Katekiz historik/Kenta Gévren - VIII Gentel

Eus Wikimammenn





EIZVED GENTEL.
Eûz ann Idotatri.

Doué na oa mui anavézet nag azeulet néméd é-touez ann Israélited, hag ann Idolatri a réné é-touez ar brôadou all. Ann dûd n’en em rôent néméd d’hô c’horf ha na lékéand hô fréder nag enn hô éné nag é Doué, spéred glân, krouer ann énv hag ann douar. Aoza a réand eunn niver brâz a zouéed, da béré é rôent anôiou dishénvel hervez ar brôiou, hag é tianévellend diwar hô fenn kant-ha-kant sorc’hen lû. Hô skeûdenna a réant, lôd ével goazed, lôd all ével merc’hed a hanvend douéézed : ôber a réand anézhô idolou koad, méan, aour pé arc’hant, hag éc’h azeûlent ôbériou hô daouarn, ô sével ilizou hag aoteriou d’ézhô, hag oc’h ôber sakrifisou évit-hô. Dré gément-sé ar C’hrésianed hag ar Romaned a azeulé Jupiter, a lavarend a ioa ar brasa eûz ann douéed ; Junon, a rôend da c’hrég d’ézhan ; Mars, Vénuz, Bakuz ha kalz ré all. Dré gément-sé, enn Éjipt éc’h azeûlend Iziz dindân skeûden eur vaouez gand eur penn bioc’h, hag anévaled all kenn dizoaré hag hé-man. Ann diaoul hô zouellé enn doaré-zé, évit lakaad hé azeûli dindân ann hanôiou zé, hag hô lakaad da ôber a bép seurt gwallou war zigarez kréden : rag hô gouéliou né oant néméd gadélez ha diroll. Ann Idolatred-zé eo a c’halved Jentiled pé Paganed. Ann Israelited a heûliaz hô gwall skouér. Bé véach ma kuitajond Doué évid ann Idolou, Doué hô lézaz da gouéza étré daouarn hô énébourien, péré hô dalc’haz é sklavérez ; ha bé véach ma tristrôjond d’ézhan, é réaz sével enn hô douez tûd dibaod évid hô dieûbi.

Goulenn. Hag ar gwir Zoué né oa-hén anavézet némét gand ann Israélited. Lavar. Nann, né oa mui némét-hô a gément hen anavézé. G. Pétrâ éta, a azeûlé ar boblou all. L. Idolou a réand enn eunn doare farsuz. G. Pétrâ a skeûdenné ann Idolou-ze. L. Goazed, merc’hed, loéned, a hanvend douéed, ha douêézed. G. Pénaoz ec’h énorend hi anézhô. L. Oc’h hô fidi hag oc’h ôber sakrifisou d’ézhô. G. A bétrâ é teûé ann dallentez-zé. L. Dré m’hô doa ankounac’héed hô c'hrouer. G. Pénaoz hô doa-hi hé ankounac’héet. L. O prédéria hô c’horf hép-kén. G. Piou hô dalc’hé er fazi-zé. L. Ann diaoul, a lékéa hé azeûli dindân hanô ann douéed faoz, G. Pétrâ a zigasaz ann Idolatri. L. Dougen a réaz ann dûd da bép seurt gwall. G. Pénaoz éc’h hanveur c’hoaz ann Idolatred. L. Hô henvel a réeur ivé Jentiled pé Paganed.