Kalvar Landreger

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 333-336)



KALVAR LANDREGER


D’ar Groaz


War don : O Filii et Filiœ.


« Gant hon gweneien eo zavet,
» Gant hon c’halonou eo karet,
» Gant hon c’horf e vo difennet
» Ha ganti ni vezo zalvet !!! »


Diskan


Ouz ho troad ni zo evurus
O Kroaz Jezus !

O kroaz zantel, kroaz vinniget,
Digouezet eo an de karet,
Ma ’z omp dirazoc’h unanet,
O Kroaz Jezus !


Setu aman ho pobl doujus,
Setu ho Pretoned zentus ;
Ouz ho troad ez int evurus,
O Kroaz Jezus !

Aman holl an de a hirie,
Ni a zo d’ac’h gwir vugale,
Pardonit d’imp hon gwall-vue,
O Kroaz Jezus !

A bep tu n’eus nemed anken,
An amzer zo kri d’ar c’hristen,
Bezet bezet hon sklerijen,
O Kroaz Jezus !

Eneb d’ar Fe eur brezel foll,
A zo zavet hudur, diroll,
Miret ouzimp da vont da goll,
O Kroaz Jezus !

Jezus, Jezus… Zalver Jezus !
Diwar ho kroaz karantezus,
Groet warnomp eur zell truezus,
O Kroaz Jezus !


Astennet warnomp ho tiouvrec’h,
Evit ma vefomp holl dinec’h,
Skanvoc’h ive e vo hon bec’h,
O Kroaz Jezus !

Roet d’imp nerz en hon foaniou,
Frealz en kreiz hon zrubuilhou,
Kalon da heuilh ho lezennou,
O Kroaz Jezus !

True ouz hon Breiz dianket,
Rak mar d’eo bet diroudennet,
He c’houlen hirie glac’haret :
Pardon Jezus !

Roet adarre d’hon Bro gez,
Peuc’h, eürusted ha levenez,
Pellaet outi peb enkrez,
O Kroaz Jezus !

Warni, evel eur gedour mad,
En pep kroaz-hent, en pep keriad,
E pellafet pep droug dalc’hmad,
O Kroaz Jezus !


Zavit, zavit, kroaziou zantel,
Stank war douarou Breiz-Izel,
Ma kânfomp holl a vouez uhel :
O Kroaz Jezus !!


————