Katekiz historik/Eil Gévren - XIV Gentel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



PEVARZÉKVED GENTEL.
Eûz ann Dékalog.

Ann dékalog, pé ann dég gourc’hémenn a rôaz Doué d’ann Israélited enn distrô, eo, 1. N’az pézô kéd a Zoué all néméd-oun ; na rî kéd a idol nag a skeûden évid hé azeûli. 2. Na géméri kéd hanô Doué enn-aner. 3. Az péz koun da lida ann deiz a éhan. 4. Énor da dâd ha da vamm, évit ma vévi pell-amzer. 5. Na lazi két. 6. Na gouézi kéd enn avoultriez 7. Na laéri két. 8. Na zougi kéd a desténi é-gaou a-énep da nésa. 9. Na c’hoantai kéd hé c’hrég. 10. Na c’hoantai kéd hé vadou. Évid derc’hel ar c’hourc’hémennou-zé dindân énvor, int bét lékéad é rimou.


Eunn Doué hép-kén a azeûli,
Ha dreist pép trâ holl a giri.
Doué enn-aner na doui két,
Nag ivé nétrâ eûz ar béd.
Ar zuliou santel a viri,
O veûli Doué enn hé dî.
Da dâd, da vamm a énori,
Évit pell-amzer ma vévi.
Na ganni dén, na lazi két,
A galoun nag a daol é-béd,
Tec’h diouc’h al likaouérez,
A gorf hag a c’hoantidigez.
Madou eunn all na gémer két,
Râg hô disteûrel a é réd.

Gévier na nép fals testéni,
Mîr birvikenn na liviri.
Plijadur lîk na gémer két,
N’hé c’hoanta ma n’oud dimézet.
Madou eunn all na c’hoanta két,
D’hô c’haout dré zisléalded.

Ann holl c’hourc’hémennou-zé a zô dalc’hed é daou ; karoud Doué dreist pép trâ, hag ann nésa ével-d-omp hon-unan. Hôgen pép dén eo hon nésa.

Goulenn Pétrâ eo ann Dékalog. Lavar. Ann dég gourc’hémenn a Zoué. G. Livirit-hô, L. Eunn Doué hép-kén, etc. G. Péhini eo ar c’henta gourc’hémenn. L. Azeûli Doué, ha Doué hép-kén. G. Nag ann eil gourc’hémenn. L. Na douimp kéd enn-aner. G. Nag ann trédé. L. Lida ar zûl. G. Nag ar pévaré. L. Énori hé dâd hag hé vamm. G. Nag ar pempved. L. Na lazimp két. G. Nag ar c’houec’hved. L. Na gouézimp kéd é avoultriez. G. Nag ar seizved. L. Na laérimp két. G. Nag ann eizved. L. Na zougimp kéd a fals testéni. G. Nag ann naved. L. Na c’hoantaimp két grég hon nésa. G. Nag ann dékved. L. Na c’hoantaimp kéd hé vadou. G. Piou eo hon nésa. L. Ann dûd holl. G. É péd é helleur derc’hel ar c’hourc’hémennou-zé. L. É daou. G. Péré int-hi. L. Karoud Doué dreist pép trâ, hag hon nésa ével-d-omp hon-unan.


————