Klemmo hon Zalver

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 51-52)



Klemmo hon Zalver
————


Ken zod on bet gant an dud ma on chomet gante,
Mes nebeut ane, siouaz, ’anve ma c’harante !
Ebarz an Arbel zantel, ’wit an dud koulskoude,
Dindan ar spes a vara, e choman noz ha de.


Nag a Gristen a hallje rei d’in ’r pez a c’houllan,
Eur galon dinam ha tom elec’h en em blijan !
N’eo ket ewit chom dalc’hmat ’tre bewar blanken yen
Ec’h on ’barz ar Zakramant roet d’ar Gristenien.

Ine prenet gant ma gwad, ine ken talvoudus,
Ine krouet ’wit an Nenv, ’wit bean evurus,
Penôs aruout eno, ma ’deuet ket da gât
An Hini a zo Bue, Gwirione ha Hent mat ?

An Hini ho pezo c’hoant, ’rôk kwitât an douar,
Da gât, pa welfet o tont ar maro ken digar,
An Hini vo ho parner hag a zo er bed-man :
Ho Tad, ho Preur, hag ive ho Mignon ar gwellan !

C’houi dreist-oll, ho peus kollet kerent oac’h sod gante,
A zo ganin evurus en o eternite,
N’ankoueet ket e c’hallan, widoc’h burzud dispar !
Bean ganec’h ha gante en Nenv hag en douar.

— O Jezuz, trugare d’ec’h, selaou a rin ho mouez ;
Alïesoc’h me deuio d’ho kât, a c’houdevez,
Rak c’houi, hepken, o ma Mestr, c’hall magan ma c’halon,
Derc’hel enni karante peurbadus ha gwirion.

Ganec’h me a vo krenvoc’h ewit stourm ouz ar bed,
Ganec’h ’kavin levenez, ganec’h ’m o doan ebet,
Ha pa vo gant ar maro sklaset ma muzello,
’N eur vervel e larin c’hoaz, ma Jezuz, hoc’h hano !

————