Mont d’an endalc’had

Kanaouen-eured

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 272-276)



Kanaouen-eured


War dôn : An hini goz,

Da Vari an Deuff ha d’he fried

Ujen an Naour, Sant-Servez.


I


A boan zavet an heol-vintin
Hirie klevis eur zon sklintin,
Eur zon skanv, skanv, laouen
O tiston en draouien…

Savet ma skouarn, petra a zo
Ma tregern kenkoulz ar maeziou ?
Klevet ran ar biniou,
Eun eured zo, m’hen tou !

Kerkent ’m eus groet eur ganaouen,
Ha deut aman — ya, hep peden —
D’o kana, daou bried,
En devez hoc’h eured.


Teurvezet digemer eta,
Ma gourc’hemennou ar gwella ;
D’ac’h ho taou, gant kalon,
E kinnigan ma zôn !

Ma zôn zo eur zonig dister
Ganti c’houez an neve-amzer,
Ganti c’houez ar bleuniou,
C’houez bleuniou ar prajou…

II


C’houi, gwreg yaouank, vel eur vleuen,
Zo bet kutuilhet en draouien,
Kutuilhet war ar gliz
En kreiz ho yaouankiz ;

Ha kalonig leun a c’hened,
Hoc’h ine karget a c’hlanded,
Bed eo d’ac’h kimiadi,
Ho kimiad n’ eo ket kri…

Ha koulskoude, gwech hag amzer,
Me wel dindan ho sell tener,
Eun daken dour pilzet,
Ho spered ankeniet…

Kwitât eun tad hag eur vam vad
A zo bepred gwall galonad,
Eus ze ’n em frealzet,
Eur Mignon ’peus kavet.

Hen ho tigollo, a dra zur,
Eus ho yaouankiz renet fur ;
D’ezan ho karante,
D’ac’h e galon ive !


Bezan ez eo eur gwir Vreizad,
Eun den a galon, poanier mad,
A roïo d’e bried
Dalc’hmad evurusted…

Dre-ze eta bezet seder,
Heman zo d’ac’h eun devez kaer,
Devez a levenez
D’ac’h, d’ho priedelez.

III


Tadou ha mammou, daerou puilh
War ho tiouchodou a ziruilh…
Paouezet da ouela,
Deut ganin da gana ;

Unanomp hon moueziou hirie,
Kanomp breman gant karante,
Kanomp d’an daou bried
Eur vue hir meurbed !

D’ac’h, daou bried, gant ma mennoz,
Evurusted bemde, bemnoz ;
Ra vezo ho pue
Henvel ouz eun hunvre…


Eun hunvre kaer en pehini
E welfet êle o c’hoari,
Ele koant, koant dispar,
O laret : — Ni ho kar ! ! —

Hag evelse hon Breiz-Izel
N’hallo, o nan, biken mervel ;
Rum-da-rum, Bretoned,
Breiz a vevo bepred !

Pa vefet arri koz da vad,
Daoubleget ho taou gant an oad,
Hoc’h êle gant dudi,
A harpo ho kozni…

Pa deuï an Ankou, didrue,
Gant e falc’h d’ho skuba goude,
’N eur laret : Kenavo…
E nijfet d’ho kwir Vro !!!


————