Itroun Varia ’r Folgoat, Kurunet

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 3-8)



ITROUN VARIA ’R FOLGOAT, KURUNET


————



{
    \clef treble
    \key d \minor
    \tempo \markup {\caps Andante}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4 
 r4 c'4 | f'4 f'4 | g'4 ( a'4 ) | bes'4 a'4 | g'4 f'8 ( g'8 ) | \break
 a'4 g'8 ( [ f'8 ) ] | g'2 ~ | g'4 a'8 ( [ g'8 ) ] | f'2 | r4 c'4 | f'4 f'4 | \break
 g'4 ( a'4 ) | bes'4 a'4 | g'4 f'8 ( [ g'8 ) ] | a'4 g'8 ( [ f'8 ) ] | g'2 ~ | g'4 a'8 ( [ g'8 ) ] | \break
 f'2 | r4 f'4 | c''4 bes'4 | a'2 | f'4 g'4 | f'4 f'4 | g'4 a'4 | \break
 bes'2 ~ | bes'4 a'4 | g'2 | r4 f'4 | c''4 bes'4 | a'2 | f'4 g'4 | \break
 f'4 f'8 ( [ g'8 ) ] | a'4 g'8 ( [ f'8 ) ] | g'2 ~ | g'4 a'8 ( [ g'8 ) ] | f'2 ~ | f'4 r4 \bar "|."
}
\addlyrics {
I -- tron Va -- ri -- a’r Fol -- goat,
E -- vit ho sa -- lu -- di,
Tud an Ar -- vor, an Ar -- goat
A zi -- red gant du -- di
Eur gu -- ru -- nen lu -- ger -- nus a la -- kear var ho tal
Hag eur c’he -- lou ken eü -- ruz
A ra d’e -- omp tri -- dal.
}


Diskan


Santez Mari, Mamm Jezuz,
Hag hor Mamm venniget,
Mil bennoz d’an deiz eüruz
M’ho kuelomp kurunet ;
Bremañ petra da c’hortoz
Ha petra da c’houlen
Nemet c’hoaz, e’r Baradoz,
Gueled ho kurunenn.


Ia, Guerc’hez, holl e tridomp ;
Ha penaoz ne rafemp ?
C’houi zo eur Vamm evidomp,
Biken, n'ho tilezfemp ;
Ouz Breiz-lzel pa zellit,
A bep tu tro var dro
Sklear hag anat e velit
Oc’h Rouanez hor bro.
 
Ama guech all e veve
Eur paour, berr a spered ;
Goude poania, ne zeske
Netra, koulz lavared ;
Daou c’her : « Ave, Maria »
Setu he holl beden ;
Mez n'eane d'ho c’hana
Divar skourr be vezen.

Var he vez, eul lilien,
Eun deiz, zo diouanet,
Hag e'n aour, var bep dellien,
Lizerennou scrifet :
Peden vad ar jervicher,
Ken douget d'ho meuli,
Ho poa moullet, Mamm dener,
Var bleun guenn al lili.


Goude beza ho pedet,
Noz deiz e’n he lochen,
Foll ar c’hoat hen deuz roet
He hano d’an dachen :
Hag e leac’h ar bod lili,
Hirio zeuz var he vez
Eur japel gaër, hag e’ n-hi
C’houi a zo Patrounez.

Hon tud koz, gant ho c’hizel,
Ho deuz dantelezet
Mein galet an ti santel
Zo d’heoc’h ama savet ;
Ha, da guzed blounsadur
Morzoliou digristen,
Ni d’hon tro, gant plijadur,
A brof hon aluzen.

Ouspenn, e’n hor parreziou,
Ho poltred a gavomp,
Hag, e’nhon tiegeziou,
Bian ha braz ho pedomp ;
E’n distro (burzud eüruz !)
Ni vel, a zioc’h hor penn,
Astennet ho preac’h nerzuz
D’hon harpa, d’hon difenn,


Her goûd a rit. hor buez-ni
A zo poaniuz meurbed ;
D’al labour, heb damanti,
Ni rank staga bepred ;
Ha goude c’houezi bemdez
Da c’hounid hor bevanz
Ne jomm ganheomp ken danvez
Nemet hon Esperanz.

Kalz ho deuz brasoc’h madou,
Kaerroc’h deskadurez ;
Ni hon deuz iez hon tadou,
Ho feiz, ho c’harantez ;
Ni a gar, e Breiz-Izel,
Hor Brezounek, hor feiz,
Koulmet ho daou, Mamm zantel,
Gant hoc’h hano, e kreiz.

C’houi her goar, ho kurunen
A zeu a berz ar Pab ;
Hen eo tad ar gristenien,
Hen eo Vikel ho Mab ;
Ni n’hallomp nemet pedi,
Hor peden zo dister ;
Pa zeo nerzuz hoc’h hini,
Harpit Kador Sant Per.


Bennoz d’hon Eskob nevez
Hen deuz ho kurunet ;
D’hezan ha d’heomp-ni, Guerc’hez,
Roit ho skoazel bepred ;
Ha pa zeuio ar mare
Da vond da velloc’h bro,
Evit paea d’heomp ho tle,
Hor c’hurunit d’ho tro.


Evit kimiada


Brema, Guerc’hez venniget,
Ni guita ho tachen.
Gant esper mad eo skuillet
Ho kras e’n hor c’herc’hen ;
Skrifit doun hon hanoiou
E’n ho kaloun dener
Hag, e kreiz hon trubulliou,
Bezit hon eil Salver,

Euz hor c’hostez e talc’himp
Sounj euz hor Rouantelez ;
D’hezi, keit ha ma vevimp,
Ni zougo karantez,
Evit ma chommimp ato
E renk he bugale,
D’he heul, dre ’n hent ma karo,
Ni boanio da vale.


Amjest braz eo an amzer,
Ar stourmad a zo kriz ;
Brezel a rear d’hor Zalver,
D’he lezen, d’he Iliz ;
Mez, pell da zizesperi,
Sûr omp, ni c’hounezo ;
Hon dourn zo e dourn Mari :
Netra n’hon diskaro.


Respount ar Verc’hez


Klevet a rân ho peden,
Bugale Breiz-Izel ;
Ia, rust eo ar venoden,
Ia, tenn eo ar brezel ;
Mez na gollit ket fizianz :
Dourn Doue ar chreva,
Ha laigad he Brovidanz
Zo var-n-oc’h e para.

Euz va zu, Breiziz fidel,
Ha n’hen dizounjit ket,
Me roio d’heoc’h va skoazel
Keit ha ma viot e’r bed ;
Ha, pa guitaot ho traônien,
Me c’hoaz, ouz ho kortoz,
A vo, gant ho kurunen,
Var dreujou ’r Baradoz.