Jannédik koant

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Sone Jannédik koant Kenavo !   ►


JANNÉDIK KOANT.


D’ann Aotrò Troude,
Reizer iez Breiz. —


JANNÉDIK KOANT.


————


En hanv, da viz ewenn, pa vé koulz ar falc’her
Da falc’had ar prajou, pa gàn ann alc’houeder,
Ar goulm, ann durzunel, pa vé leùn ar parkou
A ed-glaz, a velchon, a c’houez-vad ann henchou ;

Pa luc’h ann heol en oabl, pa rà peb evn hé neiz,
Er c’harz pé er wezenn, eul lùn, da abardeiz,
Jannédik koant làré da Yvòna Rosmad,
Pa oant ò c’hòrò ’r zaoud, hò diou, en korn ar prad : —

— « Bezet drouk, bezet mad gant ann neb a gàrò,
» Na ràn némeur a forz, mè làr hag a làrò,
» Er bloas-ma ’tìmezin ! » — Tortet gant ar gozni,
Hag ar boan, Gaodik-kòz neuzé làraz d’ez-hi : —


— « C’hui-vad a zò klasket dreist ann holl, Jannédik.
» Gant tud iaoùank ar vrò ! med diwallet, merc’hik,
» Rag c’hoas oc’h iaoùankik ; dibabet d’ìn bepred
» Eur penn-tiègez mad, gant parkou ha loëned.

» Iannik al Lagadek ’zò eur paotr stumed-mad,
» Nerzuz ha kalounek, koulz ’vel ma ’z eo he dad ;
» Na ev ha na c’hoari ; hennez ’zo dèn a-benn,
» Leùn he zaolier a ed, hag he graou a oc’henn.

» Ann holl er vrò hen goar, he dud ’zò pinvidik,
» Ha mar kàret selaou, ’larin dec’h pòlezik : —
» Heb màdò, peurvuia, ’vé bezr ar garantez !
» Diwezatoc’h welfet ha mè làr gwirionez. » —

— » Iannik al Lagadek ! eur genaouek ’vel-sé !
» Ha da bétra dàlfé d’ìn-mé boùt koant neuzé ?
» Kement ’kàr hé gezek, he zaoud, ar paotr Iannik,
» Na gavfé ket amzer d’am c’haroùt eun tammik !


» Komzet d’in eùz Jobik, a velinn ar stank-vraz,
» Gant he vleò melenn-aour, hag he daoulagad-glaz !
» ’Wit eur gir-mad eùz-han, pé ’wit eur zer-lagad,
« Mé a ròfé kant gwech Iannik hag he holl vad ! —

— » Oh ! plac’hik hi fenn skanv ! diwallet, ann amzer
» ’Zò kriz ha didruez, hag a diskar en bezr
» Karantez iaoùankiz ; ha goudè, aliès,
» Na chòmm med paourentez, ankenn ha dienès ! » —
 
— » Lavaret d’in, mamm gòz, pétra rinn gant arc’hant
» Keit ha ma vìnn karet, ha iaoùank flamm ha koant ?
» Préena kézek ha zaoud, dastum eur ialc’had aour ?
» Ah ! gwell eo karantez, pa dléfenn beza paour ! »

Dimèzet eo brema, Jannedik d’hi Jobik,
Ha pell-amzer a zò eò tremenet Gaodik : —
Bennoz Doue gant-èz, ha komzou ar wrac’h-kòz
Ra deùint ket d’ankenia speret Jannet en nòz !


————