◄ Red eo d’e-omp kemeret skouer dioc’h Jezuz-Krist hag ober fae euz a draou ar bed | Kenta levr - II | Diwar-benn kelennadurez ar wirionez ► |
1. — Pep den a c’hoanta dont da veza gwiziek ; koulskoude, petra dal ar wiziegez hep doujans Doue ? Eunn tiek paour, o servicha Doue, a zo gwelloc’h hep mar e-bed, evid eunn den, gwiziek war he venoz, a dremen ann amzer o sellet oc’h ar stered enn env, hep sonjal enn-han he-unan.
Neb en em anavez mad, en em zispriz he-unan ha ne gar ket beza meulet gant ann dud. Ha pa oufenn-me kement tra a zo er bed, ma n’am euz ket ar garantez, kement-se holl ne dalvezfe netra d’in dirak Doue am barno hervez va oberiou ?
2. — Ne c’hoantait ket re beza gwiziek ; n’euz eno nemet amzer gollet ha fazi. Ann dud gwiziek a gar beza gwelet ha beza lekeat tud fur. Kalz a draou zo ne dalvezont nemeur pe netra d’ann ene.
Kollet en deuz he skiant vad ann hini en em ro da draou all nemet d’ar pez a zo talvoudek evit silvidigez he ene. N’eo ket gant komziou e-leiz en deuz ann ene he walc’h ; eur vuez vad hepken a frealz ar galoun, hag eur goustians neat a ro eur fisians vraz e Doue.
3. — Seul vui a vad a ouzoc’h, seul strizoc’h a ze e viot barnet, ma ne vez santeloc’h ho puez. Arabad eo ’ta d’e-hoc’h en em veuli hoc’h-unan ma hoc’h euz ijin ha gwiziegez. Kentoc’h e tleit kaout aoun na noazfe ouz-hoc’h ann deskadurez hoc’h euz bet. Mar kav d’e-hoc’h ez eo lemm ho spered, mar kav d’e-hoc’h e’ch ouzoc’h kalz a draou, kredit mad ez euz kalz muioc’h a draou ne ouzoc’h ket.
Arabad eo d’e-hoc’h en em c’houeza ; ansavit kentoc’h ne ouzoc’h netra. Na perak e fallfe d’e-hoc’h sevel dreist ar re all, pa’z euz kalz hag a zo gwiziekoc’h evid-hoc’h hag ho deuz mui a sklerijen e lezen Doue ? Mar fell d’e-hoc’h ober ho mad o teski hag o c’houzout eunn dra-bennag, klaskit beza dianavezet ha beza lekeat den dister.
4. — Ar vrasa gwiziegez hag ar wella kentel eo en em anaout hag en em zisprizout hon-unan. Beva hep derc’hel stad e-bed ac’hanomp ha prizout bepred ar re all zo ar vrasa hag ann huela furnez.
Ha pa welfac’h unan-bennag o pec’hi dirak ann holl, pe oc’h ober eun torfed braz-bennag, ne dlefac’h ket kredi evit se e vec’h gwelloc’h evit-han, rak ne ouzoc’h ket pegeit amzer e kendalc’hot hoc’h-unan er mad. Sempl omp holl ; evit kement-se eo e tleit kredi n’euz den semploc’h evid-hoc’h-hu.
Diskaret eo bet ann den, o veza m’en em veule ha m’en em brize re he-unan. Sevel a ra a-nevez ha tenna a ra war-n-ezhan trugarez Doue, pa vez izel he galoun. N’eo ket dioc’h a oar, dioc’h a ra eo e vez pouezet pep den. Ar wiziegez heb ann oberiou mad ne hello gwenna den dirak Doue ; enn enep, strisoc’h e vezo neuze he varnedigez. Evit gwir, ar wiziegez a zo eunn dra vad pa zeu digant Doue ; evelato e vez aliez kiriek d’ann den da goueza er pec’hed. Dre-z-hi e teu ann den d’en em c’houeza, eme ann Abostol ; dre-z-hi e teu da gaout re a fisians enn-han he-unan ; dre-z-hi e teu d’en em zevel dreist ar re all. Follentez ha pec’hed eo ober er c’hiz-ze, rak ar wiziegez vrasa, kaer e deuz, ne d-eo nemet diwiziegez. E pleg ar galoun eo ema ar stad wella.
N’ankounac’haomp morse n’omp netra ac’hanomp hon-unan, n’hon euz netra, netra nemet ar pec’hed. N’ankounac’haomp morse e tleomp en em lakaat izeloc’h evit peb-unan : e rouantelez Jezuz-Krist, sonjit ervad, ar re genta a vezo ar re ziveza, hag ar re ziveza a vezo ar re genta.