Kovesion ar C’hlasker

Eus Wikimammenn
Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 61-70)



KOVEZION AR C’HLASKER KOZ


————


Madou ’r re-all ne c’hoanta ket
Evit o c’haout hep gwir ebet.


I


Er bloaz 1675, e weled bemdez eur paour koz e-kichen dor vrasa unan eus hor c’haera ilizou-meur. Gwisket e oa a druilhou, e vleo reustlet a ziskenne a vouchadou tro-dro d’e benn, hag a guze eul loden eus e dal roufennet ; e varo hir, deuet da veza gwenn gant an amzer, a c’holoe eul loden vras eus e asgre.

Ouspen bloaz a yoa abaoue ma teue bemdez evel-se da doull-dor an iliz da vare an ofisou. Meurbet iskis e oa e zoareou : chom a rea pelloc’hik eget ar beorien-all, ha ne c’houlenne an aluzen digant den ebet. Ha pa zigoueze gant eun den karantezus bennak rei d’ezan eun aluzen, ar paour a drugarekea o stoui e benn hep lavaret ger.

Morse ne lakea e dreid en iliz. Er gwasa derveziou kriz [eus] ar goanv kouls hag er re gwrezusa eus an hanv e kaved anezan en hevelep leac’h. Hag o welet e lagad difinv, e c’henou a dreuz, faeüs hag ankeniet, meur a hini a grede edo eno o paea evit eun torfed bennak.

Glao a rea er mintinvez-se eus a viz meurz, gwasoc’h evit pa vijed en uhel o teuler dour war an douar a varazou. Eur beleg a deuas da dremen, hag e chomas krenn a-zav dirak ar paour kez klasker, a grene gant ar riou dindan e druilhou distrempet.

Kalon ar beleg a vennas ranna gant an druez.

— « Va mignon, emezan d’ar paour, perak e chomit-hu aze evel-se dindan an dour-beuz-se ? It en iliz, pe deuit ganen-me d’ar presbital. »

Ar paour a skrijas o klevet komzou ker madelezus ; sevel a reas e zaoulagad war an hini a gomze outan, hag e c’hrosmolas etre e zent : « O ! ar vouez-ze !… he anaout a ran ! Na pebeuz sonjou kasaüs a zigas em spered ! Ar c’homzou-ze en doa lavaret evel evitan e-unan. Goude e lavaras a vouez uhel :

— « Piou en deus komzet ouzin ? »

— « Me, eme ar beleg ; pe seurt vad a c’hellfen-me da ober evidoc’h ? »

— « Ober vad d’in-me ! eme an den koz outan e-unan ; ober vad d’in-me ? »

Goude eur pennad e lavaras gant eur vouez nerzusoc’h :

— « Den ebet hiviziken ne c’hell er bed-ma ober vad d’in-me !… Me a zo eun den milliget ! eun den daonet !… »

Hag e kouezas adarre er stad m’edo diaraok ; e zell difinv, e benn pleget, e vuzellou prennet kloz. Ar beleg a fellas d’ezan gouzout hirroc’h.

— « Arabat eo d’eoc’h koll fizianz, va mignon, a lavare hen. N’eus nemet an disesper a gement ne c’hellfe ket beza pardonet. N’ankounac’haït ket hoc’h eus hiviziken eur mignon, ha mar ho pefe ezom eus eun dra bennak, deuit d’am c’haout hep aon ebet. »

Ar paour a zeblante beza bouzar ha mut.

Ar beleg a gemeras en e yalc’h eur pez arc’hant gwenn hag hel lezas da goueza e tok ar paour. Ne jomas ket goude da c’hedal eur bennoz-Doue !

O klevet an arc’hant o steki ouz an arc’hant, ar paour a zavas e benn, hag a gemeras ar pez gwenn-ze, o lavaret :

— « An dra-ze avat n’ez aio ket evel-se. N’hellan e doare ebet digemeret eun aluzen digant hennez… Ya, hen eo, sur oun brema. Anavezet mat em eus anezan dioc’h e vouez, dioc’h e vale, ha zoken dioc’h e zremm. Hen eo ! ya, ya, n’em eus douetanz ebet ! »

Ar beleg koulskoude a yoa eat ac’hano. Ar paour a dostaas ouz eun dall, hag e lezas da goueza en e grogen ar pez arc’hant nevez-roet d’ezan e-unan. Goude-ze e pellaas ive d’e dro, dastumet gwella ma c’helle en e druilhou.

Ne deuas ket, antronoz, d’e leac’h kustum. Hag ar beleg da lavaret pa dremenas dre eno : « Ho pezet truez, va Doue ! ouz eur pec’her paour ! »

Ar beleg-se oa an aotrou chaloni Jakez.


II


Daoulinet dirak kroaz e gambr, an aotrou chaloni Jakez a zo e spered gant e vloaveziou kenta, evel kuzet gant eur ouel du, ar pez a rea n’o gwele ket sklear a-walc’h. E yaouankiz a yoa, evel pa lavarfen, eur mister evitan. Tra souezus ! ar gwel eus ar paour truilhek-se ha ne felle ket d’ezan kaout skoazel ebet digantan, en deus divorfilet ha lakeat da virvi eur bern traou hag a yoa evel morgousket e tenvalijen e spered. Atao e oa bet lavaret d’ezan n’oa ken nemet eur paour kez bugel bet dastumet war an hent. Penaos eta e teu sonj d’ezan brema eus eur maner kaer ? Gwelet a ra zoken ar maner-ze en e spered : tro-war-dro ez eus tachadennou divent a c’hlasvez ; ama hag a-hont gwaziou trouzus o tiruilh eus an uhel hag o koueza e beoliou great gant mein-marbr eus ar c’haera. Bokedou a bep tu, gwez bras bodennek e leac’h ma kuz al lapoused o neizi. Eur bugel a zo dre eno o kemeret e blijadur e pep frankiz. Ar bugel-ze a zo karet ka great brao d’ezan. Bemnoz e teu eur vaouez d’e gerc’hat ha d’e gas d’eur gouele mat, o pokat d’ezan kant ha kant gwech-all. Ar vaouez-se a c’halv anezan : « Va mab ! »

Hag an aotrou Jakez a gred eo hen ar bugel koant-se, eo hounnez e vamm, ar vaouez-se ker madelezus ha ken dous ! O ! petra ne rofe ket evit gouzout he hano !… evit kaout c’hoaz eur pok digant e vamm ! Ha mar deo re zivezat evit gellout pokat d’e vamm, petra ne rofe ket evit gallout da vihana daoulina war he bez !

Ar beleg-ma a zo eun den a galon ; setu perak e lavar araok sevel en e zav :

— « Aotrou Doue, ho pezet truez ouz ar re o deus laeret diganin eürusded va amzer da zont ! Roït d’ezo ar peoc’h hag ar vuez a bado da viken ! »

Dirdign ! Dirdign ! Dirdign !

Kloc’hig ar presbital eo a yoa e bole.

— « Petra ’zo a-nevez ? » eme ar beleg.

— « Eun den klanv, toc’hor bras, a c’houlen kovez ouzoc’h araok tremen. »

— « Mat eo, mont a ran dioc’htu ganeoc’h ! »

Digouezet dirak ar c’hoz toull ti, an diaveziad a lezas ar beleg da vont en e raok.

— « It tre, aotrou, emezan, it ; aze eo ema ar paour a c’houlen ac’hanoc’h ; me a zo o chom du-ze, pelloc’hig. Dre druez eo ez oun eat d’ho kerc’hat. »

An nebeudig komzou-ze a ra d’ar beleg ober eur skrijaden.

Piou eo ar paour-ze O ! doueti a ra eo an hini en doa kavet e-kichen dor an iliz. Ha perak e c’houlen gwelet ar beleg hizio pa ne felle ket d’ezan e zelaou deac’h ? Piou oar ? Ha piou a zo bet eat morse betek goueled sekrejou an Aotrou Doue ?…

Hag o veza savet d’an neac’h gant an deleziou a gase d’ar zolier, ar beleg a roas eun taol glin d’an nor.


III


E gwirionez, ar paour dic’hiz, gwelet gant ar beleg en derc’hent, eo a yoa eno astennet war eum dournad kolo leiz.

Ya, hen e oa, hogen e pe stad truezus !

An eonen a deue eus e c’hinou, ar gwad a yoa war e zaoulagad, hag e tisplante ar bleo a zournadou eus e benn. An dizesper a yoa kroget ennan.

Reisaat a reas koulskoude o welet ar beleg.

— « O, emezan, bennoz-Doue da veza deuet ! Aon bras am boa da vervel hep ho kwelet c’hoaz !… »

— « Lavaret em boa d’eoc’h, eme ar beleg, e c’hellit fiziout ennoun evel en eur mignon ; ha brema, setu me dare da ober evidoc’h ar vad a c’hedit diganen. »

— « Sellit, neuze ; azezit aze, ha selaouit ac’hanoun. Va buez fall eo ez an da gonta d’eoc’h. Lezit ac’hanoun avat da zibuna ar guden penn-da-benn hep troc’ha va c’homzou. »

Ar beleg a azezas war eur skaon, hag o veza lakeat e boan da guzat ar beac’h a yoa warnan, e lavaras : « Setu me dare d’ho selaou ! »

Ar c’hlasker koz a zeblantas neuze disken ennan e unan, hag eur pennad goude ec’h huanadas, hag hen ha koms evel-hen :

— « Tech ar c’hoari en doa kaset ac’hanoun betek an dienez ; n’em boa mui gwenneg ebet evit paea va dle, hag e teuas ar vourc’hizien da lakaat foar war va zammig peadra. Ne jome mui ganen ken tra da ober nemet mont da glask va boued.

Daou zervez a yoa n’em boa debret tamm, pa zigouezis dirak eur maner eus ar re gaera.

Gwelet a rean eus an hent ar c’heginou, e leac’h ma ’z oa eun druilhad paotred ha merc’hed endro d’eur fourn houarn goloet a gastolorennou a daole a bep tu ar c’houez an dudiusa.

Ya, yer, houidi, ha traou all, en o leiz, a yoa o rosta dirak eun tan brao !

Eur mennoz heuzus a deuas d’in. Lakaat a ris pep fouge dindan va zreid, ha me o vont da gaout ar mestr keginer :

— « Aotrou ! emeve d’ezan. »

Heman n’en doa ket klevet ac’hanoun o tont hag ec’h en em gavas ken nec’het gant va c’homzou ma lezas da goueza war al leur ar podad viou a yoa gantan etre e zaouarn.

Kas a reas ac’hanoun da vale gant pep seurt komzou kasaüs.

— « Er-meaz ! emezan gant kounnar, n’omp ket kustum da vaga al lamponidi. Er-meaz ! ha buanoc’h evit an dra-ze ! pe bremaik ar chas a welo ha kalet eo ho ler… Hep ! distagit Kastor ha Pollux, hag hisit anezo ouz ar pez divalo ma ! »

Hogen, d’an ampoent e oe gwelet eun troc’h mat a zen o tont, soun e benn ha lemm e lagad.

— « Piou, emezan, eo an hini en deus hardiziegez a-walc’h da lakaat er meaz eus va zi ar paour a deu da c’houlen eur goudor ? Meur a wech, Valer, em eus lavaret d’it ez out kalz re rust. Rei a ran urz d’it da zervicha eur pred a zoare d’an den ze, ha p’en devezo debret dioc’h e naon e tigasi anezan betek ennoun. »

Ma oe red d’ar mestr keginer gorren e gounnar ha senti war an taol hep lavaret ger.

Kaset e oen goude va lein da gaout an aotro kont a Senak.

— « Va mignon, a lavaras-hen d’in, yaouank oc’h, dioc’h an doare, ha souezet oun ouz ho kwelet o klask an aluzen. »

— « Pinvidik oun bet, a liviris, hogen kollet em eus va holl danvez er c’hoariou. Pinvidik oan, ha micher ebet n’eus bet desket d’in ; setu perak n’ouien petra da ober pa ’z oun bet skoet gant ar reuz. »

— « Hag eun tammig deskadurez hoc’h eus ? »

— « Gouzout a ran lenn ha skriva. War an c’honchou, me gred n’ez eus ket kalz hag a ve en tu-all d’in. »

— « Ac’hanta, me a zo dres o klask eun den da c’houarn va danvez. Ha plijout a rafe d’eoc’h ar garg ? »

He digemeret a ris gant laouenedigez.

An aotrou hag an itron a Senak a oe meurbed madelezus em c’henver, kouls hag o mab, ha va dever striz e oa diskouez d’ezo anaoudegez vat. Ne ris ket, aotrou. Bez ez eus tud digalon, a zo ganet, lavaret e ve, evit pep seurt labouriou divalo. Me a zo eus ar re-ze. Implij fall a ris eus ar fizianz leun en doa an aotrou kont ennoun.

Eun dervez e tapas ac’hanoun o laerez e arc’hant a grabanadou.

En dro-ma ez eas droug ennan, ha n’eo ket hep abeg ; bouta a reas ac’hanoun er-meaz, o lavaret :

— « Kea ; gallout a rafen lakaat an archerien da gregi ennout d’az kas d’an disheol ; hogen, nan ! truez am eus ouzit ; kea, hag arabat e vezo d’i dont mui war va zro. »

— « Gwelet a ri c’hoaz ac’hanoun, kont a Senak, a liviris o tiskouez d’ar maner va dourn serret ; ya, dont a rin, m’hen tou ! »

D’ar poent-se ez oa trouz dre Vro C’hall a-bez ; edod e poent ar Valtam[1].

Tamall a ris an aotrou kont a Senak da veza a du gant an dispac’herien, hag evit rei eun tamm seblant d’am c’homzou e tiskouezis fals-paperou skrivet ganen va unan.

Kredet e oen, aotrou ; ha, daou zervez goude, an aotrou hag an itron a Senak a oe kaset d’ar prizon a hanved Bastille. O mabig a oe saveteet gant unan eus ar mitizien.

Roet e oe d’in ar maner hag e zouarou, e digoll eus ar boan am boa bet oc’h ober va labour ifern. Prestik goude e klevis lavaret e oa maro ar mevel hag ar bugel eat n’ouie dare den da beleac’h.

Ar c’hont hag ar gontez a varvas ive hep m’o divije gallet dont a benn da rei da gredi ez oant divlam. Neuze, me, Filip Franay, a c’hellje pelloc’h beva e peoc’h eus frouez va zorfed. Fazia rean a grenn. Va buez, siouaz ! ne oe azalek neuze nemet eur verzerenti griz hag hir. Broudou va c’houstians am c’hrigne, hag hiviziken peoc’h ebet ken evidoun nak en deiz nak en noz. Ya, aotrou, betek va nosveziou zoken a veze trubuilhet gant huvreou spontus.

Setu me neuze, evit kaout peoc’h, oc’h en em rei a nevez d’ar c’hoariou. Koll a ris, ha me o tont adarre da veza ken paour ha biskoaz. Red e oe d’in kwitaat ar maner-ze am boa prenet ouz priz ar gwad, ha den a-c’houdevez ne ouias petra deuis da veza… »

Ama ar paour a jomas a-zav eur pennadig, ha goude e lakeas e boan da zevel en e goaze, hag e lavaras :

— « Me, aotrou, me hag a zo ama dirazoc’h, me eo Filip Franay, an hini en deus lazet ho tud ha foranet ho tanvez.

Aotrou kont a Senak, an torfetour a zo en ho kalloud, grit outan ar pez a gerot. »

Ar beleg a yoa deuet tostoc’h d’ar c’hlanvour.

— « Petra livirit aze ? emezan ; me a zo eun emzivad, eur bugel bet kavet war an hent. »

— « Pa lavaran d’eoc’h eo c’houi an aotrou kont a Senak ! O ne fazian ket. Dioc’htu em eus anavezet ac’hanoc’h. Ha c’hoant hoc’h eus d’hen gwelet sklearoc’h c’hoaz ? Mont a ran da ober d’eoc’h kredi. Tronsit breac’h ho soutanen ; holl dud ho ti o deus eun tach du uhelloc’h eget an ilin deou. »

— « A ! paour, eme ar beleg, lavaret ac’h eus ar wirionez. O va zud ker ! va zad !… va mamm !… Roit d’in, Aotrou Doue, nerz a-walc’h evit pardoni d’an den-ma… »

— « Pardoni a c’hellez, eme ar c’hlasker ; paeet em eus, ker zoken ! Pa ’z oun deuet da veza paour evit an eil gwech, em eus gwelet mat peger bras e oa va zorfed, hag ez oun deuet a galon vat da veza paour-baleer, evit gellout, eun dervez, restaol ar pez am boa laeret. Bevet em eus en diouer a bep tra ha kousket a rean war ar c’haled ; hogen hizio me a zo paeet. Ya, hen lavaret a c’hellan d’eoc’h, kont a Senak ; setu ama hoc’h arc’hant : kemerit anezan, priz ar gwad eo ! »

Hag o veza dastumet an tammig nerz a jome gantan, Filip a yeas d’eun arbel haga dennas bozadou aour anezi da deurel e-harz treid ar beleg.

Hema avat a zistroas e zell gant heuz.

— « Petra ! eme ar c’hlasker, ne fell ket d’it kemeret ar restaol ? Ne fell ket d’it eta kennebeut ankounac’haat va zorfed ?… »

Ar beleg a zavas e vouez hag a lavaras gant madelez :

— « Pardoni a ran d’it, Filip Franay, evel den, hag, evel beleg, e savan va dourn da rei d’it an absolven zantel. »

......................................................................................................

Ar paour a varvas e peoc’h antronoz-vintin, hag ar chaloni ne ziskuilhas da zen ar pez en doa klevet gantan. Hogen, ne fellas ket d’ezan implija evitan e-unan an arc’hant a yoa bet restaolet d’ezan. Lakaat a reas an arc’hant-se da zevel eun hospital evit digemeret ha sevel ar vugale baour dilezet gant o zud pe emzivaded.

Bemdez en e bedennou e lavaras betek e varo, ha gant pegement a zaour ! ar c’homzou-ma eus ar beden desket d’eomp gant Jezuz-Krist e-unan :

« Va Zad, a zo en nenv, pardonit d’eomp hor mankou, evel ma pardonomp d’ar re o deus noazet ouzimp. »


————
  1. Fronde e galleg.