Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Kenta Gévren - XXI Gentel

Eus Wikimammenn





KENTA GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Varô Jézuz-Krist

Pilat enn-divez a varnaz Jézuz d’ar marô, daoust pégémend a geûz en doa, hag é lékéaz hé gâs, goudé béza hé garget eûz hé groaz, enn eul léac’h hanvet Golgota pé Kalvar. Énô Jézuz a oé staged ouc’h ar groaz étré daou laer. Ar Groâz a ioa ar mézusa kastiz â anavézed neûzé : na varned d’ar marô-zé, néméd ar sklaved ha fallagred all, ha c’hoaz évid ar brasa gwallou. Jézuz a choumaz énô bété ma oé sévénet ann holl ziouganou. Pa varvaz, ann héol a dévaléaz, ann douar a grénaz, ar bésiou a zigoraz, ar ré-varô a zavaz béô. Eur gwéner é oa, é deiz ar Bask, pa lazed ann oan, péhini a oa ann doaré eûz a Jézuz-Krist. Ével-sé hé varô a oé ar gwir sakrifiz, eûz a béhini ar ré all né oant bét néméd doaréou. Ar marô-zé a baéaz enn-holld’ann-holl barnédigez Doué évit péc’héjou ann dûd holl. Jézuz dinam a baéaz évid ar ré-gabluz : daspréna a réaz anézho gand hé wâd eûz a sklavérez ann diaoul, hag é tigoraz d’ézhô dré hé varô ann hent eûz ar vuez peûr-baduz.

Goulenn. Pénaoz é varvaz Jézuz-Krist. Lavar. Staged é oé oud eur groaz étré daou laer. G. Pétrâ é oa kastiz ar Groaz. L. Ar mezusa a oa neûzé. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa varvaz. L. Ann héol a dévaléaz, ann douar a grénaz, ar ré-varô a zavaz béô. G. Pérâg é varvaz Jézuz-Krist pa lazed ann oan Bask. L. Dré ma oa ann oan-zé doaré Jézuz-Krist. G. Pénaoz hé varô a oé-hén eur sakrifiz. L. Dré ma paéaz barnédigez Doué évit péc’héjou ann dûd holl. G. Da bétrâ éta é oa mâd ar sakrifisou all. L. Né oant némét Doaréou eûz a hini Jézuz-Krist. G. Pérâg é lévéreur pénaoz Jézuz-Krist en deûz hon dasprénet gand hé wâd. L. Dré ma en deûz hon dieûbet eûz a sklavérez ann diaoul. G. Pérâg é lévéreur pénaoz en deûz kased ar marô da gét. L. Dré ma en deûz digored d’é-omp ann hent eûz ar vuez peûr-baduz.