Mont d’an endalc’had

Krenn-Lavarou

Eus Wikimammenn
Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 75-77)



KRENN-LAVAROU

EN GALLEK Proverbes.


————


I.


Diwar breac’h al labourer ’man ar bed holl o veva.
x
Va mab, re goz eo ann douar evit ober goap anezhan.
x
Kass da ero da benn.
x
Seul gentoc’h,
Seul welloc’h.
x
Un dra grêt na tle netra d’un dra da ober.
x
Ar gwella bara da zebri
A vez gounezet o c’houezi.
X
Dioc’h a ri
E kavi.

II.

Er bloaz biseost nep a ve finn

A laka kanab el lec’h linn.

Douar askol, douar ed ;
Douar radenn n’e-d-eo ket.
x
Douar treaz, douar ed ;
Douar radenn n’e-d-eo ket.
x
Douar meinok.
Douar greunok.
x
Diwar ann treuz-ieod e vez ed ;
Diwar ann onkl na vez ket.
x
Gant ar prajou ez eo a vager al loened ;
Al loened a ro teil, hag ann teil a ro ed.
x
Bezinn loued ha teil breign
’Ra d’ar c’houer sevel he geign ;
Bezin breign ha teil loued
Lak’ ar c’houer da glask he voued.
x
Na espern teil, met espern had,
Ha mar t-eûz hadet un dornad,
Te hen devezo ur falsad.
x
Pa hadi, kass had,
Pe losk dihad.

III.

Pa sav al loar abars ann noz,

Had ar panez antronoz.


Teill denved hag hada dioc’h-tu

A lak’ ann heiz da veza dru.
x
Pa gan ar ran en kreiz ann deiz,
E vez poent gounid (hada) ann heiz.
x
Pa gan ar ran en kreiz ar prad,
E vez poent gounid pep had,
Nemet al lann hag ar pilad.
x
Hada lann en pep miz
Nemet enn miz Eost, ha pa vez avel viz.
x
Blavez hoginn, blavez ed,
Blavez irinn na ve ket.
x
Blavez c’huiled, blavez ed,
Blavez gwenan na ve ket.
x
Seiz blavez sec’hour na reont ket ur blavez kernez ;
Ur blavez glebour hen grafe.
x
Ar falla gounid euz a Vreiz
A zo gwiniz war-lec’h heiz.
x
Goude gwiniz, gounid (hada) heiz,
Gwella gounid a zo en Breiz.
x
Ar pez a zo grêt gant va zad

A zo grêt mad.