Kloarek Plourin
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloarek Plourin (Duhamel).
Ur c’hloarek iaouank a Blourinn
’N eûs c’hoantêt mont da gabusinn ;
D’ gabusinn ’n eus c’hoantêt monet,
D’ar gouent vraz, kouent Perhet.
Kriz a galon neb na oelje,
En kêr Huelgoat ma vije,
’Welet ann douar o c’hlebia,
Gant ar c’hloarek o kimiada :
— Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
Adieu d’ar gêr a Huelgoat ;
Adieu d’ar gêr a Huelgoat,
D’am c’hoarezed avantur vad.
Euz ma breudeur n’ gimiadan ket,
A deui’ d’ar gouent d’am gwelet ;
A deui’ d’ar gouent d’am gwelet,
D’ar gouent vraz, kouent Perhet.
— Ma mab, mar bijac’h bet bêlek,
Plijadur ganac’h bon bije bet,
Ho kwelet d’ar sul tro ’r vered,
En prosession ’n offern-bred.
— Bea bêlek a zo kargus,
Ur vicher a zo danjerus;
Ur vicher a zo danjerus,
Gwell’ eo bea relijius.
He dad, he vamm a lavare
Er gêr ann Naonet p’arrue : (p’arruent)
— Pelec’h ’man ’r gouent vraz aman ?
Me ’m eûs ur mab kloarek en-han ; [1]
Me ’m eûs en-hi ur mab kloarek,
War ar studi d’ vea bêlek.
— E-tro ar vered eo ema,
Me gred hen klewan o kana ;
Me gred ema tro ar vered,
En prosession ’nn offern-bred.
— Demad d’ac’h-c’hui, ma mab kloarek.
— D’ac’h, ma zad, p’hoc’h deut d’am gwelet ;
D’ac’h, ma zad, p’hoc’h deut d’am gwelet.
Ma mamm ha hi ’zo en ’iec’hed ?
— Iec’hed ’walc’h ’d-eûs digant Doue ;
Ho mamm ’zo ama koulz ha me.
— Itron Varia a Drue,
Pegen braz eo ar garante ;
Pegen braz eo ar garante
A ur vamm ’wit he bugale !
Dont hanter-kant lew d’am gwelet,
Ha me n’am eus ket meritet !
— Ma mab, pa ’z omp deut d’ho kwelet,
Petra ho mado a c’hoantêt ?
— Netra ma mado n’ c’hoantaan.
Met ho pennoz da chomm aman.
— Bea ’pô hon bennoz hon daou,
Hag un neubeud euz hon mado.
— N’ c’houlennan tra euz ho mado,
Met un dousenn mouchouero,
Da sec’ha ’r glis hag ann daero,
Pa vinn prezek er parousio.
Pa vô etrezoc’h ar partaj,
Roït d’ar baourienn ma heritaj ;
Roït m’ heritaj d’ baourienn ma bro,
’Wit m’ho defo sonj ac’hanon ;
’Wit m’ho defo sonj ac’hanon,
Ma pedfont Doue ewit-on.
War mene Kalvar ’zo ur groaz,
Ar gaera a welis biskoaz ;
Eomp holl d’ sikour hi dougenn,
’Sambles gant Mari Madalenn ;
Ni ’welo hon Zalver binniget
Ebars ar groaz krusifiet !
Kanet gant Anna Salik,
Plouaret.— 1864.
- ↑ Au lieu de hen-hi, pour la rime, car kouent est du féminin.