Da vro Gerne rôin va meuleudi gentañ :
Rak d’am c’halon e plij dreist ar broiou goantañ ;
Rak enni ’mon ganet dindan ar gwez dero
En eun devez c’hoarzus eus a viz Gwengolo,
E-kreiz ma oa dre holl lapoused o kana,
Hag an heol o tispak e sklerijenn splanna,
Hag ar gwez avalou, galloudus ha seder,
O kinnig frouez melen da bokou an dommder.
Enni ’karfen ive kousket eun de da zont,
E-tal ar re zo aet, war eur gredenn dispont,
Da glask pae deus o foan digant Tad an dud paour…
Sklaer vel tantad Gouel-Yann, lugernus vel an aour,
Te zo chomet, Kerne, va broig hollgaret,
Poltredet penn-da-benn e donder va spered.
Oh ! nag a wech am eus c’hoantaet kât diou-eskel
Pa welen evned gouez, douget dreist an avel,
O tont eus da lennou war o c’hiz d’ar môr braz ;
Pe koumoul a bep liv o tremen en oabl glaz,
Bet astennet o skeud war douarou Kerne !
Nag a wech, pa deuê diganid an arne,
Am eus douget avi d’ar gurun ha d’ar glo
O doa bet an eurvad da welet dremm va bro !
Dremm dudius, tôlenn dispar vid al liver :
Koajeier o tiston gant soniou diniver ;
Mil gêrig o c’hoarzin, kled dindan o gwe koz ;
Tosennou roc’hellek, saoniou gwaskedet kloz,
Dourigou mouskanus o font d’an traon gantê ;
Hag eur wech an amzer, brallet war dôl kreiste,
Eun tour loued bennag o lâret e Bater —
Te zo bepred e giz gwechall, bro dibreder :
Te vir an dansou koz, ar c’han hag ar vombard ;
Te vag ar merc’hed flour, ar botred gwévn ha stard ;
Te gar kement a zo birvidik ha laouen,
Te zo leun a c’houez-vad éd-tu, mél ha spern-gwenn !
————
Ha kement-se ra d’in, bro garet ma c’havel,
Gwelout em c’hunvreou meur a wech o sevel
Skeud flour eur vamm yaouank azeet ’n he c’hoaze,
Stok he zreid noaz er môr, hag he fenn er mene,
Dispak en eun tu d’ei eur mannad avalou,
En tu all eur vriad burzudus a vleuniou,
Hag en he dorn, zavet etrezek he muzell,
Eur bannac’h chistr melen o virvi ’n eur skudell !
|