Mont d’an endalc’had

Mari Derrienig

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari Derrienig (Duhamel).

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 158-162)



MARI DERRIENIG
________


I


  Mari Derrienig, a veg al lann,
Braoa merc’h ’zo ganet gant mamm.
Gwell’ a vije d’êhi na vije,
P’eo klanv gant ar c’hlenved newe.

  Mari Derrienig a lâre
D’he mammig paour, un dez a oe :
— Ma mammig paour, ha posubl ’ve
’Ven klanv gant ar c’hlenved newe ?

  — Oh ! ia, ma merc’hig, a dra sur :
N’ gomerret ket displijadur,
Un ti newe d’ac’h ’vô savet,
Hag en-han da chomm hec’h efet.

  — Mar an da chomm d’un ti newe,
Piou ’deui da vates ganen-me ?
— N’ho pô na mewel, na mates,
War un dro ’vô gret ho tieges.

  — Mar an da chomm d’am zi newe,
Piou ’ganno m’ linsellio d’in-me ?
— Piou, merc’hig, nemet hoc’h-unan ?
C’hui ’pô ho kwaz hag ho fantan ;

  C’hui ’pô ho kwaz hag ho fantan,
Ha koad ewit ober ho tan ;
Diwar veg ur walennig wenn
’Vô rôt boued d’ac’h, Mari Derrienn.


II


  Ann Derrienig koz a lâre
D’ berson he barous, un dez ’oe :
— Person m’ farous, c’hui bermetfe
Savfen d’am merc’h un ti newe ?

  Savfenn d’am merc'h un ti douar ?
Ranna ’ra ma c’halon gant glac’har.
— Mar savet d’ho merc’h un ti newe,
Savet-han pell diouz ho re :


  Savet-han pell ouz hoc’h hini,
’Wit na glewfet ket hic’h anvoui,
Ha savet-han en beg al lann,
War vord ann hent ’c’h a da Sant Iann.


III


  Mari Derrienig a lâre
D’artisaned he zi newe :
— Pa veet ’sevel ma zi newe,
Laket tri frennestr ’n tu ’r c’hreis-de ;

  Laket tri frennestr ’n tu ’r c’hreis-de,
M’ welinn ti ’r Werc’hes a-c’hane ;
Ma welinn ma zad ha ma mamm
Er prosesion en Sant Iann.

  Person he farous ’c’houlenne
Ouz Mari Derrienig, un dez ’oe :
— Mari Derrienig, d’in lâret,
Petra ’zo kaoz ma ’z oc’h klanved ?

  — Hoc’h eva gwinn euz ur werenn,
Digant un den iaouank ’garienn,
Ur werennad winn liou d’am gwad ;
Biskoaz d’am c’halon n’eûs gret vad.

  Mar an da chomm d’am zi newe,
Person m’ farous ’deui’ ganen iwe ;
’Teuio ar groaz hag ar banier,
Hag ar vêleienn hag ar c’hloer.

  Mar be ann awel a-rok d’hè,
Me ’vô laket a-dreg gant-hè ;
Mar be ann awel a-dreg d’hè,
Me ’vô laket a-rok gant-hè ;

  War ma daou-dorn ur manego,
Na souillinn ket ar skaillero…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


  Mari Derrienig ’choulenne
Euz ur mesaër, un dez ’oe :
— Mesaër-denved d’in lâret,
Petra a-newe ’c’h eûs klewet ?


  — N’am eûs klewet netra ’newe,
Met eo dimêt ho karante ;
Met eo ho karante dimêt,
Warc’hoaz kenta de hec’h eured.

  — Mesaër-denved, d’in lâret,
’Wit-on he vete hec’h efet,
D’ lâret d’ehan dont d’am gwelet,
Digas d’in lod euz ar banket ?

  ’R mesaër-denved a lâre
D’ar c’hadet iaouank, p’hen gwele :
— Me a zo ama digaset
’Beurz Mari Derrien d’ho kavet,

  Da lâret d’ac’h mont d’hi gwelet,
Ha kas d’êhi lod ar banket.
— Warc’hoaz kenta ’c’h inn d’hi gwelet,
Da gas d’êhi lod ar banket.


V


  Ar c’hadet iaouank a lâre
’N toull dor Mari, un dez a oe :
— Mari Derrienig, digorret ho tor
D’ho servijer ’zo ’c’houl digor.

  — Kadet iaouank, it al lec’h-se,
Aoun am eûs e klanvfac’h iwe ;
Aoun am eûs e klanvfac’h iwe
Gant ma alan, dre doull ’n alc’houe.

  — Fete a-c’hann na bellaan,
Ho kwelet, Mari, a renkan ;
Ho kwelet, Mari, a renkan,
Ha pa glanvfenn, nep forz na ran !

  Ann nor pa d-eûs bet digorret,
En he c’herc’henn ez è lampet ;
En he c’herc’henn ez è lampet,
Hag eno ho daou int marwet !

  Doue d’ bardono ann anaon,
Emaint ho daou war ar varw-skaon ;
Et int ho daou er memeuz be,
Bennoz Doue war hoc’h ine !


Kanet gant Marc’harit Fulup,
en barous Plunet — Aodo ann hanter-noz.