Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Kenta Gévren - XIII Gentel

Eus Wikimammenn





TRIZÉKVED GENTEL.
Eûz a Stâd ar Juzevien goudé ar sklavérez.

Babilon a oé kéméret gant Siruz, roué ar Bersaned, péhini a zieûbaz ar Iuzevien hag a aotréaz d’ézhô distrei d’hô brô, ha sével a nevez ann Iliz-vrâz hag ar géar a Jéruzalem. Aleksandr ar Brâz a zeuaz goudé hag a lékéaz da bléga dindân rouantélez ar C’hrésianed ann darn-vuia eûz ar béd. Ar Iuzevien évit-hô da véza mesked é-touez ar Baganed, a viraz kouskoudé hô feiz gant léalded, ha na gouézchont mui enn idolatri abaoué hô sklavérez. Anaoudégez ar gwîr Zoué a zavaz a-nébeûd-é-nébeûd é-kreiz ar Baganach. Béz é oé kouskoudé Rouéed péré a heskinaz ar Iuzevien évid hô lakaad da guitaad hô lézen zantel ha da azeûli ann idolou. Antiokuz ar Brudet-brâz, roué Siri, a géméraz Jéruzalem, a zaotraz ann Iliz-vrâz hag a réaz éhana ar sakrifisou. Kalz a Iuzevien a c’houzanvaz ar marô hag ivé poaniou krîz gand eur poell brâz. Hôgen Judaz Makabé hag hé vreûdeûr a géméraz ann armou évid difenni hô frankiz hag hô lézennou, ha Doué a skoaziaz ker mad anézhô, ma tieûbjont ar bobl eûz a iéô ar Baganed. Ar rénadur a joumaz da gérend ar Vakabéed, é-touez péré é oé zô-kén Rouéed. Hôgen nébeût goudé é oend diskaret gand ar Romaned, péré a géméraz ar béd holl. Kément-sé a oa béd diouganet gand ar Broféded.

Goulenn. Piou eo ann hini a zieûbaz ar Iuzevien eûz a sklavérez Babilon. Lavar. Siruz, roué ar Bersaned G. Da bétrâ é oé mâd ar c’hemmesk eûz ar Iuzevien gand ar boblou all. L. Da lakaad anaoud ar gwir Zoué é-touez ar Baganed. G. Hag ar Iuzevien a gouézas-hi c’hoaz enn idolatri abaoé ar sklavérez. L. Na gouézchont mui enn-han. G. Piou eo ann hini a zeûaz da genta d’hô heskina diwar-benn hô feiz. L. Antiokuz, roué Siri, eûz a vrô ar C’hrésianed. G. Dré biou é téraouaz rouantélez ar C’hrésianed. L. Dré Aleksandr ar Brâz. G. Piou eo a réaz penn da Antiokuz. L. Judaz Makabé, hag hé vreûdeur. G. Pétrâ a réjont-hi. L. Dieubi a réjond ar bobl. G. Piou a rénaz ar Iuzevien abaoé neûzé. L. Kérend ar Vakabéed-zé. G. Piou a ziskaraz anézhô. L. Ar Romaned.