Mignoned a Vreiz-Izel, kenvroiz evurus,
C’houi hag a vev en frankiz ’n eur vro blijadurus,
Selaouet klemmou poanius eur Breizad o vervel,
Dizec’het gant ar glac’har da vro goant e gavel.
Eveldoc’h me ’oa gwechall dinec’h ha dibreder :
Kentan dremwel ma bue a zo leun a sklerder !
Perak em eus dastumet, — frouden a zallente ! —
War eur beure ken lintrus koumoul ar fallente ?
O heuilh skoueriou dirollet ar wall-gompagnunez,
Em eus dilezet Doue ha kollet ar furnez ;
Peuc’h glan ma bugaleach me ’rofe hep anken
Ma bue ’vit ho kavet eur pennadig hepken.
Deut on pell diouz ma c’herent da glask pinvidigez,
Kavet em eus dienez, poan ha tristidigez.......
Ar paouran e Breiz-Izel a gav e-tal d’ezan
Eur mignon da zigemer e hirvoud diwezan.
Aman, me ’zo ma-unan hep tan na sklerijen,
’N eur gamprig noaz ha goullo leun a denvalijen.
Heol grouezus ma Breiz-Izel, dous e vefe d’in-me
Gwelet da skeud lugernus war vintiniou miz mae.
Ar moged du ha flêrius, ’vel eul linsel ganvou,
A guz ouz ma daoulagad ar gwel eus an nenvou ;
O ma bro muian karet, na welin ken, allas,
An oabl o steredenni a-us d’az prajou glas !
Ma skevent a zo dêvet gant eun êzen c’haro,
An êr a lonkan bemde en deuz blaz ar maro.....
Aveliou flour Breiz-Izel ’dreuz ar brug hag al lann
Deut da gas d’an divroet c’houez ar bodig balan !
Ha te, hunvre vinniget, konfort ar c’hlanvour paour,
Kas ac’hanon d’am zraouien war da ziouaskell aour,
Ma klevin c’hoaz kent mervel mouez sklintin ar biniou,
Kanaouen an alc’houeder ha kloc’h ar pardoniou.
Siouas, skeuden ma bue a dec’ha goustadig !
Breiz ne welo birviken distro he mab prodig.......
Doue leun a vadelez, c’houi ’glev ma hirvoudou ;
Grêt ma ’c’h in da ziskuizan da vered ma zadou !