Mont d’an endalc’had

Kenavo ! (Bepred Breizad)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kenavo.

◄   Jannédik koant Kenavo ! Marc’hait ann Néerez   ►


KENAVO.


D’am mignon ha kenderv,
P. al Luyer, — Kabitenn en Gward ann Impalaër. —


KENAVO !


————

Kenavò, Mari, ma dousik,
Kenavò, mé ’ia bremaïk
Dùhont, dindan ar mògerò,
Da verwel, ò tifenn ma brò !

A-beb-tù ’tenn ar c’hanonou,
A-beb-tu ’soon ann trompillou,
Rèd è mònet a galon vad,
Hag heb aoùn, ’vel eur gwìr Vreizad !

Mé ieï gant eur galon laouenn,
Er renk kenta, huël ma fenn ;
Me varwò heb keuz, ’wit Doué,
’Wit ma brò ha ’wit ma Roué.


Kimiad, kimiad ewit ar bed,
Lec’h na dleomb ken ’n em welet,
Ni ’n em gavò en Env eùn deiz,
Gant holl zoudarded vad ar feiz.

Ar bouledou a uz d’am fenn,
En ear, a c’huistel ò trémenn,
Holl ’ma en tàn ar mògerò,
A-beb-tu ’welan rè vàrò.
 
Setu, setu deiz ann eured !
Ma goad-mé eò gwin ruz ar pred,
Hag ar c’hanon hag ar c’hlèzron,
En lec’h ar biniou, a zoon ! —

Deuz ta, deuz ta, ma c’halonik,
Ma trémenin war da vìzik
Ar walenn a briadèlez,
Kaeroc’h wit hini Rouanez.


Kimiad c’hoas, kimiad wit ar bed,
Bez koûn eûz da zoudard bépred,
Marwet ’wit he vrò hag he feiz,
’Vel peb bugel mad euz a Vreiz !


*