Kreiz-Ker, peger brao d’az kwelet,
Da bennik kuzet er goabren !
Evel bleuniou tan, ar stered
Strink a dreuz da dantelezenn
Ho sked, d’abardaez en han.
Kreiz-Ker, d’id deiz mad a laran.
Pa oan gwechall en da gichenn,
Sempl evel eur perroket bloa,
O klask distaga penn da benn
Rosa Rosæ, templum templa,
Nag a wech e choumen bodet
D’az gwelet ker mistrik brodet !
————
Oh ! eur mintinvez, n’ouzez ket,
Em beuz te kavet koantoc’h c’hoaz,
Koantoc’h eget n’oufenn laret.
Boue zo tremenet trizek vloaz.
A pa vevfenn pemp gwech pelloc’h
Vid’oun na vi nemed kaeroc’h.
War-zu Bro-Zaoz e oamp en hent.
Eun avel blei a strope
Ar gwerniou ken a wigourent.
An noz tenval du hirvoude
Frouden dansal oe pell d’iouzomp,
Ar c’houmou valse ma c’houeziomp.
————
Ar paour kez lestr, vel eur grogenn,
Nije war ar mor fuloret,
Wagenn hen gase war wagenn.
Ar stur vel pa vije torret
N’en doa tamm nerz evit senti,
Nag an ijin-tan ’vit trec’hi.
En hevelep doaré, e lec’h
Rodal e mor du ar zaozon,
Hi n’em gavaz etre divrec’h
Ot glaz Kastel-Paol-a-Léon.
Va joa ! p’arruez goulou deiz
D’az kwelet, Tour koantik a Vreiz !
————
Sellit, mignouned, sellit ta,
Sellit an touriou ker brudet,
Oh ! Sellit, sellit da genta,
Ar gaera heller da velet.
Kreiz-Ker biniget, an ervad
Evaz pez felle d’in larad !
|