Kentoc’h mervel !

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 337-339)



Kentoc’h mervel !


Da Gomb koz.


Para a neve a glevan…
Vo ken Brezoneg er vro-man ?
Vo ken komzet ’n hon ilizou,
Yez kaer, dudius hon zadou ?

Komb milliget an eus laret
Pe gentoc’h e vije daonet ;
E lemche deus hon c’halonou
Hon Fe, hon Yez hag hon Giziou

Ar Varzed, war an tôl mantret,
N’ ouveent petra da laret…
Tapet o deus bet o Zelen
Ha stennet mad d’ei he c’herden.

An Delen gant eur vouez spontus,
A lavar ar c’homzou nerzus ;

— « Nan, nan, biken ma Breiz-Izel,
Na vi flastret… Kentoc’h mervel ! »

Kentoc’h mervel ! e laromp hol,
Eget zenti ouz tud diroll ;
Klêv ac’hanomp, Komb den diboel,
Na blegfomp ket… Kentoc’h mervel !

Ne fell ket d’it hon Brezoneg,
Ni, na c’houllomp ket da C’halleg !
Kaer ’z po c’hoari, koz difroket,
Gant ar Brezoneg ’vi trec’het !

Ne c’houllez ket hon Seurezed,
Nag hon beleien kennebed ;
En despet d’ez falz-lezenno,
An dud-se ganimp a chomo !

Hon beleien gomzo dalc’hmad
En yez koz o mam hag o zad ;
Mar n’ o faeez, petra ’ra ze ?
Ni hon deus bara evitê !

Sonjal eta ’ra d’it penoz
E tiskari eur yez ken koz ?
Sonjal ’ra d’it eus ar Breizad,
Ober breman eur renead ?


Ar Vretoned a zo bepred
Evel gwechall pennou-kaled,
Evel gwechall ’virfont o Fe
Hag o yez en doujanz Doue…

Ar Brezoneg evel ar Fe
A zo roet d’ê gant Doue,
Ha kred ervad eus Breiz-Izel
Na derc’hfont ket… Kentoc’h mervel !

Kent ma vougi ar Brezoneg,
Te gollo, marvad, da C’halleg,
Zoken da latin, framason,
Ha c’hoaz ec’h i da Charenton !
...............................................................
O paourkez Komb, te dremeno,
Hag ar Brezoneg a chomo,
Ha goude ma vi tremenet,
Ar Brezoneg a vo komzet…

Tra ma vezo mor tro war dro,
Ha meneou ebarz hon Bro,
Tra ma vo derv en hon c’hoajo,
En Brezonek ni a gomzo ! ! !