Mont d’an endalc’had

Kérez Sant Pezr

Eus Wikimammenn
◄   Ar Prat falc’het Kérez Sant Pezr Eun Amzer a zo bèt   ►


KÉREZ SANT PEZR.

 
Da Varz Roc’h-Allaz,
Rannou.


KÉREZ SANT PEZR.


————


D’ar c’houlz m’oa hon Zalwer c’hoas nebeud anvezet,
Ma c’hée dré ann hentchou war droad, en peb amzer,
En eur ober ar vàd, gant hé Abostoled,
Eùn deiz en em gavé tost da eur gèr dister.

Bézan oa trò kreiz-dé : ann heol ’oa lugernuz,
Ha neb-lec’h eùn disheol, neb-lec’h eul lòmik dour !
Ma welaz ann Aotrò, ar Mestr holl-gallouduz,
Eùn ouarn marc’h er poultr, koz, ha tòret, ha flour.

Ma lavaraz da Bezr : — « Sav dìn ann ouarn-zè ! » —
Pezr na rez vàn a-bed, mui ewit eur bouzar :
He speret ’oa troët gant traou-all d’ar c’houls-zé,
Ha na deurvéjé ket ’n em blega d’ann douar.


Petra hunvréé Pezr ? — Rouantelez ar bed !
Ia, ann Abostol braz a glaske hen hé benn
Ar gwella rénadur : — hùnvreou kaer meurbed !
Komz eùz eùn ouarn marc’h, disterra kavadenn !

Eur gùrunenn a-vad !… Neuzè c’hoaz martézé…
Med ’wit eùn ouarn-marc’h, n’ dalvéé ket ar boan. —
Ma trémenaz èta, pa glewas ar gomz-zé,
Heb sellet eùz eùn dra ken dister ha ken moan.

Ann Aotro, war he lerc’h, a deùrveaz plegan,
’Wit dastum ann ouarn, heb lavaret netra…
Neuzé, pa dìgwezjònt da vont er gèr vihan,
E voerzaz a-nezhan, bars ar c’hòël genta.

Tri dìner hen goerzaz. — O trémenn ar marc’had,
E welaz kérez kaer ; ma oant ken flour enò,
Ken rù, ma lakaënt zéder ann daoulagad ;
Eùz hò gwelet, heb kèn, ’teué ’n dour er génò !


An Aotrò a brénaz kérez wit tri diner,
Ha, heb laret netra, hen hi vanch hò lakaz. —
Bars eùn nebeud goudé, setu int maès ar gèr,
Hag en hent adaré, pell d’ez-hé d’ober c’hoaz.

Ann heol ’oa tòm bepred, neb-lec’h eur voudenn-flour,
Ken nebeud eur boud-glaz, — med poultr, ha poultr bepred !
Kèr hen dìje roët Pezr ’wit eul lòmik dour :
Ma oant holl poaniet braz gant tòmder ha zec’het.

Ann Aotrò iée a-raog. — Heb ober vàn, loskaz
Eur gérézenn d’an traon. Pezr lammaz war ar frouez
Kerkent, ébars ar poultr, ha buhan he lonkaz,
Ha ma lavaré c’hoaz : — « Gwella tra è kérez ! » —

Bars eur pennad goudé, ’kouez eur gérezenn-all :
Setu Pezr da blega ’wit hi dìzout aré. —
Eùn-all ! eùn-all ! eùn-all ! ha ré-vad, ha ré-fall…
P’hen doé pléget kant gwech, ann Aotrò lavaré : —


« N’out ket skuiz c’hoaz, Pezr baour ? Ma karjez bout pleget
» Eur wech, bars ar c’houlz-vàd, ’wit ann dra boùd dister,
» ’Wit kalz disterroc’h c’hoaz n’as bìje ket renket
» ’Vel-sé plega kant gwech, ha ken braz poan kemer ! » —


————


Setu eur gentel-vàd azè ’wit peb-hini. —
War ar maès ’vel en kêr, tudò a beb-seurt stàd,
Ré binvidik, ré baour, iaoùankiz ha kozni,
M’hò péd, he zelaouet, ’wit ann holl ez è mad ! —


*