Mont d’an endalc’had

Laer an anduilh

Eus Wikimammenn



LAER AN ANDUILH


————


— Klevet a rez, Finig, diwall mad da vreur ha da c’hoar, chomit en ti, me zo o vont da brenna warnoc’h, poent eo d’in mont da vedi da bark an tachennou pella.

« Ne finvin ket, mamm, bezit dinec’h, ne deuio den en ti, ha mar teufe unan bennag da c’houlenn digor, e c’hallo gortoz pell, ni ne livirimp grik.

Ar vugale, lezet outo o-unan, a oa keal ar waremm ganto. Finig, eur bugel dek vloaz, oa ar vestrez. Herveig, eiz vloaz, oa an hailhoun. Mariig, c’houec’h vloaz, oa ar verc’hodenn. N’oa ket peadra da veza nouet en tiegez. Eur c’hoarzadeg a ioa en ti, ma oa mantrus ! Evelato, Herveig, eat da gichenn ar prenestr, a welas er vaoz eur paotr koz daoubleget o tostaat oc’h toull an nor. Ken trumm ha tra an tri bugel a yeas d’ar zolier, a zigoras gouestadik unan eus an tri brenestr, ha da sellet oc’h ar paour o lavaret e bater. Grik ebet n’oa ganto e-doug eur pennad ! Koulskoude, Herveig a zirollas da c’hoarzin leiz e gof, hag ar paour a savas e zaoulagad war-zu al leac’h ma kleve ar c’hoarz, a astennas e dog en eur lavarout :

— Ho charitell en hano Doue !

— Ni a zo aman hon tri o c’hoari, hon tud a zo o vedi e park an tachennou pella, ha va mamm he deus difennet start ouzomp digeri an nor da zen, rak-se baleit !…

— Koulskoude em eus naoun bras, sec’hed am eus ivez, eur zec’hed imperial ! digorit d’in, mar plich.

— Nan, eme Finig, ne zigorin ket, mamm he deus difennet grons ouzin dibrenna an nor.

— Diez e kavan, rak me a oar kalz traou, gouzout a ran ober souben zruz gant mein, ha me pije digoret d’in, em bije desket d’it ober souben marc’had mad ha druz, ken druz ha souben ar c’hig sall !

— Dakebie ! eme Finig outi he-unan, setu aze eun dra avat hag a rafe plijadur d’am mamm, gouzout ober souben zruz gant mein !… Kement-all a boan a zo o sevel moc’h breman !… Ken ker eo ar c’hig sall !…

Finig neuze a lavaras d’ar paour gortoz hag e vije digoret d’ezan, gant ma tezkfe d’ezi ober souben ar vein, hag hini druz c’hoaz war ar marc’had.

Pemp minuten goude, ar paour a lakas e zac’h leun-chek, war an askom pe war ar skaon, tost d’an oaled. En eur heja e laou, e lavaras da Finig :

— Breman, merc’hig, gra eun tantad tan, lak diou skudellad dour er c’helorn, ha buhan war an tan. Kerz da glask eur mean gwenn, gwalc’h anezan er laouer a zo e-tal ar puns, ha pa vezo digailhar, deus trumm gantan, ma vezo laket er pod.

Evel a zigouez ato, pa oa eat Finig, ar gosa, er meaz eus an ti, an daou all a yeas d’he heul, aoun o divije bet o chom en ti o-unan gant ar paour koz barvek. Evel-se, heman n’oa ket bet daletoc’h evit lakat c’houec’h anduilhen en e zac’h, kement a oa oc’h ar skour hepken !

Ar vugale a erruas gant o mean gwenn gwalc’het ha sec’het a-zoare, hag hen teuler a rejont er pod.

— Ah ! ah ! eme ar paotr koz, breman, va bugale, diou pe deir batatezennig, eun ognounen vraz, ha bremaik e lipfoc’h ho mourrou diwar eur zouben hag a garfe ar Roue he dibri ; ya, ar Roue e-unan n’en deus morse lonket souben evel houman, nan, m’hen tou !

Ar vugale a redas adarre d’ar zolier da gerc’hat eun dournad ougnoun ha peder batatezen.

— Kign mad ar patatez hag an ougnoun, merc’hig, e-keit ma vezin o lakat eur c’horniad hag oc’h atanti tan dindan ar geuneud evit poaza hor friko, ar vein, evel a ouezes, a vez pell o vioc’ha, araok ma roont o druzoni. Penaoz a lavarfen-me d’it, plac’hig, daoust ha ne gavfes ket d’in eun tamm kig-moc’h sall war-dro aze, rak an tamm kig mean a deuzfe kalz buhanoc’h ma vefe laket en e gichen eun tamm kig gwirion !

— Eo sur, eme ar plac’hig, eun tamm a zo chomet aboe lein, hag a zo d’eomp da zebri bremaik d’hor meren-vihan, da beder heur.

— Bah ! bah ! diskouez anezan d’in, merc’hig !

— Sellit !… Setu hen !

— Ah ya, eur pikol tamm en-deün ! Abenn eun heur aman ho pezo daou lur, bugale, met lakomp heman ivez er pod da boazat. Laouen oun, bugale geiz, o teski d’eoc’h ober souben vad gant mein gwenn, hag ho mamm, pa deuio d’ar gear e serr-noz a vezo laouennoc’h c’hoaz, o sonjal ne ranko mui prena kig-moc’h da ober souben zruz d’he bugale. Hag ho tad ’ta, pegen evurus e vezo, pa welo e c’hallo gwerza e holl voc’h. Kement hini a zavo a vezo da werza, ne lazo hini ebet evit an ti. Met arabad d’eoc’h konta d’an dud all, na diskouez d’ezo penaos trei mein e kig-moc’h, hein ! pe mar teufe d’eun den all gouzout an dra-ze, c’houi ne ouesfec’h ket ken, ar vein ne drofent ket ken e kig sall ! Diwallit mad !… Ah ! me gav d’in ema an dour o virvi, pelloc’h ! trouc’h bara breman, paotrezig, ma vezo taolet dour bero warnan, ha buhan, digounet oun gant an naoun !

Ken buhan ha lavarout, ar barvek koz a oa oc’h an daol, o lonka souben domm, ha p’en devoa karget e gof, e lavaras :

— Breman, va bugaligou, me zo o vont da gas ganen an tamm kig bihan, an hini a oa dalc’het evidoc’h evit ho meren-vihan, hag e lezan ganeoc’h an tam bras, ar mean-kig. Hennez, a-benn div heur aman, a vezo poaz-mad ; grit tan a-zoare dindan ar pod, ha, kredit ar barvek. Biskoaz, na c’houi nag ho tud, n’ho peus tanveet eun hevelep souben !… Sellit, lakit ho fri a-zioc’h an ezen a deu eus ar pod, hag e welfoc’h ha gevier a lavaran !… Sell ’ta va brepoz ! edon o vont da lavaret kenavo d’eoc’h, hep beza goulennet hag-en a zo gwin en ho ti !… Bah ! bah ! gwin a peus ?

— Ya, gwin zo, chistr mad a zo ivez.

— Digas d’in neuze eur voutailhadig eus an eil hag eus egile, ma tiskenno va c’hig-moc’h d’an traon, merc’h !

Ar bugel hep argila, a roas e c’houlenn d’ar paour marlonk, hag en eur c’hoarzin, ar marmouz koz a lonkas a-stag-penn an diou voutailhad an eil war-lec’h eben. Anter-vezo neuze e tapas krog en e zac’h, hag e-tal an treujou e lavaras d’ar vugale :

— Bezit bepred sentus, arabad e vezo d’eoc’h hiviziken kredi re vuhan sorc’hennou an dud n’o deus youl all ebet nemet da veva diwar ho koust. Selaouit mouez ho mamm, hag arabad e vezo d’eoc’h digemer dindan ho toenn an dud ne anavezit ket mad. Ar gentel a roan d’eoc’h breman, a dalv ar pred ho peus roet d’in ! Kenavo !

Finig neuze, a wel he fazi, gouela ra, ha teuler a ra er vaoz ar mean-kig ne felle ket d’ezan rei e zruzoni.

An noz a zo deuet, ar vamm pa ’z a da aoza koan, a wel n’eus mui anduilhen ebet oc’h ar groug hag a c’houlenn da beleac’h int eat.

He merc’h Finig, neuze, en eur skrabat kern he fenn, a lavar d’he mamm ar pez a oa c’hoarvezet.

— Eur paour barvek a zo bet aze, hag a lavare e oa barrek da lakat ar vein da drei e kig-moc’h, ha me, o sonjal e vije an dra-ze talvoudus-braz evidoc’h, mamm geaz, o veza ma ’z eo ken ker ar c’hig-moc’h, a zigoras d’ezan an nor. Met siouaz ! goude m’en devoa karget e gof a gig-moc’h gwirion, goude beza lonket eur voutailhad gwin hag eun all leun a chistr, e tec’has ivel eul luc’heden, ha douetus bras, an anduilh a zo eat ive gantan !

— Gant va c’houeac’h anduilhen-me e c’hallo ober koraiz, al louz koz, ha te, loudouren, hiviziken, pa livirin d’it eun dra bennak, a c’hello senti !

— Ya, mamm, biken ken ne zizentin ouzoc’h !

Loeiz Ar Floc’h.