Mont d’an endalc’had

Groeg ar Cheminod

Eus Wikimammenn
◄   Mona Groeg ar Cheminod Kanaouen ar C’hawel   ►


GROEG AR CHEMINOD.


Da Varz Kernew, Prosper Proux.


GROEG AR CHEMINOD.[1]


————


I.


Gaodik Keralsi oa eur plac’h
Zeder ha koant, n’heller hen nàc’h,
Ha neb-lec’h na vije gwelet
Merc’h iaouank braoc’h kempennet. —

Ia, hounès ’oa eur farodez,
Ha wit-hi da vez-han màtez,
Er barroz-holl na weljeac’h ket
Eùn-all ’vije kaerroc’h gwisket. —

An holl baotred iaoùank ar vrò
Hi c’harrie, a glaske an drò
Ewit ober d’ez-hi al lez,
Er pardoniou, leùriou-newez.


Med hi na ree med hò goapàd,
Distreï gant faé hi daoulagad : —
« — Adrèn ! — m’è-z-hi, — paotrik ar zaoùt !
» N’è ket da seurt a fell d’in kaoùt !

» N’ c’hoùlennan ket eùn debrer iod,
» Eur mic’hiek, eur bris-diod,
» Nag iwe eùn turnier-doùar,
» N’oùn ket ’wit ar rùmm-ze, c’hui òar ? » —

Gaodik koant, me anvez hò tad,
Iwe ho mamm, kristènien vad,
A vew en poan, en paourentez ;
Hò klewet a zò eùn druez. —


II.


Setu dimèzet Gaodik koant,
D’eùn dèn ’c’hòne kalz a arc’hant,
Ha bét d’ez-hi eur Cheminod,
’Sò hi c’hànò Limousinod.


Limousinod ’zò a vrò-bell,
N’eò ket gànet en Breiz-Izell ;
’Vel eùn aotrou ez è gwisket,
’Vel eur person ez è disket. —

Na gomz nemed ar Gallek-c’houek,
Ha faé rà eùz ar Brezònek,
Hag eùz holl baotred an Armor ;
Henès ’vad a zò eur pabor ! —

Kàrout ’ra kaer ar chistr, ar gwin,
Hag ar voùtail hag ar chòpin
Ez eo ar benwiou, me grèd,
Peurvuia gant-han ’ve gwelet.

Eiz dé penn-da-benn eo pàdet
Dansou ha festou ann eùred,
Ma lavaré an holl dùd fùr : —
— « Kement-ma ’dremen ar muzur ! » —


Allaz ! brema ’zò eùn dans-all ; —
Al Limousinod, an dèn-fall,
Na rà nemed fouetan arc’hant,
Ha pilad ’wechou Gaodik koant !

Gwassoc’h ’zò c’hoaz, an dén diroll,
P’hen eùz debret ha lonket holl,
Eur mintinn a zò diskampet,
Ha ne òar dèn pe-lec’h eò eet. —

Ha setu n’eùz choumet netra,
Arc’hant, na dillad, na bara,
Gant Gaodik paour, med eur bùgel,
Eur bùgelig, prest da c’henel !

N’en eùz choùmet, ’wit holl vàdou,
Med eùn tòk-plouz, eur c’hòz vragou,
Boutaillou ha daou gorn bùtun,……
Groeg paour, setu oc’h holl fortun ! —


III.


Merc’hed iaoùank a Vreiz-Izell,
Ann dùd deùt eùz ar bròïou-pell,
A ve ’vel Aotrounez gwisket,
Cheminoëd ha Gallaoued,

Diwallet mad out-hè merc’hed,
Ha n’hò c’hredet ket re-abrèd : —
Med kemerret d’in eur Breizad,
Eul labourer, eur c’hristen-mad ! —


*
  1. Ar gwerziou-ma, peurvuian, ec’h heller da gâna war eùn tôn koz bennag. —