Mont d’an endalc’had

Kanaouen ar C’hawel

Eus Wikimammenn
◄   Groeg ar Cheminod Kanaouen ar C’hawel Peden ar Mederrien, euz ar mintin   ►


KANAOUEN AR C’HAWEL.


————

Kousk aze, ma mabik bihan. —
Èlik gwenn, gant hi vleo melon,
Kousk aze en kornik ann tàn,
Eet è da dad da Lannuon. —
Kousk aze, ma mabik bihan. —

Kousk aze bùan, ma c’halon. —
Ewit préna did eùn oanik,
Da dad ’zo èet da Lannuon,
Eùn oanik gwenn hag eùn estik. —
Kousk aze bùan, ma c’halon. —

Kousk aze ’n es liennou gwenn. —
Hag a weli, dre da hùnvré,
Oanigou ann ef uz da benn
O peûri bars ar glìz-beuré. —
Kousk aze ’n es liennou gwenn. —

 
Kousk aze, ma laouenanik. —
Ann oanigou ez ar stered,
En prajou ann ef ken koantik,
O redek, o c’hoari bepred. —
Kousk aze, ma laouenanik. —

Kousk aze, élik bleo melenn. —
Al loar ez è ar messaër
Euz ar bleizi ’wit ho difenn :
Sell, mabik, pebeuz da bràd kaer ! —
Kousk aze, élik bleo melenn ! —

Kousk aze, roue he vammik ! _
Me brénò did eùn oan bihan,
’N hi c’houzouk eur brizillonik,
Eur brizillon arc’hant gant-han. —
Kousk aze, roue he vammik ! —

Kousk aze prim, ma zurzunel. —
Med mar begia an oanik ’vad,
’Teuio d’hen kerc’hout d’hi gawel
Eur bleiz dù ha drouk eùz ar c’hoad. —
Kousk aze prim, ma zurzunel. —


Kousk aze, kousk, ma rozennik. —
Kerz kuit, bleiz dù, retorn d’ar c’hoad,
Rag n’as bò ket ma c’halonik,
Ma mab bihan, glaz hi lagad. —
Kousk aze, kousk, ma rozennik. —

Kousk aze, ma mabik bihan,
Koantoc’h kalz ’wit mab eur roue,
Kousk, ma oanik gwenn, kousk buhan ;
Evel en baradoz Doue,
Kousk aze, ma mabik bihan ! —


*