Kantik kent ha goude ar C’hatekis

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 10-11)



KANTIK KENT HA GOUDE AR C’HATEKIS


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


ABARS AR C’HATEKIS


I


Jesus va Zalver benniget,
Grit ma ’ tigoro va spered,
Ha ma teskin, a vir galon,
Ho lezen santel ha guirion !


II


Roït d’in ar c’hras ma komprenin
Ar virionez a zesker d’in ;
Ha p’ am bezo he c’homprenet
Ar c’hras, c’hoas, d’he heulia bepred.



VAR LERC'H AR C'HATEKIS


III


M’ho trugareka, ma Zalver,
Eus ho madelez em c’hever ;
Desket e’m beus, e’n ho lezen,
Feis ha deveriou ’r guir gristen.


IV


Mez pa zeo guir, eo poan gollet
Deski ar mad ma n’her grear ket,
Grît ma chomin, atao, fidel
D’ho-c’h oll gourc’hemennou santel.