Katekiz historik/Eil Gévren - XV Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 83-84)
Ar c’henta gourc’hémenn a gémenn d’éomp énori Doué ével hor c’hrouer hag hor mestr brâz, hag ann dra-zé eo a c’halveur azeûli. Hé énori a réomp dré âr feiz, ô kridi stard ar péz en deûz kélennet d’hé Iliz ; dré ann éspérans, ô c’héda gant fisians at madou en deûz gwéstlet d’é-omp ; dré ar garantez,,ô karoud anézhan a-greiz hor c’haloun, hag ô viroud hé c’hourc’hémennou. Réd eo éta senti ouc’h Doué, hé bidi aliez, énori ar grouadurien é gwél anézhan hép-kén, hé énori hé-unan enn doaré mâ en deûz hé c’hourc’hémennet er gwîr lézen. Ann eil gourc’hémenn a zifenn ouz-omp na doufemp é-nép-doaré é-béd, néméd é barn é vé, pé évid ôber eul lé liduz-bennâg. Difenni a ra c’hoaz kréoc’h na vlasfémemp, da lavaroud eo, na gomsfemp gant faé eûz a Zoué pé eûz hé Zent. Ann trédé gourc’hémenn a gémenn d’é-omp lida ann deiz a éhan, da lavaroud eo, ar zûl, é koun eûz a grouidigez ar béd hag eûz a zazorc’hidigez Jézuz-Krist. Réd eo tréménoud ann deiz-zé ô pidi Doué, ô teski al lézen-gristen, oc’h ôber mâd-ôberiou, hag ô tec’hout diouc’h pép péc’hed, ha diouc’h péd labour ha na vô ket réd a-grenn.
Goulenn. Pétrâ eo azeûli Doué. Lavar. Hé énori eo ével hor mestr brâz. G. Pénaoz éc’h énoromp-ni Doué. L. Dré ar feiz, ann espérans hag ar garantez. G. Pénaoz é tiskouézomp-ni é karomp Doué. L. O viroud hé c’hourc’hémennou. G. Hag aotréed eo énori ar grouadurien. L. Ia, é gwél Doué. G. Hag aotréed eo toui. L. Nann, némed é barn, ha dré lîd. G. Pétrâ eo eur blasfem. L. Eur gér faéuz a-énep Doué pé ar Zent. G. Péhini eo gan-é-omp ann deiz a éhan. L. Ar zûl eo. G. Oc’h ôber pétrâ é tléeur hé dréménout L. O tiski al lézen Gristen. G. Diouc’h pétrâ é tléeur téc’hout. L. Diouc’h al labour ha diouc’h ar péc’hed.