◄ Red eo d’ann den en em zisprizout he-unan | Kenta levr - III | Diwar-benn ar furnez enn hon oberiou ► |
1. — Euruz eo ann hini a zo kelennet gant ar wirionez he-unan, gant ar wirionez oc’h en em ziskouez evel m’ema, hep spesou, hep komziou a ia gant ann avel. Hor skianchou hag hor menosiou a ra d’e-omp fazia aliez ; nebeud a dra a zeskomp gant-ho.
Na petra dalvezfe d’e-omp gouzout ann traou ne d-int ket anavezet c’hoaz pe ar re ne d-int nemeur, pa’z eo gwir, e deiz ar varn, Doue hor barner a davo war gement-se ? Diskiant braz omp o tilezel ann traou a zo mad ha red, evit en em rei da glask ann traou a zo dibaot hag a hell noazout ouz-omp. Daoulagad hon euz ha ne welomp berad.
2. — Na petra dal diviz diwar-benn ann dra-ma pe ann dra hont ? Ann hini a vez ar Verb, Doue ar Map, o komz out-han, hen-nez a zo er-meaz a dregas dioc’h eur maread a zonjezonou. Digant ar Verb e teu pep tra, ha pep tra a lavar n’euz nemet unan : hen eo ar penn-kenta a gomz ouz-omp. Hep-z-han, den ne d-eo evit klevet mad tra e-bed, nag ive evit barn ervad.
Ann hini ne choanta nemet eunn dra, hag a ra pep tra evit eunn dra, hag a wel pep tra enn eunn dra, hen-nez a hell beza sounn he galoun, hen-nez a vev e peoc’h hag e Doue. O Gwirionez a zo Doue, grit na vezinn nemet unan gan-e-hoc’h er garantez da viken.
Me a skuiz aliez o lenn hag o klevet kemend a draou ; enn-hoc’h hep-ken ema kemend a fell d’in ha kemend am euz c’hoant da gaout. Ra davo ann dud gwiziek ; ra davo dira-z-hoc’h, o va Doue, kement tra zo krouet ; komzit ouz-in choui hep-ken.
3. — Seul vui en em denno ann den enn-han he-unan, ha seul vui ma vezo izel he galoun, seul easoc’h a ze ec’h hello deski kalz a draou ha traou uc’hel, o veza ma skuillo Doue war-n-ezhan sklerijen ann env. Ann hini zo glann hag izel he galoun, ann hini a zo stard er mad, hen-nez ne vez ket dievez he spered ha pa rafe kalz a draou ; rak ober a ra pep tra evit Doue, ha n’en em glask ket he-unan e netra.
Muia tra zo oc’h enebi ouz-hoc’h, muia tra zo o kreski hoc’h enkrez, eo c’hoantegesiou direiz ho kaloun. Eunn den mad hag a zoujans Doue, abarz ober netra, a dro hag a zistro e diabarz he galoun ar pez a fell d’ezhan da ober ; he oberiou n’int ket evit lakaat anezhan da heulia he zrouk-ioulou ; enn enep, plega a ra anezho hervez ar skiant vad.
Piou a rank stourm startoc’h evit ann hini a laka he boan d’en em drec’hi he-unan ? Hor brasa labour, hor labour hep distak a dlefe beza eta en em drec’hi hon-unan, dont da veza bemdez krevoc’h eget-omp hon-unan, ha dont da veza gwelloc’h-gwella enn eunn dra-bennag.
4. — Oc’h ar stad wella er bed-ma ez euz stag eunn drouk-bennag, hag ar sklerijen hon euz n’ema ket hep tevalijen. Oc’h en em anaout mad he-unan, ann den a ia da gaout Doue dre eunn hent eeunoc’h eget o klask dont da veza gwiziek-braz.
Evit gwir ne oufed ket lavaret ez eo eunn dra fall ar wiziegez nag ann anaoudegez euz a eunn dra-bennag, pa’z int mad dre-z ho ho-unan, ha pa zeuont digant Doue. Evit kement-se, eur galoun c’hlann hag eur vuez vad a zo gwelloc’h a bep hent evit an traou-ze. Kalz a dud, o veza m’ho deuz muioc’h a aket da zont da veza gwiziek evit n’ho deuz da veva ervad, kalz a dud a fazi aliez, ha goude poania ne c’hounezont tra, pe ne c’hounezont nemeur.
5. — Ma ve ann dud ken aketuz da vouga ho zechou fall ha da c’hrisienna ar mad enn ho c’haloun, ha ma’z int da zevel divizou kaer, ne welfed ket ken aliez a weach tud ken direiz ebarz ann abatiou. Hep ket a var, e deiz ar varn ne vezo ket goulennet ouz-omp petra hon deveze len-net ; goulennet e vezo petra hon devezo great ; ne vezo ket goulennet ken nebeut ha ni hon devezo prezeget kaer ; goulennet e vezo ha ni hor bezo bevet hervez ar feiz hag e doujans Doue.
Livirit d’in : e peleac’h ema brema ar re vraz hag ann dud gwiziek hoc’h euz anavezet mad e-pad ma oant beo, e-pad n’oa hano nemet anezho ? Re all a zo deuet enn ho goude, ha n’ouzoun ket hag hi ho deuz sonj brema euz ar re-ze. Brudet mad ha meulet e oant pa vevent ; brema ne gomzer mui anezho.
6. — O ! na peger buan e tremen gloar ar bed ! Plijet gant Doue e vije bet ho buez hervez ho deskadurez ! Neuze ho divije lennet ha desket ervad. Dre ma’z int dibreder gant servich Doue, nag a dud en em goll dre ho gwiziegez ne dalvez netra ! O veza ma kavont gwelloc’h en em zevel eget en em izelaat, dre-ze eo e troont gant avel ho huvreou.
7. — Braz eo evit gwir ann hini en deuz eur garantez vraz. Braz eo e-leal ann hini a zo bihan dirak he zaoulagad he-unan ha ne zalc’h stad e-bed euz ann enoriou brasa. Fur eo evit gwir ann hini a briz holl vadou ann douar evel teil, evit gounid Jezuz-Krist. Gwiziek eo evit gwir ann hini a ra pep tra hervez Doue hag en em zilez he-unan.
Bez’ez euz diou gelennadurez ; koulskoude n’euz nemet eur wirionez hep-ken : kelennadurez Doue, stard evel-d-han, kelennadurez ann dud, edro evel-d-ho. Doue a skuill he gelennadurez enn eneou a zo o c’hedal anezhi ; hag ar sklerijen a ro d’ezho a zo eul loden anezhan he-unan, eul loden euz ar wirionez veo bepred. Ar wirionez-ze, kinniget d’ann holl, a zo roet puilloc’h d’ar re a zo izel ho c’haloun ; ag o veza ma ouzont ne zeu ket ar wirionez-ze anezho ho-unan, o veza mac’h hellont koll anezhi e peb mare, o veza ive ne d-eo ket ar wirionez-ze evit senti e nep kiz ouz ar spered a vez sklereet gant-hi ; ar re-ze, pa vez ar wirionez enn ho c’hers, n’em em veulont ket enn-ho ho-unan.
Dishevel-braz eo kelennadurez ann dud. O veza ma teu anezho ar gelennadurez-ze, en em veuli a reont enn abek d’ezhi : « Ar menoz-ma a zo va zra ; me eo am euz lavaret da genta ann dra-ma pe ann dra-hont ; em raok-me ne ouie den netra euz ann dra-ze. »
Map den, chetu da gomziou. Evelato hep dale pell e vezo freuzet ar pez a rea levenez ann dud gwiziek : da genta e c’hoarzer goap anezho ; ho gwirionesiou a vez lekeat gevier ; ho menosiou kaer a vez lekeat traou didalvez, ha goude-ze ne zonjer mui enn-ho. Gant ann amzer ez a bete zo-ken hano ann dud diskiant a grede ne dlient ket mervel.
O va Jezuz, roit d’in, me ho ped, ho kwirionez santel, evit ma viro oc’h va spered da fazia biken.