Mont d’an endalc’had

Ar mesaer-denved a c’honeaz merc’h ar roue gant ur gir hep-ken

Eus Wikimammenn
disanv (Dastumet gant Fañch an Uhel)
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 78-79)



AR MESAER-DENVED
A C’HONEAZ MERC’H AR ROUE GANT UR GIR HEP-KEN.


————


Ur wez a oa ur Roue bag a lâre n’hen defoa gret biskoaz gaou ; hag evel ma klewe bemde tud he lez o lâret ann eil da egile : — « Gaou a lâres ! Te a zo ur gaouiad ! » — a tisplije kement-se d’ehan. Ma lâraz un de da dud he di : — Souezet braz ez on ganhec’h ; an den divroad (étranger) ho klewfe o komz er stum-se a gredfe ez on roue ann dud gaouiad. Na ioullan ket (je ne veux pas) pelloc’h klewet komz evel-se em lez ; ann hini am c’hlewfe o lâret da un’ all, na eûz forz piou : — « Te a zo ur gaouiad ! » — me a rofe ma merc’h d’ehan ewit grœg.

Ur mesaër-denved a oa iwe e-touez ar re-all, hag o klewet komzo ar roue a lâraz en-han he-unan : — « Kement-man a zo mad ! Gwelet a vô ! »

Ar roue koz a blije d’ehan klewet kana soniou newez ha gwerziou koz, ha konta marvaillo fentuz. Aliez, goude e goan, a teue d’ar geginn, hag a kommerre plijadur o klewet he vewelienn o lâret toliou kaer, o konta kontadenno groac’hed-koz hag o kana. Pep-hini a lâre un dra bennag, d’he dro. — Ha te, potrig ann denved, te na ouzoud netra ? — Eo a-vad, ma roue, a lâraz ar potr. — Gwelomp eta petra a ouzout.

Ha ar mesaër-denved a lâraz neuze :

— Un de, pa oann o tremen dre ur c’hoad, a weliz ur c’had ar c’haera. Ur voul beg (poix) a oa ganen em dorn, ha me hi skei gant ar c’had, hag hi zapout eeün war e zal. Hag ar c’had da redek gant ar voul beg peget war he zal. Disgwezout a eure da ur c’had all, pehini a oa o tont a-eneb, stoka he fenn ous penn ann hini genta, ha setu peget an diou c’had tal-oc’h-tal , hag evel-se hec’h halliz ho faka eaz. Penoz a kavet kement-se, sir ?

— Kaer ! kaer ! eme ar roue ; ha goude ?

— A-raok dont d’ho lez da vesaër-denved, sir, ez oann potr-milinn en milinn ma zad. Un dez am boa re garget ma azenn, ma fe ! ma teuaz da dorri gwalenn he c’heign. — Al loen paour ! eme ar roue. — Ha me o vont da ur c’harz a oa tostig eno, hag o troc’ha ur geuneuden gelwez hag hi bouta en reor ma azenn, ewit ober d’ehan ur walenn-geign newez. Kerkent a savaz ma loen, evel pa n’hen dije bet drouk a-bed, hag a kasaz brao he sac’h d’ar vilinn.

— Kement-se a zo kaer, eme ar roue ; ha goude ?

— Ann de warlerc’h ar beure, setu me souezet braz (rag en miz kerdu a c’hoarveaz kement-man), o welet a oa savet delio ha kraon war ar geuneudenn gelwez, evel en kreiz ann hanv, ha pa denniz ma azenn er meaz he graou, ar brankou a savaz huel, huel, beteg ann ef. — Se a-vad a zo kaer ! Ha goude ? a lâraz ar Roue. — Ha me da bignad neuze a vrank da vrank er wezenn, kement ha kement ken a digweziz el loar. — Se a zo gwall-gaer ; ha goude ? — Hag a weliz eno groac’hed-koz o wenta kerc’h uzmolet (epluché). Met skuiza a riz prestig o sellet ar groac’hed-se. Pa c’hontaïz diskenn, na gaviz ken ar wezenn, rag ma azenn a oa êt-kuit. Penoz ober ? Ha me da skoulma pluskennou kerc’h ann eil ouz eben, hag hoc’h ober evel-se ur gordenn ewit diskenn. — Kement-se a zo kaer, kaer, eme ar roue ; ha goude ? — Met allas ! ma c’hordenn na oa ket hir a-walc’h ; un ugent troatad, war-dro, a faote d’ezhi ; hag a koueziz neuze war ur roc’hel vraz, ken rust, ma ’c’h eaz ma fenn doun er men. — Gwal-gaer ! gwall gaer ! a lâraz ar roue ; ha goude ? — Kement a riz neuze o tifretta, ken a zistagaz ma c’horf ouz ma fenn, pehini a chomaz er roc’hel. Ha me da redek d’ar gêr, da glask ul livier-houarn ewit tenna ma fenn er meaz ar roc’hel. — Kareoc’h pe gaeroc’h ! eme ar roue ; ha goude ? — Pa zistroïz, a oa ur pikol bleiz o tebri ma fenn ! Ha me o skei gant-han un tol livier-houarn, ken a dilampaz ul lizer ouz he reor ! — Gwall-gaer ! gwall-gaer ! eme ar roue ; met petra a oa skrivet iwe war al lizer-se ? — War al lizer-se, ma roue, a oa merket penoz ho tad a oa bet, gwez-all, potr-milin gant ma zad koz.

— Gaou a lâres-te brema, mab gast milliget ! a lâraz kerkent ar roue, o sevel en he zao. — Hola ! sir, setu deuet ma zol da vad ! eme ar mesaër-denved. — Penoz se eta ? — N’ho poa c’hui ket lâret, ma roue, penoz a rojac’h ho merc’h d’ar c’henta ho lakaje da lâret : Gaou a lâres ! — Gwir eo ; ur roue na dle kaout nemet ur gir, hag ar pez hen defe lâret na dle nepred dislâret. Warc’hoaz a vezo gret ann dimizi, hag ann eured eiz de goude.

Ha setu penoz ar mesaër-denved a c’honeaz merc’h ar roue gant ur gir hepken.