Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/Genver ha C’houevrer

Eus Wikimammenn
A. le Goaziou, 1939  (p. 3-12)



Genver ha C’houevrer


————

Eur wech e oa, eur wech a vo,
Komansamant an holl gaozo,
N’eus na mar na marteze
En deus tri zroad an trebe.


Eur wech e oa eun den koz hag en devoa daou vab, hanvet Genver ha C’houevrer. Evel ma ouzoc’h mat, Genver a deu atao a-raok C’houevrer. Genver a oa eta ar mab henan. Deut war-dro an oad a ugent vloaz, e skuizas e ti e dad, hag e c’hoantaas mont da vale bro. E dad a ro d’ezan eun nebeudig arc’hant, — rak n’oa ket pinvidik, — hag ec’h a en hent.

Goude beza baleet e-pad tri deiz, en em gav en eun ale vras ; e penn an ale-ze e oa eur c’hastell kaer.

— Ret eo d’in, emezan, goulenn beza kemeret da vevel er c’hastell-ma.

Skei a ra war an nor. Kerkent eo digoret d’ezan.

— Demat ! emezan d’ar porzier.

— Ha d’ec’h ivez.

— N’eus ket ezomm a eur mevel ama ?

— Eo sur. A nevez êt a zo unan kuit, hag a zo ezomm a eun all en e lec’h. Deut ganen, m’ho kaso dirak an aotrou.

Mont a reont da gaout an aotrou.

— Setu ama, va aotrou, eun den hag a c’houlenn beza kemeret da vevel.

— Hag a zo mat ! ezomm am eus end-eün a unan. Petra ’ouzoc’h ober ?

— Ma fe ! va aotrou, eun nebeud a bep tra.

— Ma ! eun den stummet mat a seblantit beza, plijout a rit d’in. Setu aman an divizou : Bemdez ec’h afet da labourat d’ar park, pe d’ar c’hoad, pe d’ar jardin, ’lec’h ma vo lavaret d’ec’h ; da guz-heol e teufet d’ar gêr, ha neuze ho pezo da ziwall ar vugale, hag ober holl ’vel ma lavarfont d’ec’h. Eur gopr kaer ho pezo, kant skoed ar bloaz, ha pa gano ar goukou ’vo fin ho ploaz.

— Kement-se holl a zo mat.

— C’hoaz em eus eun dra da lavaret d’ec’h : arabat ’vo d’ec’h facha, n’eus forz petra a vezo grêt pe lavaret d’ec’h, pe e vefet kaset kuit gant netra, ha c’hoaz e vezo savet korreenn d’ec’h, eur ruban kroc’hen ruz, adalek choug-ar-c’hil betek seul ho troad.

— Ma ! ze eo ar gwasa. Met c’houi, aotrou, ma fachit da genta ?

— Memez tra, e vo savet korreenn d’in ivez.

— Neuze c’hoaz…

Ma voe roet eur falz d’ezan neuze, evit mont da drouc’ha lann d’al lanneg, betek kuz-heol…

— Met n’ouzoun ket an hent d’al lanneg.

— Setu aze eur c’hi hag ho kaso hag a chomo ganec’h betek kuz-heol.

Mont a ra ar c’hi a-raok, — eur pikol ki, — hag heman war e lerc’h, e falz gantan war goubl e vrec’h. Arruout a reont en eul lanneg vras. Hag hen da drouc’ha lann. Pa voe skuiz, e fellas d’ezan diskuiza eun tammig hag ober eur c’hornad butun. Kerkent ar c’hi a deu d’ezan, o skrigna e zent hag o c’hrougnal.

— Tiens ! Tiens ! paotr mat eo.

Met ar c’hi a c’hrougne mui-ouz-mui, hag a sav outan o skrigna e dent.

— Sell aman ’vat eur c’hi ar foeltr !

Ma eo ret d’ezan paka e gorn-butun hag en em lakaat adarre da labourat. Du greisteiz e teu ar vatez da zigas lein.

Azeza ’reont en disheol war ar c’hlazenn, dindan eur wezenn fao. Diou skudellad soup ’oa gant ar vatez, unan soup bara gwenn, unan all soup bara du. Mont a ra Genver evit kemer ar soup bara gwenn.

— Hola ! eme ar vatez, heman eo soup ar c’hi !

— Penaos ! bara gwenn d’ar c’hi, ha bara du d’ar mevel ?

— Evel-se eman ar bed aman, va den mat !

Debri a ra e skudellad en eur c’hrozmolat, hag e c’hoanta neuze ober eur c’hornad, evel m’eman ar c’hiz. Met kerkent ar c’hi a lamp gantan adarre, o c’hrougnal, ma renk dioustu mont da drouc’ha lann.

Da guz-heol, ar c’hi a gemer hent ar c’hastell, ha Genver war e lerc’h. P’arrujont, e oa ar vevelien all gant o c’hoan er gegin, hag an itron o rei kig d’eze. Genver a zebras prim ha prim e skudellad soup, met kerkent ar vugale da lavaret :

— Me ’m eus c’hoant k… ! eme unan ; me ’m eus c’hoant st… ! eme eun all.

— Alo ! mevel nevez, eme an aotrou.

— Ya, ya ! eme C’henver.

Hag hen er-mêz gant ar vugale… Pa zistroas, n’oa netra ken war an daol : fin ’oa da goan. Ma selle Genver ouz an aotrou hag an itron, hep kredi lavaret netra.

— ’Barz va zi, a lavaras an aotrou, eman ar c’hiz penaos an hini a arru, pa ve klenket [1] ar boued, n’en defe netra ken.

— Ma ! eme C’henver.

— N’oc’h ket kontant ? eme an aotrou.

— Eo sur. N’eo ket ar wech kenta am eus grêt eur goan fall.

— Da gousket brema ! eme an itron. Eat en e wele, Genver a lavare d’ezan e-unan :

— Tapet oun bet hirio, met warc’hoaz e taolin pled.

An deiz war-lerc’h ar beure, e voe kaset adarre da drouc’ha lann d’al lanneg. Ma tremenas an deiz-man evel egile. Ar c’hi a oa gantan adarre, ha ne roe peoc’h ebet d’ezan pa c’hoantae diskuiza eun tammig. Da greisteiz e teuas ar vatez gant diou skudellad soup : ar c’hi a zebras adarre ar soup bara gwenn, ha Genver ar soup bara du. Da guz-heol e tistrojont asamblez d’ar gêr. Genver a oa gwall-skuiz ha naoun bras d’ezan.

— C’hoaz gant na vo ket evel dec’h da noz, a lavare d’ezan e-unan, hag e vin lezet en peoc’h da zibri va c’hoan !

P’arrujont, e oa adarre hanter debret o c’hoan gant ar vevelien all. A-boan ’oa da C’henver beza kroget en e skudellad soup, ma komansas adarre ar vugale da lavaret :

— Me ’m eus c’hoant k… !… Me ’m eus c’hoant st… !…

Genver ne ree van ebet da glevet aneze, hag a lonke soup.

— Alo ! Genver, eme an aotrou, na glevit ket ?

— Eo, sur, met mar karfent gortoz eun tammig.

— Ah ! nann, dioustu ! dioustu !

Ha Genver er-mêz gant ar vugale.

— Prim ! prim ! bugaligou.

Met kaer en devoa hasta, pa retornas, ’oa fin da goan, ha klenket ar boued diwar an daol. Ha ’vel na roe den netra d’ezan :

— Me, aotrou, emezan, am eus gwall labouret an deiz-man, hag am eus naoun.

— Ah ! gwaz a ze d’ec’h ! Lavaret em eus d’ec’h c’hoaz penaos aman an hini a arru, goude ma ve klenket ar boued, n’en deus netra da c’houlenn ken.

— Hola ! houman n’eo ket eur vuhez da veva outi ; labourat e-pad an deiz, ha tremen bep noz hep e goan !…

— Petra, n’oc’h ket kontant ?

— Nann sur, hag eun all em lec’h…

— Neuze ’vo savet korreenn d’ec’h dioustu. Alo ! paotred…

Ha kerkent pevar mevel a grogas en Genver gêz, hen lakaas en noaz hag hen astennas war e gof war an daol : kaer en devoa krial ha difrinka, e voe savet eur gorreenn d’ezan adalek choug e gil betek seul e droad. Neuze e voe laosket da vont d’ar gêr, ha ne voe roet netra d’ezan.

Distrei a ra Genver d’ar gêr, hag hen mezus ha neuz glanvus d’ezan.

Pa wel e dad anezan o tont :

— N’out ket bet pell, va faotr !… Arru out adarre war va c’hein, ha me hag a boan am eus o veva !…

E eil vab, C’houevrer, a lavar e partio ivez d’e dro, da welet hag hen a vezo evurusoc’h eget e vreur. Mont a ra, hag e tigouez er memez kastell evel Genver. Kemeret eo da vevel, gopret daou c’hant skoed ar bloaz, gant ar memez divizou, da lavaret eo, ar c’henta a deuje da facha eus e aotrou hag hen a vije savet korreenn d’ezan ; en divije da ober ouz ar vugale, goude kuz-heol, pa retornje eus e labour ; hag e vije fin d’e vloaz pa ganje ar goukou.

Kaset eo an deiz kenta da drouc’ha lann d’al lanneg, hag ar c’hi gantan ivez. Da greisteiz e teu ar vatez da zigas lein : ar c’hi a zebr adarre ar soup bara gwenn, ha C’houevrer an hini bara du. Pa fell d’ezan diskuiza, e lamp ar c’hi gantan, hag e skrign e zent :

— Sell aman ’vat eul loen kasus !… Ar c’hamarad-man ne chomo ket ganen-me pell !…

Da guz-heol e teuont o-daou d’ar gêr. P’arruiont, ’oa krog ar vevelien all gant o c’hoan. Roet eo ivez e skudellad da C’houevrer. Prestik goude e komans ar vugale :

— Me ’m eus c’hoant k… ! eme unan ; me ’m eus c’hoant st… ! eme eun all.

— Ac’hanta ! mevel nevez, eme an aotrou.

— Ya, ya, eme C’houevrer.

Hag hen gante er-mêz… Pa retornas, ’oa fin da goan : n’oa netra ken war an daol.

— Aman, a lavaras d’ezan an aotrou, eman ar c’hustum penaos an hini a arru, pa ve klenket ar boued, n’en defe netra ken.

— Ma ! ze ’zo mat da c’houzout.

— N’oc’h ket kontant ?

— Eo sur. Ne varvin ket evit eur goan fall, met eur wech all e taolin pled !…

Ha da gousket.

An deiz war-lerc’h ar beure, e voe kaset C’houevrer adarre da drouc’ha lann, hag ar c’hi gantan adarre.

— N’em eus ezomm ebet eus ar c’hi-man. Dalc’hit anezan er gêr.

— Nann, nann ! ar c’hi a yelo ganec’h.

— Ma !… Met gwelet a vo ha ni a deuio hon-daou emberr ! a lavaras goustadik.

Goude beza trouc’het lann e-pad war-dro eun heur, e c’hoantaas ober eur c’hornad butun. Hag ar c’hi da c’hrougnal, da skrignal e zent ha da lampat gantan,

— Goustadik ! kamarad. Bremaïk e welfomp eur c’hoari all !

Ha C’houevrer o trouc’ha e c’houzoug d’ezan gant e falz, hag o teurel e gorf en douvez. Neuze ec’h eas d’azeza dindan eur wezenn-fao ha da vutunat en peoc’h.

Da greisteiz, p’arruas ar vatez, e oa souezet bras pa na wele nag ar c’hi na C’houevrer. O klask, hen kavas gourvezet en disheol eur wezenn-fao.

— Pelec’h eman ar c’hi ? emezi.

— Ar c’hi ? me ’oar ’vat eo kousket war-dro pe êt war-lerc’h eur c’had bennak.

— Oh ! ar c’hi-ze ne gousk ket evel-se er park, ha ne red ket war-lerc’h ar gedon.

— Ma ! klaskit anezan, mar karit.

Hag ar vatez da glask, hag e keit-se, C’houevrer a zebras ar soup bara gwenn.

— Maleürus ! a lavaras ar vatez, pa welas korf ar c’hi en douvez, — lazet a teus ar c’hi !

Ha hi d’ar gêr raktal da lavaret d’an aotrou.

— Lazet a teus va c’hi, maleürus ! a lavaras an aotrou d’ezan, evel m’arruas.

— Ya sur. Hennez n’eo ket eur c’hi ’oa, met eun diaoul, a sonj d’in. Ha neuze, lavaret em oa d’ec’h miret anezan er gêr !…

— Gwell e vije ganen beza kollet daou c’hant skoed, mab ar c’hagn !

— N’oc’h ket kontant, aotrou ?

— N’oun ket kontant ?… N’em eus ket lavaret ze… Met laza va c’hi !…

— Me ’m eus c’hoant k…! … Me ’m eus c’hoant st… ! eme ar vugale.

— It gant an diaoul, ha lest ac’hanoun da zibri va c’hoan !

— Petra ! ankouaet ac’h eus dija hon divizou ?

— Me ’m eus c’hoant k… !…

Ha C’houevrer o kregi er paotr bihan hag hen teurel dre ar prenestr er-mêz :

— Kerz da g… ’ta, marmouz bihan !

— Mab an Diaoul ! teurel va mab dre ar prenestr !…

— N’oc’h ket kontant, aotrou ?

— Ha penaos beza kontant !…

— Ha neuze, gouzout a rit, e vo savet korreenn d’ec’h…

— N’em eus ket lavaret n’oun ket kontant… Met teurel va bugale dre ar prenestr !… It da gousket, ha warc’hoaz ’vo gwelet petra a vezo grêt.

Setu nec’het an aotrou gant C’houevrer.

— Heman avat, emezan, a zo eur paotr ha n’eo ket brao c’hoari gantan ! Petra ar foeltr a rin outan ?

An deiz war-lerc’h, ne voe ket kaset C’houevrer da drouc’ha lann. An aotrou a lavaras d’ezan :

— Deuit ganen d’ober eur bale d’ar c’hoad : laeret e ven bemdez, trouc’het e ve ar plant yaouank, diskaret e ve ar gwez. Gwaz a ze d’an hini a gavin !

N’oant ket êt pell, pa weljont eur vaouez koz o tastum tammou keuneud sec’h. An aotrou, a oa droug ennan, a dennas dioustu gant e fuzul hag a lazas mik ar baourez kêz koz.

— Manket oc’h avat ! eme C’houevrer. Me ’anavez an hini goz-se ; hounnez he deus tri mab, paotred an terrupla, ha na vankfont ket war ho puhez !

Setu aoun d’an aotrou.

— Kerz prim, emezan, da gerc’hat diou bal a zo er c’horridor e-kichen kambr va gwreg, ma touarfomp prim an hini goz, ha n’ouvezo den netra.

Mont a ra C’houevrer d’ar c’hastell. Gwelet a ra an itron hag an dimezell en o c’hambr, digor an nor warnê. Antren a ra :

— Me ’zo lavaret d’in gant an aotrou, emezan, dont da bokat d’ec’h ho-tiou.

Lampat a ra war an itron, ha pokat d’ezi.

— Ampoezon ! Charn ! me ’lavaro d’an aotrou, hag e raio trouc’ha da c’houzoug d’it !

Ha garm, ha kri forz.

— Hast buan ’ta ! a gri an aotrou, a oa dindan ar prenestr o c’hortoz.

— O-diou, aotrou ? a c’houlennas dre ar prenestr.

— Ya, o-diou, ha hast buan !

Hag hen o tapout ar verc’h hag o pokat d’ezi ivez. Ha kuit neuze, da gavout an aotrou, gant an diou bal.

Pa voe douaret ar vaouez koz e teujont d’ar gêr. P’arrujont, e lampas kerkent an itron e bleo he fried :

— Petra, den fall, kollet eo da skiant-vat ganit ?… Digas an diaoul-ze da bokat d’az merc’h ha d’in !…

— Ha posupl ’ve en defe grêt an taol-ze ? a lavaras an aotrou, o tistrei ouz C’houevrer.

— N’em oa ket goulennet diganec’h dre ar prenestr : « O-diou ? » Ha n’hoc’h eus ket lavaret d’in : « Ya, ya, o-diou, ha buan ?… »

— Mil malloz warnout, diaoul ! eme an aotrou o tiskouez d’ezan e zorn serret.

— N’oc’h ket kontant, aotrou ?

— Ha piou ’vefe kontant ?

— Neuze ’vo savet korreenn d’ec’h, evel ma ouzoc’h.

— N’em eus ket lavaret n’oun ket kontant, met n’eus forz piou em flas ne vefe ket.

Setu ne ouie ken an aotrou petra ober eus C’houevrer.

— Hen kas kuit dioustu, eme an itron.

— Neuze ’vo ret rei daou c’hant skoed d’ezan.

— O rei d’ezan, ha prim.

— Ya, hag ar gorreenn, d’ec’h-c’houi ’vo savet, pa ’z eo lavaret n’ achuo e vloaz nemet pa gano ar goukou ?

Setu int nec’het bras.

— N’eus forz, eme an itron, me ’gavo an tu d’en em zizober dioutan.

— Penaos ?

— Va lest d’ober ; gwelet a rafet hep dale.

An deiz warlerc’h ar beure, e lavaras an aotrou da C’houevrer : Kemeromp peb a fuzul, hag eomp da chaseal d’ar c’hoad.

— Pa oant o vont er-mêz ar porz, e klevjont en eur wezenn-dero a-us d’o fenn :

— Koukou ! koukou !

— Petra, petra ? eme C’houevrer, eur goukou o kana er vro-man en miz c’houevrer !… Biskoaz kement-all n’em eus gwelet. Bremaïk, loen brao, me ho tisko da c’hortoz ho koulz da gana !

Hag hen o tenna er wezenn. Ha kerkent, a vrank da vrank e kouezas eun dra bennak n’oa ket henvel ouz eur goukou. Pa dostajont da welet :

— Allaz ! allaz ! va gwreg ! eme an Aotrou… Ah ! mab an diaoul ! kef an ifern !…

— Fachet oc’h, aotrou ?…

— Ya, fachet oun sur, ha bremaïk hen paei d’in !…

Hag hen o sevel e fuzul evit tenna war C’houevrer, met heman a lampas warnezan, en eur lavaret :

— Goustadik, va mestr !… Gouzout a rit moarvat hon divizou ? Ret eo paea, pa goller.

Allaz ! hag e renkas an Aotrou kêz lezel sevel eur gorreenn d’ezan adalek choug e gil betek seul e droad, ha rei daou c’hant skoed da C’houevrer hag ouspenn ar gorreenn a oa bet savet d’e vreur Genver, hag a oa eno en eur gambr, en divil [2] eus ar voger gant kalz a re all.

Neuze e teuas C’houevrer d’ar gêr, ha stad [3] ennan.

Pa welas e dad anezan o retorn :

— Setu te distroet ivez ’ta, va mab C’houevrer, evel da vreur.

— Ya, va zad kêz, setu me distro ivez, met nann evel va breur, rak setu aman daou c’hant skoed en aour melen, hag eur gorreenn savet d’an aotrou, hag unan all hag a anavezo anezi, a gred d’in, va breur Genver.

Neuze e voe grêt eur pred kaer. Va mamm-goz a oa eun tammig kar d’eze hag a voe pedet ivez, hag evel ma klevas gant C’houevrer e-unan an doare eus a gement-man holl, m’ho ped da gredi n’em eus lavaret aman nemet pep tra gwir.

Kontet gant Marc’harid Fulup,
a Blunet ; miz kerdu 1868.


————
  1. Klenkan (Trég.), ramasser.
  2. En divil eus, suspendu, accroché à (ivez : a-ispilh, a-istribilh ouz).
  3. Stad ennan (Trég.), très fier (ivez : lorc’h ennan).