Kanomp ol meulodi da Vam Doue
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanomp holl meuleudi da Vamm Doue.
Diskan.
Kanomp ol meulodi,
Kanomp ol meulodi
Da Vam Doue, da Vari,
Da Vam Doue, da Vari.
1. Ar miz mam leun a vue,
Miz an neve amzer,
Gant rezon hen galver
Miz Rouanes an Ele
2. Evel eun evnik joaüs
A zalud goulou-de,
Me ho salud ive,
O Gwerc’hes karantezus.
3. E miz Mê, ô Mam garet,
Peb tra a ro kentel
Hag a lar d’imp zevel
Betek ho tron hon speret.
4. Pa hirvoud an durzunel
Kludet e lein ar bar
O sonjal en he far,
Enoc’h e sonj ho pugel.
5. Pa welan ar voaz dic’hoant.
Treuz ar prad o redek ;
Da vont en ho trezek
Pel euz ar hed am euz c’hoant.
6. Dai m’eo tavet trouz an de
An estik-kuz a gân :
Vel-se me ma-unan.
D’an noz a gan d’ac’h ive.
7. A wejou garm ar sparfel
A dol spont tro-war-dro :
C’houi, Gwerc’hes, am miro
Breman ha bete mervel.
8. En ho Parados goude
Heb aoun, me ho meulo ;
An neve-hanv eno
A bado keit ha Doue !
(Miz Mari an O. Cabec ha K. G.)