Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Kenta Gévren - XX Gentel

Eus Wikimammenn





UGENTVED GENTEL.
Eûz a C’hloasiou Jézuz-Krist.

É amzer ar Bask eo é lékéaz énébourien Jézuz enn hô fenn hé gémérout hag hé lakaad da vervel. Ann derc’hent, péhini a ioa eur iaou, éz éaz da ôber ar Sen, da lavaroud eo, da goania gand hé Ziskibled. É-pâd ma tebrent, é kéméraz bara, é bennigaz anézhan, hé dorraz hag hé rannaz étré-z-hô, ô lavarout : kémérit ha debrit, ann dra-man eo va c’horf, péhini a vézô gwerzed évid-hoc’h. Goudé é kéméraz gwin er c’hôp, é bennigaz anézhan hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout : évid holl eûz anézhan, ann dra man eo va gwâd, gwâd ar gévrédigez nevez, a vézô skulet évid-hoc'h : grît kément-man é koun ac’hanoun. Goudé-zé éz éaz er-méaz gant-hô, hag éz éaz war ménez Olived, enn eul liors é péhini en doa ar boaz da bidi : énô é pédaz hé Dâd da zistrei diout-han hé c’hloasiou, enn eul lavarout c’hoaz koulskoudé : ra vézô gréad da ioul. Hôgen Iudaz a zigazas eul lôd brâz a dud gand armou péré a grogaz enn-han hag hén kasaz da di Kaifaz, ar Bélek-brâz, é péléac’h é oé barnet d’ar marô diwar testéniou faoz. Holl Ziskibled Jézuz a zilézaz anézhan, ha Per zô-kén hen dinac’haz teir gwéach, ével m’en doa Jézuz hé ziouganet. Eûz a dî Kaifaz é oé kased da dî Pons-Pilat, péhini a réné ar Judéa évid ar Romaned. Pilat péhini a gavé Jézuz didamall, a glaskaz meûr a drô évid hé zieûbi. Énô Jézuz a oé skourjézet, ha goudé é oé kurunet gant spern gand ar zoudarded, dré c’hoap, ô véza ma lavaré é oa Roué ar Iuzevien.

Goulenn. E pé amzer é varvaz Jézuz. Lavar. E amzer 'ar Bask. G. Pétrâ a réaz er goan divéza gand hé Ébestel. L . Rei a réaz d’ézhô hé gorf hag hé wâd. G. Pénaoz é rôaz d’ézhô hé gorf. L. Kéméroud â réaz bara, hé venniga a réaz hag hen rôaz d’ézhô, ô lavarout : ann dra-man eo va c’horf. G. Pénaoz é rôaz d’ézhô hé wâd. L. Kéméroud a réaz ar c’hôp gant gwin ébarz, hag é lavaraz d’ézhô : ann dra-man eo va gwâd, gwâd ar gévrédigez nevez. G. Pétrâ a réaz Jézuz goudé ar goan. L. Mond a réaz da bidi Doué é liors Olived. G. Pétrâ a réaz neûzé Iudaz. L. Digas a réaz tûd gand armou évit kregi é Jézus. G. Péléac’h é kaschond anézhan. L. Da dî Gaifaz ar Bélek-brâz. G. Pétrâ a zeuaz ann Ébestel. L. Holl é tec’hchont. G. Pétrâ a réaz Sant-Per. L. Teir gwéach é tinac’haz Jézuz. G. Eûz a di Kaifaz péléac’h é oé kaset Jézuz. L. Da dî Pilat. G. Pétrâ a oé gréad d’ézhan énô. L. Skourjézet é oé ha kurunet gant spern.