Katekiz historik/Kenta Gévren - XII Gentel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche





DAOUZÉKVED GENTEL.
Eûz a Sklavérez Babilon.

Rouéed Israel ha ré Juda na denjont talvoudégez é-béd eûz a rébechou ar Broféded nag eûz hô c’hélennou. Enn-énep, hô heskina a réjont hag hô lékéjond da vervel gant krizder, évid ann darn-vuia anézhô. Doué a c’houzanvaz hô gwallou gand eunn habaskded estlammuz, hag hô c’hortozaz pell-amzer da binijen ; hôgen enn-divez é sévénaz hé c’hourdrouzou. Rouantélez Samari a oé dismantet, hag ann dék breûriez a oé skigned é brôiou pell, a béré na zistrôjont mui, Goudé-zé Nabukodonôzor a wastaz Jéruzalem, a zevaz ann iliz hag a gasaz ar bobl é sklavérez Babilon a ioa ar galloudusa kéar eûz ar béd, hôgen leûn é oa a idolatri, a wall-gréden, a c’hadelésiou hag a bép seurt gwallou. Ar Iuzevien a viraz enn-hi koulskoudé hô c’hréden ha lézen Moizez. Béz é oé enn hô c’hreiz tûd santel brûz é-pâd ann amzer-zé, é-touez péré ar Profed Daniel, péhini a rénaz eur vuez glân meûrbéd é-kreiz al léz hag ar brasa kargou, ha da béhini é tiskleriaz Doué misteriou brâz. Tri dén-iaouank péré a ioa bét savet gant-han, a zinac’haz azeûli eur skeûden vrâz aour gréad dré urz Nabukodonozor, hag hé-man a lékéaz hô deûrel enn eur fourn leûn a dân, é péléac’h é oent miret gand Doué hép droug é-béd. Neûzé ar Roué a veûlaz Doué péhini a zéraoué rei da anaoud hé c’halloud é-touez ar Baganed.

Goulenn. Ha Doué en em hastaz-hén da gastiza péc’héjou ann Israélited. Lavar. Nann, hô c’hortozi a réaz pell-amzer da binijen. G. Pétrâ a zeûaz rouantélez Samari. L. Dismanted é oé hag ann dék breûriez a oé skignet. G. Piou a wastaz Jeruzalem. L. Nabukodonozor, roué Babilon. G. Pétrâ a réaz-hén eûz ar Iuzevien. L. Hô c’hâs a réaz é sklavéréz. G. Pétrâ a zeûaz ar gwir gréden. L. Ar Iuzévien hé miraz enn hô sklavérez. G. Pétrâ é oa kréden Babilon. L. Ann idolatri hag ar gwall feiz G. Pétrâ a oé Daniel. L. Eunn dén santel brâz hag eur Profed brâz. G. Pétrâ a réaz hé drî c’henvreûr. L. Dinac’ha a réjond azeûli idol Roué Babilon. G. Pétrâ a réaz ar Roué d’ézhô. L. Lakaad a réaz hô deûrel enn eur fourn leûn a dân. G. Pétrâ a c’hoarvézaz gant-hô. L. Doué hô miraz dré vurzud.