Katekiz historik/Eil Gévren - VII Gentel

Eus Wikimammenn





SEIZVED GENTEL.
Eûz ann Iliz.

Ann Iliz eo ar stroll eûz ann dud léal, da lavaroud eo, eûz ar ré a zervich Doué hervez ar wîr lézen péhini en deûz desket hé-unan. Ann Iliz a zô unan, katolik hag abostolik. Unan eo, ô véza ma eo eur strollad reizet mâd, eur c’horf eûz a béhini Jézuz-Krist eo ar penn. Na hell két éta béza rannet ; ar ré en em rann diout-hi, é-c’hîz ann hérétiked hag ar chismatiked, a choum er-méaz ; hôgen na réont kéd eunn Iliz all. Ével eur bréac’h pé eunn ézel all eo péhini a zô rannet eûz ar penn. Ann hérétiked eo ar ré a zesk eur gélénadurez ha né kéd hini ann Iliz ; ar chismatiked eo ar ré a fell d’ézhô ôber eur c’horf a dû. Ann Iliz a zô santel dré hé c’hélénadurez ; dré hé sakramanchou, dré hé fenn, péhini eo Jézuz-Krist, ha dré galz eûz hé memprou ; rak n’int két santel holl ; ann Iliz é deûz enn hé mesk war ann douar eunn niver brâz a dûd fall, hag er varn zivéza eo é vézô gréad ar rann anézhô. Ann Iliz a zô katolik, da lavaroud eo, hollek, ô véza ma eo skignet dré ann holl amzeriou ha dré ann holl lec’hiou. Ann hévéleb Iliz eo péhini é deûz padet adaleg Adam, Noé, Abraham hag ann holl Dadou-brâz bété Moizez. Adalek Moizez, ar Véleien-vrâz diskenned eûz hé vreûr Aaron, hô deûz padet bété Jézuz-Krist ; hag abaoé Jézuz-Krist éc’h anavézomp ann holl heûliadur eûz ar Babed a zô bét goudé Sant-Per, Ann Iliz a zô skignet dré ann holl vrôiou eûz ar béd, ha dré-holl é deûz eunn hévélep feiz hag en em zervich eûz ann hévélép sakramanchou. Abostolik eo hanvet, ô véza ma vîr kélénadurez ann Ébestel, hag ô véza ma pign ann heûliadur eûz hé Eskeb bétég ann Ébestel, dreist-holl enn Iliz Romen, é péhini é gourc'hémenn ar penn gwéluz eûz ann Iliz hollek.

Goulenn. Pétra eo ann Iliz. Lavar. Ar stroll eûz ann dud léal dindân eunn hévélep penn. G. Pétrâ eo ann dud léal. L. Ar ré a heûl ar wir lézen. G. Péhini eo ar wir lézen. L. Ann hini en deûz desket Doué hé-unan. G. Péré eo merkou ar gwir Iliz. L. Ma'z eo unan, santel, katolik hag abostolik. G. Pénaoz ef-hi unan. L. O véza ma eo unanet dindân eur penn hép-kén. G. Piou eo hé fenn. L. Jézuz-Krist. G. Ha né deûs-hi kéd ivé eur penn gwéluz war ann douar. L. Ia, ar Pâb, péhini a zô é léac’h Sant Per. G. Pétrâ eo ann hérétlked. L. Ar ré a fell d’ézhô ôber eunn Iliz nevez a dû. G. Pénaoz ann lliz ef-hi santel. L. Dré hé c’hélénadurez, hé sakramanchou hag hé fenn, péhini eo Jézuz-Krist. G. Hé holl vemprou hag hî a zô santel. L. Nann, béz’ éz eûz enn hô mesk ré-vâd ha ré-fall bété deiz ar varn. G. Pétrâ eo da lavaroud Iliz katolik. L. Da lavaroud eo, Iliz hollek. G. Pénaoz ef-hi hollek. L. O véza ma en em skign dré ann holl amzeriou, adalek krouidigez ar béd. G. Hag en em skigna a ra ivé dré ann holl lec’hiou. L. Ia, ann hévéleb Iliz eo dré ar béd holl. G. Pétrâ eo da lavaroud abostolik. L. Évid diskouéza eo pénaoz é mîr kélénadurez ann Ébestel. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Pénaoz hé Eskeb a zô é léac’h ann Ébestel.