Mont d’an endalc’had

Bevet ar Varzed

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 268-271)



Bevet ar Varzed


war don : sao breiz-izel


O ma Breiz-Izel, ma Mam-Vro garet,
Eveldout eur vro-all n’eus ket !
Evel da Varzed n’eus ket bugale,
O bez eta lorc’hus gante…
Kana e ra an holl dre ar bed :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Adalek ar penn-kentan da amzer,
War da zouar ar Varzed ter,
A gemere lod en ez levenez,
Hag a ouele war da enkrez ;
Ar Barz ha Breiz a gerz a gevred,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

En ez koajou dôn, en amzer goz, goz,
Ar Varzed bemde ha bemnoz,

A roe kentel hag a gelenne
Ar Breizad war ar wirione ;
Breiziz a zo tud a lealded,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Ar Varzed a zo dimeus o bro Breiz,
Skeuden ar giziou fur ha reiz,
War gerden o zelen, en eur gana,
Ine Breiz-Izel a drida…
D’o mouez tânet an holl a zired :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Pa waske Sézar hag ar Gall Arvor,
Pa dreuze ar Zaozon ar môr,
E teule neuze an delennourien
War bep mene o galvaden ;
— « War zao, war zao !… Araok, Bretoned ! !
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed ! »

Ouz son an delen, en kreiz an argad,
Arvoriz a skuilhe o gwad ;
Klevet e vijent spontus o yudal :
— « D’ar gwasker, torr-e-benn raktal,
» Ar c’horn-boud arm zo skiltrus meurbed…
» Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !


Dreuz d’ar c’hantvejou betek fin ar bed,
Tra vo dre-aman Bretoned,
Marzin hag Arzur, Gwenklan ha Riwall,
A rei d’o mibien vel gwechall,
Nerz o c’halon, tân sakr o spered…
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Daoust e da bep tra ar Barz a vezo
Eun difennour feal d’e vro ;
En despet d’an holl, da c’hoant e galon,
E harpo ar frankiz, hep aon,
E teulo : ar gwir eneb d’ar Bed !
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Elec’h vo trubuilh, poan spered, anken,
Elec’h ma vo an dud laouen,
E teuïo ar Barz, den madelezus,
Da zistan pep glac’har mantrus,
Ha da greski an evurusted,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Hep ar Varzed vad yez kaer Breiz-Izel
A deufe, siouaz ! da vervel ;
Eus ar maro e c’hall bezan dinec’h,
Bleunia a rei arc’hoaz vel dec’h…

Ar Brezoneg a vevo bepred :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Pa digoue d’eur Barz kousket war e erv,
Pa gouez e gorf dindan an derv,
E krog eur Barz all kerkent ’n e delen
Hag a stenn start d’ei he c’herden,
Da gana nerzusoc’h d’ar C’helted :
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !

Tra ma vo Barzed ebarz ar vro-man,
Ar Vretoned vo ar gwellan,
Ar galloudusan en touez ar poblou,
Ar furan en touez an dudou !
Tud a greden start, pennou-kaled,
Bevet ar Varzed, bevet ar Varzed !


————