Katekiz historik/Eil Gévren - VI Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 66-68)
Ar Spéred-Santel a zô ar galouniez pé ar garantez, péhini eo Doué hé-unan, da lavaroud eo, ar garantez spéréduz, dré béhini ann Tâd peûr-baduz en em gar hé-unan hag a gâr hé Vâb, ha dré béhini ar Mâb a gâr hé Dâd hag en em gar hé-unan. Dond a ra éta eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb ; pâr eo d’ézhô, évit-han da véza eunn dén dishénvel eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb. Doué hag Aotrou eo ével-t-hô, dellézek da véza azeûlet ha meûlet kévret gant-hô, hag ann énor-zé a zougomp d’ézhan, ô lavarout : Gloar ra vézô d’ann Tâd, d’ar Mâb ha d’ar Spéred-Santel ; ével ma oa er penn-kenta, ha bréman, ha bépréd hag é amzeriou ann amzeriou. Ével-sé bézet gréat. Hén eo en deûz komzet dré c’hénou ar Broféded, ann Ébestel, ann Aviélerien hag ar ré all holl péré a zô bét aliet gand Doué. Spéred-Santel é c’halvomb anézhan, ô véza ma eo hén a rô ar vuez spéréduz, ar zantélez hag ar c’hrâs, a laka ac’hanomp da véza gwirion hag hétuz da Zoué. Ar rô-zé eûz ar Spéred-Santel eo ar garantez évid Doué skignet enn hor c’halonou, péhini a laka ac’hanomp da gaout plijadur oc’h heûlia hé ioul ; ha pa véz brasoc’h ar plijadur-zé égéd ann hini hon eûz oc’h ôber hon ioul, é réomp ôberiou mâd, péré holl laka da zellézoud ar vuez peûr-baduz. Na hellomp két ac’hanomb hon-unan kaout plijadur é nétrâ all néméd er péz a laouéna hor skiantou hag er péz a zell ouz-omp hon-unan : dré-zé na hellomp ôber mâd é-béd hép skoazel Doué, péhini eo grâs ar Spéred-Santel.
Goulenn. Pétrâ eo ar Spéred-Santel. Lavar. Ar garantez eo a zô Doué hé-unan. G. A biou é teû. L. Dond a ra eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb. G. Ha pâr eo d’ézhô. L. Ia, Doué hag Aotrou eo ével-t-hô. G. Pénaoz éc’h azeûlomp anézhan gand ann Tâd hag ar Mâb. L. O lavarout : Gloar ra vézô d’ann Tâd, etc. G. Pérâg é c’halvomb anézhan Spéred-Santel. L. O véza ma rô d’é-omp ar zantélez péhini eo ar vuez spéréduz. G. Pétrâ eo ar rô-zé eûz ar Spéred-Santel. L. Ar garantez évid Doué eo a zeû enn-omp dré hé c’hrâs. G. Pétra a ra enn-omp ar garantez-zé. L. Hol lakaad a râ da gaout plijadur oc’h ôber ioul Doué. G. Ar plijadur-zé hag hén a zô natural d’é-omp. L. Né két. G. É pétrâ hon eûz-ni plijadur hervez hon natur. L. Oc’h ôber hon ioul hag ô walc’ha hor skiantou. G. Pénaoz éta é hellomp-ni ôber ôbériou mâd. L. Dré c’hrâs Doué ha dré rô ar Spéred-Santel.