E pardoun-Fask Koniri
Pephini dap he hini.
Pegen seder ve Plougras
Hag ar zant kalz muioc’h c’hoaz
N’eur welet war he dachenn
Ar iaouankiz ker laouen !
Ar werc’hezet ouz ar vro,
Diou a ter leo diwar dro,
Deu kalounek da bedi
Koniri d’ho zimezi.
Ar baotred c’houi am c’hredo
Skanv ho zroad a red eno.
————
Med, va lezit da gounta
Pez a c’hwarvezaz eur bloa.
Eur flipadenn zo aboue
Ha pell zo gwintet va loue ;
Rag se ta va historik
Ne reio poan d’ar c’hézik.
————
Fanch Begek en doa prenet
Eur vantel. Meurs tremenet
N’hen doa c’hoaz kavet an tu
Da reï avel d’hi bleo du,
P’arruaz ar Zant kenta
Ouz an armel d’he denna.
————
Koniri, ervez he giz,
En enor d’ar iaouankiz,
’Neuz pedet an heol d’he c’hoel
Hag heman, evit diskwel
Ra he vad plijout d’ar Zant,
Strink d’ezhan he zellou koant.
————
Pardounerien a glever
En em glemm ouz an domder
Lod zoken a gemer drouk.
He vantel hirr war he chouk,
Fanch ia digor he c’hinou,
Neur rodal vel eun aotrou.
————
Ann dour a ruil war he vek ;
Ha ! gant-se ’man va Begek !
Ar merc’hedou o tremen
A zistag eur c’hwarzadenn…
Va loue gred en he galoun
E ar maout barz ar pardoun !
————
En hent : « Penoz m’oud distro…
Hep mestrez, goullo, goullo ? »
— Oh ! me Fanch, flour he lagad,
Ne wien pelec’h lammad…
Re sammet a vijen bet
Gant re deuz va c’houlennet…
|