Klevit, holl vugale Doue

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Klevet, ol vugale Doue.

A. Prud’homme, 1934  (p. 169-170)



N° CXXV. — Sul fask. Alleluia !
Ton : O Filii et Filiæ.


1

Klevit, holl vugale Doue :
Jezuz, ho mestr hag ho Roue,
A varv da vev zo deut hirie
               Alleluia !

2

Madalen, ganti diou all c’hoaz.
Ouz bez Jezuz pa dostaas,
Digor ha goullo e gavas.
               Alleluia !

3

Erruet ganto an doare.
Daou abostol diouz ar beure
Etrezek ar bez a rede.
               Alleluia !

4

Met an diskibl muia-karet,
Primoc’h ’get Per en deus redet ;
P’o deus gwelet, o deus kredet
               Alleluia !

5

Eun ael gwenn eno azezet,
A respont d’ar gwragez nec’het,
Ez eo Jezuz da vev deuet.
               Alleluia !

6

Er sal, dek eus an ebestel
En e sav dirazo E wel :
Peuc’h, emezan, d’eoc’h, tud santel !
               Alleluia !

7

An nevezinti pa glevas,
Eun abostol anvet Tomaz
Diskredik daoust da se ’chomas.
               Alleluia !

8

« Sellit, Tomaz, hep digarez
Ma zreid, ma daouarn, ma c’hostez
Hag anzavit ar Wirionez. »
               Alleluia !

9

Pa wel Tomaz kement gouli
’Zispenn d’ezan e izili :
« Ma Aotrou, emezan, oc’h c’houi. »
               Alleluia !

10

Eürus ar re o deus kredet.
Hep da welout ezomm ebet,
An Nenvou d’ezo vo roet.
               Alleluia !

11

Er gouel-man kaer dreist pep hini
Ra vezo dre-holl meuleudi
D’eun Doue ken mat ouzimp-ni
               Alleluia !

12

Ya, O Jezuz, ’vel ma tleomp
’Vit ho karantez evidomp
Mil trugarez d’eoc’h a ganomp.
               Alleluia !