- Kinnigomp ar sakrifis man
Da Zoue, hon Tad ar gwellan
Sakrifis Jezuz war ar Groaz,
War an aoter a dremen c’hoaz.
- En oferenn, e gwirione(z),
Korf ha gwad Jezuz, Mab Doue,
E-lec’h ar bara hag ar gwin,
Aman dirazoun a welin.
- Gant ar beleg e fell d’in-me
Kinnig ivez an Oan-Doue
’Vit adori ’vel m’eo dleet
An tri Ferson eus an Drinded.
- Da drugarekaat an Aotrou
’Vit kement a vadelezou,
Warnoun ha war an holl skuilhet,
Abaoe m’en deus krouet ar bed.
- ’Vit goulenn pardon digantan
Eus ar pez a zisplij d’ezan
Ennoun hag en holl bec’herien :
Ar pec’hejou, ar yenijenn.
- ’Vit ma hado bemdez ennomp
Grasou da grenvaat ac’hanomp
Enep hon c’horf, an droukspered,
Hag enep ar bed milliget.
- Kinnig ’ran c’hoaz ar « Sakrifis »
’Vit hon Mamm santel an Iliz,
Ma trec’ho dre-holl er brezel
Graet a bep tu d’an Aviel.
- Bremasouden, ô ma Salver,
E tiskennot war an Aoter ;
Kargit a feiz krenv ma ene,
Ha ma c’halon a garante(z).
- Ho pet sonj, c’houi Gwerc’hez Vari,
Hoc’h eus e c’hanet ’vidomp-ni,
Taolit ’ta warnan ha warno(u)n
Eur sell a vamm, sell ar galon.
|