ar wirione,
Ha c’hui ’ c’h euz groeg ha bugale ? —

   — Ia, me ’m euz groeg ha bugale, [2]
Me garrie beza ’r ger gant-he. —
— Iannik Kokard, ma c’harante,
Evit ’r banne diganin-me ;

   Na roinn ket d’ac’h a winn-gwenn,
Gant aouenn na zavfe d’ho penn ;
Me diskenno dac’h gwin-kleret,
Wit ma roï dac’h nerz da gerzet. —


III


   P’ iee Iannik Kokard da vouit dour,
Na ouie ket ez oa klanvour ;
Na ouie ket ez oa klanvour,
Ken a zellas ebars ann dour.

   Bars ar feuntenn dre ma selle,
Gant al laournes e tispenne !
— Iannik Kokard a lavare
D’he dad, d’he vamm, pa arrue :

   — Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Un ti-newez d’inn a zavfet ;
Zavet-han d’inn en lez al lann,
Tost d’ann hent a ia da Zant-Iann ;

   Grit ur prennestr en he bignon,
Ma welinn ar prosession,
Ar baniel braz a Blouilliau,
O vont etrezeg sant Kado.

   Ar baniel braz tro ar vered,
Hag a wes am euz-han douget !
Mar ’m euz-han douget lies-braz,
N’hen douginn ken brema siouas ! —

   He dad he vamm a lavare
D’Iannik Kokard eno neuze :
— Iannik Kokard, d’in lavaret,
Gant petra ez oc’h bet laouret ? —


   — O eva gwinn, leiz ar werenn
Digant ur plac’hik a garienn ;
O eva gwinn ampouezonet
Gant ur gakouses milliget. —


IV


   Mari Tili a lavare
En Montroulez pa arrue :
— Tric’houec’h kloarek am euz karet,
Hag ho zric’houec’h am euz laouret ;

   Iannik Kokard, ann diwesa,
Laka ma c’halon da ranna !
Ur strill-goad euz ma biz-bihan,
A laourfe kant, koulz hag unan ! —


Dastummet gant P. Proux, en Plouigneau,
lez Montroulez. — 1863.

________


IANNIK KOKARD.
EIL GWES.
________


I


   Iannik Kokard a Blouilliau,
Braoa païsan ’ zo er vro ;
Bez’ eo roue ’r baïsanted,
Kalonik ann demezelled.

   Iannik Kokard a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Konje ’ choulennann da dimi,
Da dimi da Vari Tili ;

   Da dimi da Vari Tili,
Madou a-walc’h ’ roër gant-hi :
Reï reur gant-hi peder buc’h leaz,
Komansamant mad a diegez ;

   Ann dibab a der gomanant,
Ha leiz ar boezel a arc’hant ;
Reï a reur ur c’harr hag ann denn,
Ha leiz un donel a neud-gwenn. —

   He dad, he vamm a lavare
D’ho mab Iannik eno neuze :
— Salv-ho-kraz, ma mab, na po ket
Na hi na merc’h kakouz a-bed. —


   Mari Tili a lavare,
’N ti ar C’hrokard koz p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azeza,
Mar ben-me merc’h-kaer en ti-ma. —

   — Merc’h-kaer en ti-ma n’ vefet ket,
Na c’hui na merc’h kakouz a-bed. —
— Biskoaz n’ho po gwaz-kalounad,
Wit laret kakouz euz ma zad ! —


III


   Iannik Kokart a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Ho konje, ma mamm ha ma zad,
Da vont d’ar pardon d’ar Folgoat. —

   — Ia, ma mab, it-c’hui d’ar Folgoat,
Hag it en kompagnunes-vad…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Mari Tili ’n euz rankontret :
— Iannik Kokard, d’in-me laret,
Pelec’h ez et pe ez oc’h bet ? —

   — Me ia d’ar pardon d’ar Folgoat,
Doue da reï d’in pardon mad ;
Doue da reï d’in pardon mad,
D’am zud er ger kezelo-mad ! —

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Mari Tili a lavare,
Bars en Plouvorn pa arrue :
— Diskennit d’in gwinn da evan,
Diskennit euz ho kwinn gwellan ;

   Ha diskennit d’in gwinn-kleret,
’R gwinn blij da galon ar merc’hed ! —
’N ur memeuz gwerenn ez evjont,
’N ur memeuz gwele e kouskjont……

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   P’ ee Iannik Kokard da vouit dour,
Na ouie ket ez oa klanvour,
Ken a deuaz da em zellet,
E tispenne gant ar c’hlenved !

   Iannik Kokard a lavare
Er ger, d’he vamm, pa arrue :
— Dalet, ma mamm, ho tour kerc’het,
En han’ Doue, n’evet-han ket.


   Ha mar fellfe d’in-me laret,
Me oar pelec’h ’on bet gwallet :
Oc’h eva gwinn, ’r memeuz gwerenn
Gant ur plac’hik koant a garienn ;

   Oc’h eva gwinn ’r memeuz gwerenn,
Hag ur plac’h a oa kakousenn !
Ha ma karrfe ma mamm ma zad
Reï d’in kant skoed hag ur marc’h mad,

   Me iafe da rivier Jourdenn,
Lec’h ma ve gwellat al laourienn ;
Lec’h m’oa hon Zalwer badezet,
’Zo remed euz a bep-klenved :

   Mar karet, ma mamm ha ma zad,
Reï d’in kant skoed hag ur marc’h mad,
Me ’ iafe da rivier Jourdenn,
Lec’h ma ve gwellat al laourienn ? —

   — Da rivier Jourdenn n’iefet ket,
Da lann ’r C’hlandi c’hui ’vo kasset ;
C’hui ’vo kasset da lann ar c’hlan,
War vord ann hent ’ ia da Zant-Iann. —

   — Mar ’ zavet un ti newez d’in,
Hen zavet en lann ar C’hlandi,
Ma welinn ar belerined
O vont en miz maë d’ar Ieodet.

   Lakit ur prennestr ’n he bignon,
’Wit ma welinn ’r prosession ;
Wit ma welinn ’r prosession
En Plouilliau, dez ar pardon ;

   M’ welinn baniel-braz Plouilliau,
(Me ’m euz-han douget a weziou !)
Lakit ur prennestr ’n hi gostez,
Wit ma welinn ar Gernewez ;

   Wit ma welinn ar Gernewez,
Eno ema ma c’harantez. —


V


   Mari Tili a lavare
Er ger d’hi zad, pa arrue :
— Tric’houec’h paotr iaouank ’m euz laouret,
Iannik Kokard ann naontekvet ;

   Iannik Kokard, ann diveza,
Laka ma c’halon da ranna !
Gant ul lomm goad ma biz-bihan,
Me laourfe kant evel unan ! —


Kanet gant Mari Clec’h, boutaoueres-koad
euz koad Beffou. — 1868.

  1. C’est St-Michel-en-Grève, à deux kilomètres du bourg de Ploumilliau.
  2. Cet aveu semble en contradiction avec la demande que Iannik fait au commencement à sa mère, de le laisser épouser Marie Tili, à moins qu’il ne se soit marié dans l’intervalle.