◄ Eur gir benag evit rei da c’houd en pesort stad a oa ar vro en amzer Zant Ervoan | Kentan Pennad. — He vugaleaj er ger en ti he dud | Eil Pennad. — Zant Ervoan o studian en Paris ► |
Zant Ervoan a zo ganet ar zeiz a viz here er bla 1253, er maner a Gervarzin, parouz ar Vinihy. He dad a oa he hano Tanguy Heloury, hag he vam Azo ar Genkiz. Dre ma oa nobl, Heloury renke mont awejo d’ar brezel, hag a greder a oa bet gant Per Mauclerc, duk a Vreiz, oc’h ober brezel d’ar Morianet barz an douar zantel. Goude ma oa arri er ger ahane eo a dimeaz da Azo ar Genkiz. Ar Genkiz na oa ket pell deuz Kervarzin, war dro eul lew, kichen lec’h a man breman Pen-ar-C’hoat, en parouz Peurit-ar-Roc’h : ahane weler parouz ar Vinihy gant he manerio hag he c’hoajo bian, hag an douaro mad a neuz Zant Ervoan baleet warnhe gwejal.
Ervoan Heloury ’ta a oe ganet ar zeiz a viz here, ha, vel ma man ar c’hiz vad en tiegezo kristen n’hon bro, a oe badeet an de warlerc’h. N’ouzer ket piou a oa he baeron hag he vaeronez. Barz iliz vraz Landreger a oe badeet, ha roet d’ean an hano a Ervoan.
Na ver ket gwel-zur pe oa ar mab henan pe na oa ket, med mar oa ar mab henan, vel a lerer, a glee bean den a vrezel vel he dad, hag a oa joa vraz zur en Kervarzin. He vam hepken na jonje ket a vije den a vrezel, hag adaleg neuze barz n’he c’halon a westlaz anean d’ar Werc’hez ; rag, herve laraz diweatoc’h da Ian a Gerhoz, an Otro Doue nevoa revelet d’ei dre eun hunvre, penoz ar bugel a douge a vije eun de eur zant braz. Dre-ze ar vam gristen-ze a zavaz he bugel en doujanz hag en karante Doue, diski reaz d’ean abred juntan he daouarn da bidi Doue, ar c’homjo kentan a diskaz d’ean a oa hano Jezuz ha Mari, ha zin ar groaz. Pa vije o vale dre barko Kervarzin gant he bugel, a diskoee d’ean aliez an noab, hag a lare d’ean : « Zell, Ervoanik, zell du-ze krouec’h, du-ont man ar baradoz, du-ont a man an Otro Doue, an ele hag ar zent, zell pegen kaer eo an noab, kaeroc’h eo c’hoaz an env, med na na di nemet ar zent, agant-se, ma fotr bian, a vo ret d’id bean eur zant. » Hag ar bugel a responte d’he vam : « Oh ia ! Mam, enon eo brao bean, oh ia ! me vo ive eur zant. »
Pemp a vugale nevoa Heloury, daou vab ha ter merc’h ; Katel oa tri bla kossoc’h vit Ervoan, hag a dimeaz da Ervoan an Alan, deuz Hengoat, an diou all na ouzer nag ho noad nag ho hano ; unan anhe a dimeaz da Riwallan Trakin, deuz Landreger, hag eben d’Ervoan Gonan. Ar mab all n’ouzer ket da biou a oa dimet na petore hano a nevoa. Kement eo bet zavet Ervoan dreist he vreur hag he c’hoarezet dre he vue zantel, ken eo bet ankoat ar re-man vit derhel jonj hepken dionthan.
Pell arog ma gerze he bugel, Azo a gasse anean ganthi da iliz Zant Tual ha da iliz an Itron Varia Koatkolvezou, hag enon westlaz anean d’ar Werc’hez. Ar statu-ze a bede mam Zant Ervoan dirak-hi a zo c’hoaz hirie barz iliz ar Vinihy ; ar Werc’hez a zo al loar dindan he zreid, he Mab war he brec’h, ganthan eun evnik bian, hag hen krog en he diweskel.
Zevel a rae eta Ervoanik Kervarzin, ha bep ma kreske a greske ive he skiant hag he furnez. Plijout a rae d’ean he gamarado bian diwardro, hag int ive a blije Ervoan d’he, hag aliez en em weleint hag a c’hoarieint asamblez ; rag, d’an amzer-ze vel breman, ar gerent hag an amezeien en em wele aliez an eil en ti egile, med vel ma oa hencho fall a renkeint mont war varc’h, tad, mam ha bugale, ha neuze vije redet dre an hencho hag ar gwenojeno da vont an eil da welet egile.
Adaleg neuze Ervoan a vije er pen kentan o kelen he gamarado pa vijeint ganthan o c’hoari, hag ouspen eur wej a neuz bet gret an Otro Doue burzudo evithan. Kasset a vije gant he dad da evesat ar parko hag al loened, hag eun devez a oa laret d’ean harz ar goulmet da disken war al logel-vraz a oa neve laket ed ebarz. Dont a rez en keit-se eun neubet kamarado da welet Ervoan, hag a oa ret c’hoari en tamik ; vit galloud chom en peuc’h eta da c’hoari, d’ober ho fedenno, ho frosision, ha marteze zoken da ganan an oferen vel ma vije kanet en iliz zant Tual, Ervoan a rez d’he gamarado zikour anean da lakat koz reillo hag eur goz rod-kar en toul ar park da harz ar goulmet da vond d’an ed. Ar goulmet a oa o sellet anhe ha na oaint ket spontet deuz-ze ; med ar vugale a hellaz kuitat ar park eur pennadik, na diskennaz hini bet diouthe war an ed : eun El a oa o c’hevesat ar park keit a oa ar vugale o c’hoari. Burzudo evelse a zo bet arriet ouspen eur wej gant Ervoan endro da Gervarzin hag er paroujo wardro ; darn anhe zo ankouat ha darn all a delc’her jonj c’hoaz dionthe.
Mont a rae awejo gant he dad d’ar pardonio, hag eun devez a oaint o vont da bardon Kerfot, lec’h ma oa enoret ar Werc’hez hag ar Mabik Jezuz a oa deut gant eun Otro ahane deuz an douar zantel. N’eur dremen ec’h ejont da welet Abaty Pempoul a oa bet zavet eun neubet blaio arog gant an Otro Alan, kont a Wælo. Digemeret mad a oeint gant ar venec’h a oa enon, hag Ervoan a zellaz kaer ouz ho gwiskamant. Goude bean gwelet ar gouent ec’h ejont adare gant ho hent entresek Kerfot, hag enon a bedjont dirag ar Werc’hez. Goude-ze Ervoan a gavaz enon kamarado da redek ha da c’hoari a dreuz parko endro d’an iliz, tol a rejont ho boto-koat en pen eur park benag, rag neuze na vije boto ler nemet gant an dud vraz, hag hi neuze da redek ha da c’hoari diarc’hen. Pad ma oaint o redek evelse a digoueaz d’ean troc’han he droad gant eur skod raden : « Aou ’ta, emean, me garfe na deufe ken a raden barz ar park-man ; » hag aboe a lerer penoz na neuz ket bet a raden barz ar park-ze.
Eun devez-all, n’on ket war digare petra, marteze vit eur gir ha na lareint ket anean ho daou memez tra, eur goëloard en em lakaz da wapat Ervoan ; he man, drouk enhan, a laraz d’ar goëloard a garje gwelet anean o kad kernio war he dal, vel ar zaout ; herve lerer, an den-ze deuaz d’ean kernio war he dal, hag he vugale war he lerc’h a doug kernio evelthan, na larer ket pe hir pe ver a oaint ; pe eo gwir pe na n’eo ket, an dud a neuz ar greden-ze dre ar vro, hag ar vilajen lec’h a oaint o chom a zo hanvet Kernio.
Ar gontadeno-ze ha kals a re-all a zo zavet deuz tamego chikan entre ar vugale skol ; bean zo hag a lar penoz ec’h eo bet Ervoan er skol en Yviaz, hag a lerer penoz ahane a gleve he vam o kozeal outhan, kouskoude Yviaz a zo pell deuz Kervarzin ; unan deuz he vignonet na grede ket ze, hag a laraz Ervoan d’ean : « Lak da dreid war ma re hag a glevi kouls ha me ; » hag a lakaz he dreid war re Ervoan hag a glevaz komjo itron Kervarzin. Marteze na oa skol ebet en Yviaz, med en abaty Pempoul a oa unan, hag a halfe ar zant bean bet enon er skol gant ar venec’h eur pennad benag ha bean bet en Yviaz gant unan benag dionthe. Barz an abaty-ze a hell bean anveet eun den iaouank hag a deuaz da vean he vignon, he hano oa Michel Vivien, an den-ze zo bet goude-ze abat en abaty Pempoul, hag a oa en kichen Zant Ervoan de he varo.
Eun dra hag a blije kaer d’Ervoan a oa an iliz, ar gan hag an treo kaer a vije endro d’an oterio. Plijout a rae d’ean mont d’an oferen d’ar zul ha war ar pemde pa helle, pe da iliz zant Tual pe da iliz Itron Varia Koatkolvezou, pa helle a ie zoken da respont an oferen. Enon a neuz tanveet da gentan petra eo karet Doue, enon bede a greiz he galon.
An noz tal an tan en Kervarzin a vije kontet kontadeno hag histoario, hag Ervoan a blije d’ean klevet an histoario-ze hag ar gwerjo hag ar c’hantiko vije kanet d’an amzer-ze, med trist a ie pa gleve he dad o komz deuz ar brezelio, ha pa jonje pegen kri eo an dud a ia evelse d’en em lahan barz ar brezel ; euzal a rae pa gleve nag a dud a golle ho bue er brezelio-ze. Abred a gustumaz kad true ouz ar bevien, rag gwelet a rae aliez ar bevien ezomek o tont da di he dud da glask an aluzen, n’alle ket harz da gad true onthe pa wele ho faourante, hag a ie d’an ti da c’houlen eun tam bara evithe. He vam a gasse anean ganthi awejo da welet an dud klanv, dreist-oll ar bevien glanv diwardro, hag he joa oa rei he-unan d’he pez a vije roet d’ean gant he vam. Dre ma oa bet kustumet abred evelse da welet an dienez hag ar baourante du en ti ar bevien, a chomaz ar jonj-ze n’he speret enpad he vue, hag a deuaz da vean madelezuz en kenver an oll, med muoc’h c’hoaz en kenver ar bevien, true n’ije outhe dalc’hmad hag a rae vad d’he muan m’alle.
Azo ar Genkiz, itron Kervarzin, ar vam vad-se hanval ouz an hini zo meulet gant ar roue fur Salomon, na gargaz ket tud all da zevel he bugale, magan rae anhe, kelen a rae anhe en hent ar furnez hag an doujanz Doue. Nag a wej a deuz laret d’he mab Ervoan : « An hini neuz c’hoant da vean eur zant ha da vont d’ar baradoz a gle bean fur, agant-se ma mabik, a vo ret d’ac’h ober deuz bean eur zant, n’ankoaet ket ze. » Ar c’homjo ze a chomaz dalc’hmad don en he galon, ha zeblantout a rae d’ean klevet he vam o laret ze d’ean aliez.
Zant Gwillerm, eskop Zant-Briek, a oa bet diskleriet zant er bla ma oa ganet Zant Ervoan, hag a oa bet gouelio kaer barz en Zant-Briek d’an amzer-ze, bet a oa enon kals Iskibien ha Kardinalet, bet a oa ive enon kals a belerined, hag a oa et a-bell ar vrud diouz miraklo zant Gwillerm. Heloury hag Azo, hep mar, ho devoa klevet komz deuz ar gouelio hag ar miraklo-ze, hag a jonjeint a vijeint evuruz mar vije ho mab eur zant evelse, ar jonj-ze a rae da Azo laret ken aliez d’he mab Ervoanik : « Ma mab, c’hoant a meuz a vez eur zant. »
Gant he vam, Zant Ervoan a diskaz ezet he bedenno, hi hec’h-unan a diskaz d’ean ar c’hatekiz, ha pell arog he bask kentan a gomze d’ean deuz an de kaer-ze. Dont a rez an de evithan d’ober he bask kentan, hag an de-se, piou alfe laret pegen evuruz en em gavaz Ervoan, pa resevaz vit ar wej kentan he Zalver ; ia, an de-se he beden a zavaz c’hoaz muoc’h kalonek entresek an Otro Doue, prest goude a oe konfirmet gant Eskob Landreger Alan a Lezardrenv.
Neuze eo a jonjaz he vam kemer eur mestr all d’ober skol d’he mab. Bean oa en Pleuvian eun den iaouank fur, eun neubet blaio kossoc’h vit Ervoan, he hano Ian a Gerhoz, henez a oa bet er skol gant person Pleuvian, Ervoan Trégoezel, hag a oa disket war ar gallek hag al latin ; an den iaouank-se eo a choazaz Heloury d’ober skol d’he vab, tud a anoudegez a oaint, hag en-tuont da ze, kerent a oaint ; ha dre-ze a ouie penoz gant henez na nije Ervoan nemet kentelio mad. Ian a Gerhoz a reaz skol d’he gamarad bian deuz he wellan, ha kement a gare anean ken a heuillaz anean dalc’hmad, en Pariz, hag en Orleanz ; ha kazi hed he vue, bevet a neuz pelloc’h vit Ervoan, ha d’an noad a bevar-ugent vla a roaz testeni dirag an Iskibien penoz Ervoan a oa bet dalc’hmad eun den fur ha zantel meurbet.
Goude-ze ec’h eint ho daou, Ervoan hag he genderv, da skol gant person Pleuvian, eun all a vije gant-he c’hoaz, Ervoan Suet deuz ar Roc’h. Pa oaint bet eun neubet blaio evel-se er skol en Pleuvian, a renkjont jonjal mont pelloc’h vit achui ho studi. Ervoan a nevoa disket kals enpad ar blaio-ze, hag a jonjaz he dud kas anean da Baris, Ian a Gerhoz a glee mont di ive, rag d’ar c’houls-ze na oa neblec’h skolio ken brudet vel re Baris.
Ret a oa eta n’em guitat, marteze na n’em weljeint ken ahan d’eur pennad mad, rag diez a oa mont da Baris, ha ken a vije achu ar studi na retornet ket d’ar ger. — Na meuz ket ezom da laret d’ac’h penoz a ouele Azo o sonjal a oa o vont da gimiadi ouz he mab, marteze vit biken, med a dra-zur vit hir vlaio. Ha neuze, iaouank a oa c’hoaz Ervoan, na nevoa nemet parzek vla, hag a halje kad ezom c’hoaz aliez deuz kelennadurez he vam ; trist a oa he c’halon o kuitat he mab, renkout a rae lezel anean da vont, kazi he unan-pen, d’eur ger lec’h a nije gallet koll bue ar c’horf ha bue an ine, med bepred a lezaz anean da vont, rag bean devoa eur fe vraz en Doue, hag ouspen eur fianz vraz en Ian a Gerhoz, mignon he mab.
D’an amzer-ze a oa ret mont da Baris war varc’h, Heloury a bedaz eta unan benag deuz he vignonet da dont gant-han da gas he vab da Baris ; ha vel ma oa ret bean armet mad gant aon rag al laeron, a lakejont ho dillad houarn, hag a gemerjont ho armo. Ervoan a laraz kenavo d’he gerent ha d’he amezeien, ha da iliz zant Tual, hag a iez en hent gant he dad hag he vignonet ; hag he vam a laraz d’ean c’hoaz he c’homz diwean : « Ma mab, bet jonj da vean fur ha da vevan deuz bean eur zant. » Ervoan a respontaz, an daero n’he daoulagad : « Ia, ma mam, jonj a mo. » Trist a oa an amezeien hag ar bevien diwardro o welet ar potrik-ze a blije d’he kement o vont ken iaouank ken pell diouz he vro hag he dud ; hag ouspen unan war an hent a laraz d’he : Kenavo ha beaj vad.