Mont d’an endalc’had

Ar c’hiz

Eus Wikimammenn
A. Chevalier, 1885  (p. 129-132)



AR C’HIZ



Eur goumer n’en deo hi farez
Eo ar C’hiz. D’an holl é mestrez.
Pe hi vo koant, pe divalo,
Ar bed a lak da vont en dro.

Ker en deuz beza iskiz, skei
Evel eun dall a biou, a glei,
Mar gra van da c’houeza he fri
Flip, zodik kez ra evelthi.


E pep seurt renk tut va c’houmer ;
Pesketa ra er seminer ;
Ouzpenn eur Vari-Madalenn
Grog sioul e bek he gwialenn.

Prezeger goude hen beza
Daounet, n’euz mall d’hen briata ;
Itrounezet, dimezellet
War hi lerc’h dreist holl ve gwelet.

Setu aman, evit diskouez,
Giziou deuz renet en hon touez.
Ervez doare ar Vretounet,
D’ec’h ar primot, itrounezet.

Gwechall, bleo Margot kribet flour
Dalveze brao da vellezour.
Nemed pakadou stoup brema
Na welomp war penn ar goanta.


Eun tok a dri skoet, en he bez,
Pente gwechall eur farodez.
Gant tri c’hant lur plun, eun tamm sei,
En em goef hirie, — Ia, gav d’ehi !

War hi dammik tok, Margodik
A stag eur c’huil, eur penglaouik,
Eur c’haouenn… Oh ! bezit didrous…
Warc’hoaz e welfot eur marmous !

Eun amzer, ar c’hrinolinou
Roe bec’h d’an taboulinou ;
Gant ho c’helc’hiou, gant ho c’hroc’henn
Vije pentet ar verc’hodenn.

Gret he reuz gand ar c’hrinolin,
Ar C’hiz dro ar c’har en tu gin :
Margot blij d’ehi beza gwasket,
He lostenn outhi zo peget.


Hirie, va zud, piou oar petra
Zoug Margot war hi… feadra ?
Darn a lavar eur zac’h biniou,
Darn all eur bern c’huizigellou.

Pa n’ouzomp netra zur war ze,
Gwelloc’h ve tewel marteze
Ha reï ar foet d’an aotrounez
Vit distaga ar wirionez.


————