Mont d’an endalc’had

Katekiz historik/Kenta Gévren - VII Gentel

Eus Wikimammenn





SEIZVED GENTEL.
Eûz a Gévrédigez Doué gand ann Israélited.

Doué a réaz lakaat taolennou al lézen enn arc’h a gévrédigez, péhini a ioa eur c’houfr gréat gant koat kaer gôlôed holl a aour. Ann arc’h-zé a ioa mired enn eunn tabernakl, da lavaroud eo, eunn telt gréat gant mézer ar c’haéra, ha dirâg éz oa eunn aoter évid ar sakrifisou, a réad ô laza éjenned ha dénved a lékéat goudé da leski war ann aoter. Houn-nez é oa ann doaré da énori Doué enn amzer-zé. Aaron hag hé vugalé a oé sakret béleien évit kinniga ar sakrifisou-zé, hag ann holl zilerc’h eûz a vreûriez Lévi a oé dileûred da zervich ann tabernakl. Ann arc’h hag ann tabernakl a ioa ann arouéz eûz a Gévrédigez Doué gand ann Israélited, hag ar Gévrédigez-zé a c’halveur ivé Testamant (pé lézen), a ioa ann hévélep Gévrédigez en doa gréat gand Abraham. Râk névézi a réaz enn hô c’hénver ann holl wéstlou en doat gréad d’hô zadou. Rei a réaz hé c’hér d’ézhô pénaoz hô c’hémerjé évid hé bobl muia-karet ; hô lakajé é douar Kanaan, hag hô c’hargjé a vadou : hag ann douar gwéstlet-zé a ioa ar skeûden eûz ann énv hag eûz a géar ar gwenvidien. Ar bobl eûz hé dû a rôaz hé c’hér pénaoz na anavézjé Doué all néméd ann Aotrou ; pénaoz hen c’harjé a greiz kaloun, hag é virjé hé holl c’hourc’hémennou, dindân boan da véza kaset-kuîd eûz ann douar gwéstlet, ha mantret gand ar reûz. Ar Gévrédigez-zé a oé krétéet gant gwâd al loéned a lazet, ha Doué hé zévénaz gand eul léalded brâz. Lakaad a réaz ar Jourden da bigna étrézeg hé vammen ; harza a réaz out trô ann héol hag al loar, hag ôber a réaz meûr a vurzud brâz all, évit lakaad ann Israélited da berc’henna douar Kanaan, a oé ranned é daouzék lôden, unan évit pép-hini eûz ann daouzék breûriez. Hôgen na zalc’hjont nétrâ eûz ar péz hô doa toued da Zoué. En em zispac’ha a réjont ouc’h-penn dék kwéach é-pâd ann ergerz, hag ô véza éad é douar Kanaan, é réjont kévrédigez gand ann dûd a ioa énô kent, péré en doa Doué gourc’hémenned d’ézhô da laza, hag é azeûljond hô idolou.

Goulenn. Pénaoz é réad ar sakrifisou el lézen gôz. Lavar. Laza a réad eul loen, ha goudé hel losked war ann aoter. G. Péléac’h é oa ann aoter. L. Dirâg ann tabernakl. G. Pétrâ a ioa enn tabernakl. L. Ann arc’h a Gévrédigez. G. Pétrâ é oa ann arc’h-zé. L. Eur c’houfr gôlôed holl a aour. G. Pétrâ a ioa ébarz. L. Ann diou daolen eûz al lézen. G. Piou é oa ar véleien. L. Aaron hag hé vugalé. G. Piou é oa al lévited. L. Ann holl zilerc’h eûz ar vreûriez dileûred da zervich ann tabernakl. G. Péhini é oé ar Gévrédigez a Zoué gand ann Israélited. L. Ann hévélep hini en doa gréat gant Abraham. G. Eûz a bétrâ é rôas-hén é c’hér d’ézhô. L. Rei a réaz hé c’hér d’ézhô pénaoz hô c’hémerjé évid hé bobl, hô lakajé é douar Kanaan hag hô c’hargjé a vadou. G. Pétrâ a verké ann douar-zé. L. Skeûden ann énv oa. G. Eûz a bétrâ é rôaz ar bobl hé c’hér. L. Da garoud Doué a greiz kaloun ha da viroud hé c’hourc’hémennou. G. Dindân pé boan. L. Dindân boan da véza kaset-kuit ha da véza mantret gand ar reûz. G. Hag ar Gévrédigez-zé a oé sévénet mâd. L. Ia, a bers Doué. G. Péré eo ar burzudou a réaz évit lakaad hé bobl dâ berc’henna douar Kanaan. L. Dizec’ha a réaz ar Jourden ; harza a réaz out trô ann héol hag al loar. G. Pénaoz é oé sévéned ar Gévrédigez a berz ar bobl. L. Hé sévéni a réaz gwall fall. G. Péd gwéach en em zispac’hjond enn distrô. L. Ouc’h-penn dék kwéach. G. Pétrâ a réjont-hi goudé béza éad enn douar gwéstlet. L. Kuitaad a réjond aliez Doué évid ann idolou.