Mont d’an endalc’had

Lanig ar filouter

Eus Wikimammenn



LANIG AR FILOUTER
MARVAILH
————

Goude beza bet eur pennad mad mevel bras en unan eus ar gwella tiegeziou eus a Zant-Kadou, Lan a yeas da zervicha ar Roue e-doug seiz vloaz. An amzer-ze a gavas hir, inouus, biskoaz n’en devoa gallet en em ober dioc’h ar zac’h-ler-blevek a ranke da bourmen oc’h e gein a-dreuz traonien ha lanneg. Evel-se, pa oa deuet evitan an heur venniget d’en em zizober eus « Azor », eus ar « Born-Pikez », Lan ne ouie ket petra da ober, ken frealzet oa e galoun gant ar zonj edo o vont da welout adarre e dud hag e vestrezig muia karet, n’en devoa ket gwelet seiz vloaz a ioa.

Daou viz goude ma oa erruet er gear, Lan a zimezas da Lizig an Ti-Mouded, ha ganti e yeas da choum en eun tiegez bihan e parrez Lambaol-Gwimilio.

— Chê ! a lavare Lan, pegen fin eo an dud war-dro aman e-skoaz ma ’z int en Menez Are du-ze !… Red eo d’in diskouez d’ezo ez oun kalz finneat abaoue m’emaoun o choum war-dro aman, daoust ma oan louarn a-walc’h d’ar mare ma oan mevel e Sant-Kadou.

Pell a oa, Lan a glaske an tu da denna eun taol fin da unan bennak eus a verc’hed e barrez goz. Kaout a reas, n’oa ket bet daleet. Lan a brenas e Landi eur girin, he c’hargas a bri melen nemet e lezas plas evit lakât eur gwiskad mel war-c’horre.

— Sell ’ta, Lan, te zo dre aman breman o choum, a c’houlennas eun hostizez eus a Zant-Kadou. Ha petra res gant da bod ?

— O klask gwerz d’ar podad mel saoz-man, Soaz.

— Mel saoz, Lan ! Biskoaz n’em boa klevet hano eus kemend-all !

— Mad ! Soaz, n’eus ket gwelloc’h evitan evit an doken d’ar vugale, hag evit kreski skiant an dud n’o deus ket a-walc’h. Ha me, ma ’z oun laket eur paotr fin gant an dud, eo abalamour ma tebran mel saoz gant va bara bemdez.

— Ha pegement e werzes al lur eus ar mel burzudus-ze, Lan ?

— Dek gwenneg, Soaz. N’eo ket ker, evel a welit.

— Ne yelo ket pelloc’h, Lan. D’in-me eo !… Pe bouez zo ennan ?…

— Ugent lur, Soaz : ar pod zo war ar marc’had.

— Del, setu dek lur d’it, paotr, ha kenavo ar c’henta gwelet.

Deus an noz, pa erruas er gear, Soaz a oa mall ganti tanva ar mel saoz, ha rei da danva d’he bugale, dreist-holl d’ar re anezo a oa klanv o fenn gant an doken. Met, siouaz ! a fors de lakât ar gountel er mel, ne joume mui nemet ar pri melen dizaour hag a garge ouspenn an hanter eus ar pod. Soaz, neuze, a welas oa bet tizet gant Lan hag er merc’hervez war-lerc’h e yeas a-ratoz-kaer da Landi evit lavarout ar seiz seurt d’ar marc’hadour mel saoz.

War ar zizun, Lan a dapas e koad Toul-Zac’h eur bleiz bihan hag a oa donv evel eun danvad. Epad teir zizun e vagas e loen a-zoare ha da foar Landi e yeas gantan evit klask gwerz d’ezan. Abred, Lan a oa war blasen an denved, ar bleiz gantan en eur zac’h nevez. Eur mare bennak ec’h en em gavas gantan e vestr koz eus a Zant-Kadou, ha Lan a lavaras d’ezan :

— Sell, Job, ma peus c’hoant ober eun devez aour hirio, pren diganen va maout Spagn. Ar ouenn diwarnan a dalvezo d’an nebeuta teir gwech muioc’h eget gouenn maoutou pe meot ar menez, rak ar gloan a zo kalz krenvoc’h, kalz hirroc’h, ha dre-ze, kalz istimetoc’h.

Job a zellas oc’h ar maout Spagn a oa er zac’h, hag a lavaras :

— Daonet ! Lan ; heman zo henvel oc’h eur bleiz !

— Ya, ya, Job ; met, dre ma kosaio, e weli anezan o kemer stumm ar maoutou, met morse avad ne vezo henvel awalc’h oc’h meot ar vro-man, gwelout a ri, plijadur az pezo gantan, Job, kred ac’hanoun. Rak anat d’it, m’em befe unan bennak da droumpla, n’eo ket te eo, eur mignoun mad a-viskoaz.

— Ha pegement ar priz da baea ?

— Ma vije bet eun all o c’houlenn anezan, ne vije ket eat a vihanoc’h evit ugent skoed. Met d’it-te, e tennin ugent real, rak eur banne a baei, ouzoun ervad, d’az mevel koz.

— Deus d’an ti, ma pezo hanter-kant lur !… Great eo ?…

— Fei, Job ! ezomm arc’hant am beus, ha miuioc’h a vad a raio hanter-kant lur d’in eget va maout. Kas anezan ganez : koulz eo d’in rei d’it-te da brofita evel d’eun all.

Alan a oa lorc’h ennan e Landi gant e hanter-kant lur en e c’hodel, hag o sonjal edo pegen droch oa e vestr koz, pa en em gavas gantan an dintin Soaz he devoa roet eur pez dek lur d’ezan evit pevar lur mel ha daouzek lur pri-prad, teir zizun a oa.

— Ac’hanta ! aotrou Lan, ar mel a zo lipet, met ar pri-prad a zo choumet e deun ar pod !… Te zo eur paotr brao avad, paotr, ha ne ven ket pell evit mont da gerc’hat an archerien d’az lakât er goudor !

— Genaouegez ! ar mel saoz n’en em vir ket mad nemet pa vez war-c’horre pri melen eus Jerusalem, hag ar pri melen eus ar vro-ze a zo ker, ententit.

— Lipet eo ar mel diwar-c’horre ar pri, ha va bugale a zo atao gant an doken, ne ra ket muioc’h a vad da louzou d’ezo eget na ra eur palastr war eur c’har goat.

— Ankounac’heat am boa lavarout d’eoc’h rei mel d’ar vugale d’ar gwener kenta eus ar miz hepken, rak, pa vez roet en deveziou all, ne ra ket a vad.

— Perak n’ez poa ket lavaret ’ta, panezen ma ’z out ?

— Roit peoc’h, Soaz, rak d’eun dra bennak eo talvezet ho louzou.

— Da betra, ’gav d’it, e ve talvezet d’in ?

— Klaoustre ho peus breman muioc’h a skiant evit araok !

— Ya, rak te peus digaset eun tamm d’in gant da filouterez. Desket am beus diwar va c’houst diwall hiviziken dioc’h paotred ar mel saoz.

Pa oa en em gavet Job er gear gant e vaout Spagn, oa lorc’h ennan o tiskouez e babor da gement a garie her gwelout. Rei a reas pemp gwenneg d’an embanner, evit ma vije roet da anaout d’ar barrez e oa erruet eur maout Spagn e Sant-Kadou, hag e oa e ti Job an Taltez.

Hogen, ar mevel a lakeas ar maout er memes kraou gant an denved, hag antronoz vintin, pa oat eat da welout, edo an denved astennet war gouenn o c’hroc’hen, hag ar bleiz oc’h o drailha. Heman avad, daoust ma kave mad ar friko, pa welas oa digor an nor war ar c’hraou, a gemeras hent ar c’hoad, hep lavarout kenavo d’e berc’hen nevez, aoun en devoa na vije kulotet e benn d’ezan.

Evel just, d’ar merc’her war-lerc’h, Job n’oa ket divezad o vont da Landi, ezomm en devoa da gomz gant ar marc’hadour meot Spagn, hag ivez gant an archerien.

Lan, ken just ha fri ar c’haz, a en em gavas da vont en devez-ze ivez da Landi, da werza eur gazeg koz prenet gantan e foar Sant-Thegonnek, pevar miz a oa, evit ober e c’hounidou. Met araok mont ganti d’ar blasen foar, e lakeas d’ezi pevar dach aour e-leac’h pevar dach houarn en unan eus he c’hern a-drenv.

— Pegement ar c’hagn dreut-man ? a c’houlennas eur marc’hadour.

— Te n’az peus ket awalc’h a arc’hant da brena ar c’hagn-ze, a lavaras Lan, droug ennan, war e veno.

— D’in-me e talv pemp skoed, na mui na maes, eme ar marc’hadour.

— Ha d’in-me e talv pemp mil lur, eme Lan.

— Kea ganti d’ar gear, neuze, troc’h diot ; ganez e chomo.

— N’eo ket dioc’h e welout eo mont d’an dra, eme Lan. Sed’ aze eur gazeg hag a dalv muioc’h an tachou a zo en he zroad a-drenv eget na dalv korf hag ene, kroc’hen hag all. Sellit, savit he zroad hag e welfoc’h pevar dach aour pur o telc’her an houarn. An tachou-ze a uz evel an tachou houarn, met n’eus fors, bep gwech ma ’z an da houarna va c’hazeg, e c’hounezan d’an nebeuta hanter-kant lur, rak an aour a werzan e Montroulez en e briz, evel just ; ha, bep pemzek deiz, va c’hazeg a ro d’in hanter-kant lur, rak en he c’hern an tachou houarn a dro en aour. Met pemzek deiz a zo red evit an dra-ze.

— Ha perak e werzes da gazeg, pegwir ez eo ken talvoudus d’it ? Me gav ac’hanout eun tamm brao a amboubal !

— Me zo great va fortun ganen, hag a garfe gwelout eun all oc’h ober e hini d’e dro gant ar gazeg vurzudus.

— Ha pegement a leveres a fell d’it eviti ?

— Pemp mil lur, pe ez aio d’ar gear, boued a zo d’ezi.

— Alo ! d’in-me eo ! Deus d’an ti, aman, m’az pezo da arc’hant.

Biskoaz Lan n’oa bet kement a lorc’h ennan evel en devez-ze, rak biskoaz n’oa bet ken pinvidik. O vont d’ar gear edo gant e aour, pa en em gavas gantan e vestr koz, Job an Taltez, dispourbellet e zaoulagad en e benn.

— Aze ’maout, va lapous-me !… O klask ac’hanout edoun avad, just a-walch. Te ’z poa gwerzet eun diaoul a vaout Spagn d’in-me, dimerc’her avad, paotr, ha n’eo ket bet nec’het evit maouta va denved d’in !

— Lavarout am boa d’it, Job, oa gwella orin zo er vro.

— Ha te zo eun orin all, koulz hag ar maout Spagn.

— Petra eo ’ta, Job ? Droug ’zo ennout, evit doare ?…

— Droug ’zo ennoun !… Hag e piou ne vije ket, o welet laza en eun nozvez ugent danvadez e ratre vad !

— Va Doue ! Klaoustre ’peus laket ar maout er memes kraou gant an denved ! Alo ! alo ! na brasa fazi ! N’em boa ket lavaret d’it ivez ez eo ar meot Spagn brasa enebourien denved ar vro-man. Evel ki ha kaz emaint ! Che ! va Doue ! hag ez eo lazet da zenved, paour keaz Job ?

— Ugent danvadez am beus digaset diziou vintin d’ar c’higer, ha roet anezo e stok-varc’had, anat d’it. Ouspenn seiz kant lur koll am beus.

— M’am bije bet ar skiant da lavarout d’it lakât ar maout en e graou e-unan, ne vije ket bet erruet ar pez zo ! Met ne zonjen ket ivez, na te ne zonjes ket goulenn ouzin, Job, penaoz en em gemer gant da vaout nevez. Diês e kavan, avad, gwelet ez eus erruet ganez eun hevelep darvoud.

— Ma ! petra fell d’it, n’ez in ket en douar evit an dra-ze ; n’eo ket maro mil den eo, a drugare Doue.

— Nan, nan, gwir eo, Job, met evelato eo c’houek e dra da bep hini.

Goude m’en devoa gwerzet pemp mil lur e gazeg koz, Lan a oa c’hoenn en e loerou, ha, pa oa erruet er gear deus an noz, e lavaras d’e wreg :

— Gwreg vad, setu aman pemp mil lur am beus, bet evit va c’hazeg. Ar varc’hadourien kezeg, kaer o deus beza paotred fin, a gar evelato finnoc’h egeto. Met, paotr e c’hagn dreut, pa welo a-walc’h ne droio ket en aour pur tachou houarn e gazeg, m’oarvad a fringo, hag a glasko ar gwerzer ken en devo her c’havet. Rak-se ’ta, gwella tra hor beus da ober breman, eo tec’hout eus ar vro, goude ma vezo gwerzet ganeomp hon arrebeuri. Gant pemp mil lur, e c’hallimp prena boued evit eur pennad mad.

Eiz deiz goude, an daou bried a oa er Ponthou, en eul lochennig soul eus ar re vrava. Da gement hini a c’houlenne outo eus a beleac’h oant, e lavarent oant eus Brennilis, bro ar bilhaouerien.

E-doug eur pennad mad a amzer, Lan na c’hoarias ket e baotr ; gant e bemp mil lur e prenas eun tamm ti bihan hag a oa eur park outan. Ar wreg a joume dalc’hmat er gear da labourat he fark ha da gempenn he c’hrouadur. Lan avad ne deue d’ar gear nemet d’ar zadorn da noz, rak bemdez e vije o pilhaoua war-dro Plouigno, Plounerin hag an holl barreziou tro-war-dro d’ar Ponthou.

N’am beus ket lavaret d’eoc’h c’hoaz oa laer en aotrou Lan, ouspenn ma oa paotr fin. War zigarez pilhaoua, ar c’hanfard ne vije ket nec’het evit samma tra e nesa, pa gave an tu d’hen ober. Ar yer, ar c’honifled, an anduilh hag ar c’hig-moc’h eo a vije peurliesa ar muia en e c’houlou. E-keit ma vije mestrez an ti o furchal ar c’hognou o tastum ar pilhou, Lan, war zigarez lakât tan war e vutun, a dostea oc’h ar siminal, ha pa zigoueze gantan gwelet anduilh pe gig-moc’h o sec’ha, trumm e sanke e gountel enno, en eur lavarout : « Disul, Lizig ha me a lipo hor mourrou diwar goust Pipi Gouer ».

Ar vicher a laer a zo eur vicher vad a-walc’h, pa vez peoc’h ganti, met, siouaz ! abred pe divezad e ver tizet, an dourn er zac’h, ha neuze e vez keuz diwar-lerc’h.

Setu ar pez a zigouezas gant hor pilhaouer.

Pell a oa, eur wreg vad eus ar Ponthou, a ouie pe doare louarn oa Lan, gouzout a rea n’oa ket evit e zaouarn, hag e lakas doun en e fenn kastiza a-zoare ar paotr, pa gavche an tu d’hen ober.

Hogen, eun devez, war-dro mareou eiz heur deus ar beure, e welas Lan o tont en he zi, tiz warnan, hag o c’houlenn pilhou :

— N’em eus ket amzer breman da glask pilhou d’eoc’h, met it d’an tiez all eus ar geriaden araok, ha goude e teufoc’h aman, rak eur zamm eskern ha pilhou am eus aze da rei d’eoc’h hirio.

— Ya, ya, Mari, dont a rin bremaik, pa vezin bet en tiez all.

Mari neuze a yeas da glask daou dest e-touez an amezeien, ha daou baotr yaouank dibreder a deuas ganti.

— It aze breman er gwele-kloz, bezit sioul hag e tapoc’h logod… Me a zo o vont da lakât mountr Suzig a-ispilh oc’h an tach-man, hag eur yalc’h, boutonou enni, a lakin en e gichen.

— Ac’hanta ! Mari, klasket ho peus pilhou ? a lavaras Lan o tont en ti, lorc’h ennan ha laouen evel ar Spered-Santel.

— N’em eus ket bet eur begad amzer, paour keaz Lan ! Gwelet a rit emaoun a-zevri o ficha ar gweleou, hag a choum heman c’hoaz da aoza. Met bah ! bremaik pa vezo pouezet ar pilhou hag an eskern, ec’h ententin oc’h ar gwele-ze. N’ouzoun ket e pe du trei, hag hirio, ken just ha fri ar c’haz, va merc’h gosa hag ar vatez a zo eat da veza koveseat, hag ar baotred a zo eat d’ar park beure mad. Setu n’eus nemedoun er gear, ha dre-ze n’ouzoun ket e pe du sailha da genta, kement a labour a welan dirazoun. Met azezit aze war ar skaon da lakât eur c’horniad, keit ma vezin o karga ar pilhou a zo er c’hardi en eun arc’h.

— Ya, ya, Mari ; it dinec’h, ne yelo ket an ti gant al laer keit ma vezin e-barz.

Mari, sac’h ar pilhaouer ganti, a yeas d’ar c’hardi, tiz warni. Met, kerkent ma oa troet he c’hein, Lan a en em lakas a-zevri da zistaga diou anduilhen eus ar re vrasa, a dapas krog er mountr bihan. Kerkent ive an nor-wele a zigoras a-flao, hag an daou baotr yaouank a zailhas gant al laer. Spouronet oll, Lan na lavaras ket eur grik d’an daou ganfard hen delc’he stard etre o meudou. Mac’harit a erruas en ti, lorc’h enni o welet pegen brao oa tapet al louarn er griped.

Lan a en em lakas da ouela dourek, met e zaëlou na denerrajont ket nemeur kaloun ar wreg laeret, rak, eun heur goude, daou archer eus a Blouigno a oa oc’h entent oc’h al laer.

Lan ar pilhaouer neuze, daoust d’e glemmou, e-kreiz etre daou archer, a yeas da Vontroulez da ober anaoudegez gant an ti bras e-leac’h na weler ket an dud fur ; hag, hervez am eus klevet, e choumas eno eur pennad mad, pell deus e Lizig ha deus e vugel, da ober pinijen evit e laeronsiou.

Loeiz AR FLOC’H

(Stourmer).