Kloarek Ann Ammour
Mar plij ganec’h e selaoufet
Ur werz ’zo a-newe savet ;
Ur werz ’zo a-newe savet,
Da gloarek ann Ammour eo grêt.
Kloarek ann Ammour a lâre,
En ti ’r C’halvez koz p’arrue :
— Aman expres me ’zo deuet
Da c’houl’ ouzoc’h ho merc’h Fiek ;
Da c’houl’ ho merc’h Fiek ’r C’halvez
Da zont ganen d’al leur-newez.
— Ma merc’h d’al leur-newe n’aï’ ket,
Gant markis Guerrand eo gourdrouzet.
— Lest-hi da dont d’al leur-newe,
Me ’difenno d’êhi he buhe.
— Gwisket ho tillad, Fiekka Kalvez,
’Wit mont gant ’r c’hloarek d’al leur-newez.
Pa ’c’h a Fiekka da em wiska,
’Em laka ’r c’hloarek da gana ;
’Em laka ’r c’hloarek da gana,
Da c’hortoz he dous Fiekka.
Markis Guerrand a c’houlenne
Euz gwazed, merc’hed, p’ho zremene :
— Kompagnones, d’in-me lâret,
N’hoc’h eus ket gwelet ar c’hloarek ?
N’hoc’h eus ket gwelet en de-ma
’R c’hloarek iaouank ’vont dre ama ?
— Aotro ’r markis, hon iskuzet,
N’ouzomp ket piou a c’houlennet.
— Iskuzi ’ran ar wez kentan,
Kloarek ann Ammour ’c’houlennan.
— M’eo kloarek ann Ammour ’c’houlennet,
N’ vô ket pell a-c’hann hen gwelfet :
Et eo aze d’al leur-newe,
Fiekka Kalvez euz he goste,
Gant-hê peb a abit newe,
Braoa daou den iaouank ’vale !
Markis Guerrand a lavare
D’ gloarek ann Ammour, p’hen salude :
— Kloarek, diwiskomp hon porpantjo,
Ewit komans ar gourenno.
— Salv-ho-kraz, gourener n’on ket,
C’hoari ar c’hleve, mar karet.
— Me ’m eus c’hoariet ar c’hleve,
’N he bales, dirag ar roue ;
’N be bales, dirag ar roue,
Lec’h n’aï’ nikun euz da ligne.
Kaeroc’h ê da abit, ma bostis,
’Wit ma hini, ha me markis !....
— Salv-ho-kraz, kemener n’on ket,
Bars en Paris ez ê bet grêt :
Bars en Paris ez ê bet grêt,
Serret oa ho ialc’h pa oe paeet.
— M’oa serret ma ialc’h pa oe paeet,
M’hi digorro pa vo roget.....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kriz a galon nep na oelje,
El leur-newe nep a vije,
’Welet tric’houec’h den-jentil iaouank
Dic’houinet holl war ’r païsant.
Gant-hê ’oa peb a gleve noaz,
Gant-han na oa met ur penn-baz,
Hag ann-hê holl a diskare,
Derc’hel he dous euz he goste.
Penamet ’nn traïtour Lomaria,
’Bresantas he gleve d’ehan ;
’Bresantas d’ehan he gleve,
En merk ’oa hen a c’honee.
Ar c’hloarek ’zo un den klouar,
Dolas he benn-baz d’ann douar ;
Penn-baz d’ann douar ’n eus tolet,
Tric’houec’h kleve noaz d-eûs-han treuzet !
Markis Guerrand a lavare
D’ Fiekka Kalvez eno neuze :
— Fiekkaïg koant, mar am c’haret,
Et da Werrand gant ma faotred.
— N’inn ket da Werrand gant ho paotred,
Gant-hê na gant seurt friponed ;
Gant-hê na gant seurt friponed,
Me ’chommo gant ma dous kloarek !
Fiekka Kalvez a lâre
D’he zad, er gêr pa arrue :
— Staget ho kezek euz ar c’har,
D’ gas ma dous kloarek d’ann douar ;
Laket anehan en ur be
Lec’h ma ’z inn gant-han bars tri de !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Plouaret, — 1854